Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/238

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
AR VARNERIEN, 18.

13 Neuze Mika a lavaraz : Brema me a oar He raio an Aotrou vad d’in, abalamour ma em euz al Levit ma da sakrifier.


18 En amzer ze ne oa roue ebet en Israel ; ha pobl Dan a glaske en amzer ze eur choumaz evithi, evit choum ennhan ; rag bete neuze ne oa digwezet heritach ebet dezhi entouez poblou Israel. 2 Bugale Dan a gasaz eta pemp den euz ho famillou, kemeret anezhei holl, tud vaillant, euz Tsora hag a Eshthaol, evit gwelet ar vro hag he hanaout ; hag he leverjont dezhei : Deomp, da welet ar vro. Dont a rejont da venez Efraim bete ti Mika, hag he tremenjont an noz eno. 3 Hag evel ma oent tost da di Vika, ec’h anavejont mouez al Levit iaouank ; hag, o veza tostaet euz an ti ze, e lavarjont dezhan : Piou hen deuz da zigaset-te ama ? petra a res-te el lec’h ma ha petra he c’heuz ama ? 4 Hag hen a lavaraz : Mika a ra evidoun an dra ma an dra hont, rei a ra d’in eur gobr, hag e servichan dezhan da sakrifier. 5 Int a lavaraz c’hoaz : Ni az ped, kuzult Doue, abalamour da anaout hag hen a vezo euruz ar veach a gemeromp. 6 Hag ar sakrifier a lavaraz dezhei : It en peoc’h ; an Aotrou hen deuz dirag he zaoulagad ar veach a gemerit.

7 Ar pemp den ma a ieaz eta, hag ec’h arujont en Laiz. Gwelet a rejont penaoz ar bobl a oa eno, a veve en zurete, en doare ar Sidonied, zioul ha kenfiziuz, hep ma hen doe den er vro galloud varnezhei hag a raje dismegans dezhei en netra ; pel e oant euz ar Sidonied, ha n’ho doa netra da ober gant den. 8 Distrei a rejont eta goude da gaout ho breudeur da Tsora ha da Eshthaol, hag ho breudeur a lavaraz dezhei : Petra a zigaset-hu ? 9 Hag int a respountaz : Deomp, piniomp a enep dezhei ; rag gwelet hon deuz ar vro, ha setu, eo gwal vad. Petra ! c’hwi a zo hep lavaret netra ? Na vezit ket didalvez da vont, evit perc’henni ar vro ze. 10 Pa ez efet ennhi, c’hwi a eruo en tal eur bobl leun a fizians. Ar vro a zo euz eur vraster vras, ha Doue Hen deuz he lekeat entre ho taouarn. Eul lec’h eo en pehini ne vank netra euz an traou pere a zo var an douar.

11 Mont a reaz eta achane, euz Tsora hag Eshthaol, euz a famil Dan, c’hwec’h kant den gant ho armou. 12 Piniat a rejont hag he kampjont en Kirjath-Jearim, en Juda hag e oe galvet al lec’h ze ; Makane-Dan, beteg hirie ; endrek Kirjath-Jearim ema. 13 Ac’hane he tremenjont en menez Efraim, hag en em gavjont en ti Mika.

14 Neuze ar pemp gwaz pere a oa eet da welet bro Laiz, o kemer ar gomz, a lavaraz d’ho breudeur : Anaout a rit-hu penaoz en tiez ma he zo eun efod ha therafim, eun imach taillet hag eun imach teuet ? Gwelit eta brema ar pez hoc’h euz da ober. 15 Neuze he tostajont ac’hane, hag ez ejont en ti al Levit iaouank, en ti Mika, hag ho zaludjont. 16 Hag, ar c’hwec’h kant den a vugale Dan, pere a oa dindan an armou, a choumaz en tal an nor. 17 Mes ar pemp den pere a oa eet evit evesaat ar vro, a biniaz, a ieaz en ti, hag a gemeraz an imach taillet, an efod, an therafim hag an imach teuet, enpad ma oa ar sakrifier en tal an nor, gant ar c’hwec’h kant den armet. 18 O veza eta eet en ti Mika, he kemerjont an imach taillet, an efod, an therafim hag an imach teuet. Hag ar sakrifier a lavaraz dezhei : Petra a ret-hu ? 19 Mes int a lavaraz dezhan : Ro peoc’h, ha laka da zorn var da c’heno, ha deuz ganeomp ; te a zervicho deomp da dad ha da sakrifier. Pehini eo ar gwella d’id, pe beza sakrifier eun den hepken, pe beza sakrifier eur boblad hag eur famil en Israel ? 20 Neuze ar sakrifier hen doe joa en he galoun ; kemer a reaz an efod, an therafim hag an imach taillet, hag en em lekeaz en kreiz ar bobl. 21 En em lakaat eta a rejont en hent, hag he valejont, o lakaat araog dezhei ar vugale vihan, al loened hag an traou.

22 Dija e oant pell euz a di Mika, pa en em lekeaz ar re a oa en tiez nesa da hini Mika, d’en em dastum gant kriadennou bras, ha da genredek bugale Dan. 23 Hag e krient var ho lerc’h. Mes ar re ma, o tistrei ho bisach a lavaraz da Vika : Petra a zo, ma kriez evel se ? 24 Respount a reaz : Kemeret oc’h euz va doueou, pere am boa groet, kenkoulz hag ar sakrifier, hag oc’h eat kwit. Petra a choum ganen ? Ha penaoz he leveret-hu d’in : Petra ec’h euz ? 25 Mes bugale Dan a lavaraz dezhan : Na ra ket deomp klevet da vouez, gant aoun n’en em daolfe tud koleret varnoc’h, ha na lezfac’h aze ho puez, te ha da famil. 26 Lignez Dan a gendalc’haz ho hent. Ha Mika, o

228