Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/240

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
AR VARNERIEN, 20.

hag evit da vatez, hag evit an den pehini a zo gant da zervicherien. 20 Ne vank deomp netra. Hag an den koz a lavaraz dezhan : Ar peoc’h ra vezo ganez ! Me en em garg euz ar pez az pezo ezom ; na dremeni ket an noz var ar blasen. 21 Neuze e lekeaz anezhan da vont en ti, hag e roaz da zibri d’an azened. Gwalc’hi a rejont ive ho zreid ; neuze e tebrjont hag e c’hevjont.

22 Evel ma en em laouenae ho c’haloun, setu, tud kear, gwersed fall, a gelc’hiaz an ti, a voutaz an nor, hag a lavaraz d’an den koz, mestr an ti : Laka an den ze pehini a zo eet ez ti da zont er meaz, evit ma anavefomp anezhan. 23 Mes an den, mestr an ti, az eaz d’ho c’haout hag a lavaraz dezhei : Nan, va breudeur, na rit ket an drouk, me ho ped ; pa eo deuet an den ze em zi, na rit ket ar fallentez ze. 24 Setu, em euz eur verc’h gwerc’h, hag an den ze hen deuz he ribodez : me ho digaso deoc’h er meaz, ha c’hwi a raio dezhei violans, hag he refeet outhei ar pez a blijo ganeoc’h ; mes na ret ket var an den ze tra fall ebet. 25 Mes an dud ze na fellaz ket dezhei e selaou. Neuze an den a gemeraz hag a zigasaz dezhei he ribodez ; anaout a rejont anezhi, hag ec’h abusjont anezhi enpad an noz holl bete ar mintin ; ha da c’houlou deiz e kaschont kwit anezhi.

26 Hag, evel ma tostae an deiz, an vreg ma a ieaz da gweza euz dor ti an den el lec’h ma oa he fried, hag e choumaz eno bete an deiz. 27 Hag euz ar mintin, he fried a savaz, a zigorraz an nor, hag az eaz er meaz evit kenderc’hel he hent ; mes setu, ar vreg, he ribodez, a oa astennet euz dor an ti, an daouarn var an treujou. 28 Hag hen a lavaraz dezhi : Sav-te, ha deomp ac’han. Mes hi na respountaz het. Neuze e sammaz anezhi var he azen, hag en em lakeaz en hent, hag e tistroaz d’he di. 29 Hag, o veza deuet en he di, e kemeraz eur gontel, e krogaz en he ribodez, hag e troc’haz anezhi ezel dre ezel en daouzek loden, pere a gasaz en holl douar Israel. 30 Hag ar re holl a welaz kement se, a lavaraz : N’hen deuz biskoaz greet na gwelet netra evelhen, abaoe ma eo piniet bugale Israel euz an Ejipt bete hirie ! Lakait evez euz kement ma ; en em guzultet ha diskleriet var ze.


20 Neuze holl vugale Israel a zeuaz er meaz, adaleg Dan bete Beer-Sheba, ha bete bro Galaad ; hag an asamble en em zastumaz, evel ma n’he vije bet nemet eun den hepken, dirag an Aotrou, en Mitspa. 2 Ha chefou an holl bobl, hag holl bobladou Israel en em lekeaz dirag asamble pobl Doue, en niver a bevar c’hant mil den var droad, o tougen ar c’hleze ! 3 Ha bugale Benjamin a anavezaz penaoz e oa bugale Israel piniet da Vitspa. Ha bugale Israel a lavaraz : Komzet ; penaoz eo bet groet an torfed ze ? 4 Hag al Levit, pried ar vreg a oa bet lazet, a respountaz hag a lavaraz : Me a oa eet en Guibea Benjamin, me ha va ribodez, evit tremen an noz. 5 Mestrou Guibea a zo en em savet a enep d’in, ha troiet en noz an ti ma oan, o fellout va laza ; hag ho deuz groet violans d’am ribodez, hag eo marvet. Neuze, o veza kemeret ma ribodez, em euz he lekeat a damou, hag em euz kaset anezhei dre holl douar heritach Israel ; rag groet ho deuz eun torfed bras, hag eur vezurted en Israel. 7 Setu c’hwi holl ama, bugale Israel ; en em guzultet, roet hoc’h ali ama.

8 Hag an holl bobl a savaz, evel eun den, o lavarout : Hini ac’hanomp n’az ai d’he danten, ha den n’en em denno en he di. 9 Mes, setu ama petra a rafomp da C’huibea ; bale a rafomp a enep dezhi dre ar zort. 10 Kemer a refomp dek den var gant, a douez holl boblou Israel, ha kant var mil, ha mil var dek mil, evit ma kemerfont bevans emit ar bobl, ha ma ez afeent da Guibea Benjamin, groet e vezo dezhi hervez euzusted an torfed he deuz groet en Israel.

11 Evel se holl dud Israel en em zastumaz a enep ar gear ze, unanet evel eun den hepken.

12 Pobladou Israel a gasaz tud entouez holl bobl Benjamin, da lavaret : Pez tra fall a zo groet en ho touez ? 13 Roit deomp brema an dud fall ze pere a zo en Guibea, evit ma lakafomp anezhei d’ar mare, ha ma lamfomp an drouk a douez Israel. Mes ar Venjamited na fellaz ket dezhei selaou mouez ho breudeur, bugale Israel. 14 Ha bugale Benjamin a zeuaz er meaz euz ho c’hear hag en em dastumaz en Guibea, evit mont da vrezellia bugale Israel.

15 En deiz se e oe groet an niver euz bugale Benjamin, deuet euz ar c’heariou; hag e oa outhei c’hwec’h mil den var-ugent o tenna ar c’hleze, hep tud Guibea, a bere he oe ive

230