Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/236

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
AR VARNERIEN, 16.

gwezaz euz he zaouarn. 15 Hag, o veza kavet janved eun azen, fresk beo, hec’h astennaz he zorn, hen kemeraz, hag e lazaz mil den. 16 Neuze Samson a lavaraz :

Gant eur janvad azen, eur bern, daou vern !
Gant eur janvad azen me em euz lazet mil den.

17 Ha pa hen doa achuet da gomz, e taolaz ar janvad euz he zorn, hag he c’hanvaz al lec’h ze Baniath-Lechi. 18 Ha, gwasket gant ar sec’hed, he kriaz d’an Aotrou, hag he lavaraz : Roet Ec’h euz d’az servicher an delivrans vras se ; ha brema mervel a rafen gant ar sec’hed, ha kweza a rafen entre daouarn ar re didrodroc’h ? 19 Neuze Doue a faotaz ar roc’h kleuz a oa en Lechi, ha doureier a zeuaz er meaz ; ha Samson a evaz ; he spered en em lakeaz, hag ec’h adkemeraz kourach. Dre ze al lec’h ze, pehini a zo en Lechi, a zo bet galvet bete hirie : En-Hak-kore.

20 Hag e varnaz Israel, en amzer ar Filistined, enpad ugent vloaz.


16 Ha, Samson a ieaz da C’haza, hag he welaz eno eur c’hast, hag ez eaz en he zi. 2 Hag e oe lavaret da re C’haza : Samson a zo deuet ama. Neuze e kelc’hjont endro dezhan, en em derc’hel a rejont enpad an noz en get euz dor kear, hag en em dalc’hjont zioul enpad an noz holl, o lavarout : Da c’houlou deiz, ni hen lazo. 3 Mes Samson a choumaz kousket bete hanter-noz ; ha vardro hanter-noz e savaz, kregi a reaz en dorikellou dor kear hag en daou beul, hag, o sevel anezhei gant ar varren, e lakeaz anezhei var he ziouskoaz, hag ho dougaz bete krec’h ar menez pehini a zo a fas da Hebron.

4 Goude ze, e kavaz eur vreg en traonien Sorek ; Dalila oa hanvet. 5 Ha prinsed ar Filistined a biniaz d’he c’haout, hag a lavaraz dezhi : Meul anezhan, hag anavez outhan en petra ema he nerz vras, ha penaoz helfemp he drec’hi, abalamour deomp d’hen eren evit he zounaat ha ni a roio d’id pep hini ac’hanomp unnek kant pez arc’hant. 6 Dalila a lavaraz eta da Samson : Lavar d’in, me az ped, a belec’h e teu da nerz vras, ha gant petra he vefe red da eren evit da zounaat. 7 Ha Samson a lavaraz dezhi : Ma vefen ereet gant seiz korden fresk, pere na vefent ket c’hoaz seac’h, he teufen dinerz, hag he vefeen evel eun den all. 8 Prinsed ar Filistined a zigasaz eta da Zalila seiz korden fresk, pere ne oant ket c’hoaz seac’h, hag hi a ereaz anezhan. 9 Ha, tud a oa en get en he zi, en eur gampr ; hag hi a lavaraz dezhan : Ar Filistined a zo varnout, Samson ! Mes hen a doraz ar c’herden, evel ma torrer eur gordennik stoup pa zant an tân ; hag he nerz na oe ket anavezet.

10 Goude Dalila a lavaraz da Samson : Setu, hec’h euz groet goab ac’hanoun, hag ec’h euz lavaret gevier d’in. Da bedi a ran, diskleri d’in brema gant petra eo red da eren. 11 Hag hen a respountaz dezhi : Ma vefen ereet gant kerden teo ha nevez, pere n’ho defe biskoaz servichet, he teufen dinerz, hag he vefen evel eun den all. 12 Dalila a gemeraz eta kerden teo ha nevez, hag he c’hereaz Samson ; goude he lavaraz dezhan : Ar Filistined a zo varnout, Samson ! Ha tud a oa en get er gampr. Mes terri a reaz evel eun neuden ar c’herden teo a oa var he ziouvrech.

13 Neuze Dalila a lavaraz da Samson : Bete vrema hec’h euz groet goab ac’hanoun, hag ec’h euz lavaret gevier d’in. Diskleri d’in gant petra eo red da eren. Hag hen a lavaraz dezhi : Beza he vefe ma wiadfez seiz kuchen euz va fenn en chaden da oberer. 14 Hag hi ho lekeaz gant eun ibil ; hag he lavaraz : Ar Filistined a zo varnout, Samson ! Mes dihuni a reaz euz he gousk, hag he tennaz an ibil euz ar micherour gant ar wiad.

15 Neuze he lavaraz dezhan : Penaoz hellez-te lavaret : Me a gar ac’hanout ! pa n’ema ket da galoun ganen ! Teir gwech ec’h euz groet goab ouzin, ha n’e c’heuz ket diskleriet d’in a belec’h e teu da nerz vras. 16 Hag he waske anezhan bemdez dre he c’homzou, hag he trubulie anezhan, en hevelep doare ma oa he ine glacharet bete ar maro. 17 Neuze he tigoraz dezhi he galoun holl, hag he lavaraz dezhi : An noten n’euz biskoaz tremenet dreist va fenn ; rag Nazarean oun a Zoue, adaleg kov va mam. Ma vefen eta touzet, va nerz am dilezfe, hag e teufen diners, hag he vefen evel pep den all. 18 Dalila, o, welet hen doa digorret dezhi he galoun, a gasaz da c’hervel prinsed ar Filistined, hag a lavaraz dezhei : Piniet er veach ma ; rag digorret hen deuz d’in he holl galoun. Prinsed ar Filistined eta a biniaz d’he

226