Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/239

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
AR VARNERIEN, 19.

welet penaoz e oant krenvoc’h evithan, a droaz he visach hag a zistroaz d’he di.

27 Evel se, o veza kemeret an traou hen doa Mika groet hag ar sakrifier hen doa, e kwezjont var Laiz, var eur bobl zioul ha pehini a oa leun a fizians ; hag e tremenjont anezhei dre laonien ar c’hleze ; hag, o veza lakeet an tân en kear, e laoskjont anezhi. 28 Ha ne oe den hag he delivraz ; rag pell e oa euz Sidon ; he zud n’ho doa konvers ebet gant den, ha plaset oa en draounien pehini en em asten var zu Beth-Rehob. Adsevel a rejont kear, hag e choumjont ennhi. 29 Hag e c’halvjont ar gear ze Dan, hervez hano Dan, ho zad, pehini a oa ganet da Israel ; mes hano ar gear diagent a oa Laiz. 30 Goude bugale Dan a zressas evithei an imach taillet ; ha Jonathan, mab Guershon, mab Manasse, hen hag he vugale, a oe sakrifierien evit pobl Dan bete an deiz ma oent renet er meaz euz ar vro. 31 Lakaat a rejont evithei an imach taillet hen doa Mika groet, enpad an holl amzer ma oe ti Doue en Silo.


19 Eruout a reaz, en amzer ze, ma ne oa roue ebet en Israel, penaoz eul Levit pehini a choume en fons a menez Efraim, a gemeraz evit he ribodez eur vreg a Vethlehem Juda. 2 Hag he ribodez en em c’hastaouezaz en he zi, hag a ieaz diganthan da di he zad, da Vethlehem Juda ; hag e choumaz eno vardro pevar mis. 3 Goude he fried a savaz, hag az eaz euz he c’hichen, evit komz dezhi hervez he galoun, hag he digas ganthan. Beza hen doa ganthan he vevel ha daou azen ; hag hi a lakaez anezhan da vont en ti he zad. Ha tad ar plac’h iaouank, o welet anezhan o tont, hen digemeraz gant joa. 4 He dad-kaer, tad ar vreg iaouank, hen dalc’haz en he di, hag he choumaz ganthan tri deiz ; dibri hag eva a rejont, hag e tremenjont an noz eno. 5 Ar bevare deiz, e savjont abred ; hag evel ma save al Levit evit mont kwit, tad ar plac’h iaouank a lavaraz d’he vab-kaer : Kemer eur c’henaouad vara d’en em nerza, ha goude ze ez efet kwit. 6 Azeza a rejont eta hag e tebrjont ho daou, hag ec’h evjont asamblez ; ha tad ar plac’h iaouank a lavaraz d’ar pried : En em desit eta da dremen an noz, ha ma en em laouenao da galoun. 7 Hag evel ma save an ozac’h evit mont kwit, he dad-kaer a zalc’haz varnezhan kement, ma tistroaz ha ma tremenaz c’hoaz an noz. 8 Ha d’ar bempved deiz e savaz beure mad evit mont kwit, ha tad ar plac’h iaouank a lavaraz dezhan : Da bedi a ran, nerz da galoun. Ha dale a rejont bete diskar an deiz, enpad ma tebrent ho daou. 9 Neuze an ozac’h a savaz evit mont kwit, hen hag he ribodez, hag he vevel ; mes he dad-kaer, tad ar vreg iaouank, a lavaraz dezhan : Setu, brema an deiz a izelaa, an noz a dostta ; tremenet ama an noz, me ho ped. Setu, an deiz achu, tremenet ama an noz, ha ma laouenao da galoun ; varc’hoaz ar beure, c’hwi a zavo da genderc’hel hoc’h hent, ha te a ielo en da di. 10 Mes an ozac’h na fellaz ket dezhan tremen an noz ze ; sevel a reaz, hag ez eaz, hag e teuaz bete dirag Jebus, pehini a zo en Jerusalem, o kaout ganthan he zaou azen baset ; hag he ribodez a oa ganthan.

11 Pa oent tost da Jebus, an deiz a oa izeleet kaer. Ar mevel a lavaraz d’he vestr : Deomp me az ped d’ar gear ze euz ar Jebuzied, ha tremenomp an noz ennhi. 12 He vestr a lavaraz dezhan : N’az efeomp ket en eur gear estranjour, el lec’h ma n’hen deuz ket euz a vugale Israel ; mes mont a rafomp da C’huibea. 13 Lavaret a reaz c’hoaz d’he vevel : Bale, ha ni a c’honezo unan euz al lec’hiou ze, Guibea pe Rama, hag he tremenfomp eno an noz. 14 Tremen a rejont eta pelloc’h araog, hag e valejont ; hag an heol a guzaz evel ma oant tost da Guibea, pehini a oa da Venjamin.

15 Neuze ez ejont da C’huibea, evit mont ennhi ha tremen eno an noz. Mont a rejont eta ennhi hag en em dalc’hjont var blasen kear, ha ne oe den pere ho digemeraz en ho zi evit tremen an noz. 16 Mes setu, d’an abardaez, unan koz a zistroe euz ar parkeier, euz he labour. An den ma a oa euz menez Efraim, mes choum a rea en Guibea, a bere an dud a oe Benjamited. 17 O sevel he zaoulagad, e welaz ar beajour ze var blasen kear : neuze an den koz a lavaraz dezhan : Pelec’h ez eaz, hag a belec’h e teuez ? 18 Hag hen a respountaz : Ni a ia euz Bethlehem Juda entrezek fons menez Efraim, a belec’h oun. Eet e oan da Vethlehem Juda, hag ez an da di an Aotrou ; ha n’euz den hag am c’hemerfe en he di ; 19 koulskoude hon deuz plouz ha bevans evit hon azened, ha bara ha gwin evidoun me

229