Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/241

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
AR VARNERIEN, 20.

groet an niver, pere a rea seiz kant den dibabet. 16 Entouez an holl bobl ze, e oe seiz kant den dibabet pere n’en em zervichent ket euz ho dorn deou. Ar re ze holl a sklape mein gant gant eun dalm a enep eur vleven, ha na vankent ket anezhi.

17 Groet he oe ive an niver a dud Israel, hep kounta re Venjamin, hag e oa anezhei pevar c’hant mil den o tenna ar c’hleze, holl tud a vrezel.

18 Mont a rejont eta, piniet a rejont da Vethel, ha kuzulti a rejont Doue. Ha bugale Israel a lavaraz : Pehini ac’hanomp a binio ar c’henta da ober brezel da vugale Benjamin ? Hag an Aotrou a respountaz : Juda a binio ar c’henta.

19 Adaleg ar beure, bugale Israel en em lekeaz eta da vale, hag a gam paz tost da Guibea. 20 Ha, tud Israel a ieaz evit brezellia re Benjamin, hag en em lekejont en brezel a enep dezhei dirag Guibea. 21 Neuze bugale Benjamin a zeuaz euz Guibea, hag en deiz se ec’h astenjont d’an douar daou vil den var-ugent a Israel. 22 Koulzkoude ar bobl, tud Israel a gemeraz kourach, hag en em renkjont a nevez en brezel, el lec’h ma oant en em lekeat er c’henta deiz. 23 Ha bugale Israel a biniaz, hag a skuliaz daerou dirag an Aotrou bete an noz. Kuzulti a rejont an Aotrou, o lavarout : Tostaat a rafen c’hoaz evit brezellia a enep bugale Benjamin, va breur ? Hag an Aotrou a respountaz : Pin a enep dezhan. 24 An deiz varlerc’h eta, bugale Israel a dostaaz euz bugale Benjamin. 25 Ar Venjamited a zeuaz ive a enep dezhei euz Guibea an eilved deiz ze, hag a astennaz c’hoaz d’an douar triwac’h mil den a vugale Israel, pere a denne holl ar c’hleze.

26 Neuze holl vugale Israel hag an holl bobl a biniaz, hag a zeuaz da Vethel. Gwela a rejont eno, hag en em dalc’hjont eno, dirag an Aotrou, hag e iunjont an deiz se beteg an noz ; hag e kinnigjont sakrifisou-losket ha sakrifisou a beoc’h dirag an Aotrou. 27 Goude bugale Israel a guzultaz an Aotrou (arc’h konvenans Doue a oa neuze el lec’h ze ; 28 ha Fine, mab Eleazar, mab Aaron, en em dalc’he dirag an Aotrou) lavaret a rejont eta : Dleout a ran bale c’hoaz evit brezellia bugale Benjamin, va breur, pe he tlean en em viret ? Hag an Aotrou a respountaz : Piniet ; rag varc’hoaz me ho lakaio entre ho taouarn.

29 Neuze Israel a lakeaz gedoul endro da Guibea.

30 Ha bugale Israel a biniaz, an drede deiz, a enep ar Venjamited, hag en em renkaz a enep Guibea evel er gwechou all. 31 Hag ar Venjamited, o veza deuet da diaraogi ar bobl, a oe tennet pell euz kear. Hag en em lekejont da skei hiniennou euz ar bobl, evel er gwechou all, hag e oe vardro tregont den a Israel pere a oe bleset d’ar maro en henchou, a behini unan a ia da Vethel hag egile da Guibea, dre ar meaz. 32 Ha bugale Benjamin a lavare : Kweza a reont dirazomp evel er weach kenta. Mes bugale Israel a lavare : Tec’homp, ha tennomp anezhei pell euz kear, en henchou. 33 Neuze Israel holl a savaz euz al lec’h ma oa, en em renkaz en Baal-Thamar, ha ged Israel a ziflukaz euz he fost, euz prat Guibea ; 34 ha dek mil den dibabet, a Israel holl, a zeuaz a enep Guibea ; hag ar veskaden a oa garo, ha re Benjamin na weljont ket an drouk pehini a iea da gweza varnezhei. 35 Hag an Aotrou a gannaz Benjamin dirag an Israelited ; ha bugale Israel, en deiz se, a lazaz pemp mil var ugent ha kant den a Venjamin, holl o tenna ar c’hleze.

36 Ar Venjamited ho doa kredet penaoz e oa pilet tud Israel. Rag, eet e oant var adre dirag re Venjamin ; rag en em harpa a reent var ar gedou pere ho doa lakeat tost da Guibea. 37 Hag ar re pere a oa en ged, en em daolaz buhan var Guibea ; evel se ar re a oa en ged a valeaz, hag a lazaz kear holl gant ar c’hleze. Ha, tud Israel ho doa roet evit zin d’ar re a oa en ged, ma lakajent da biniat euz kear eur vogeden deo. 39 Tud Israel ho doa eta troet ho c’hein er brezel, hag ar Venjamited ho doa en em lekeat da skei ha da vlessa d’ar maro vardro tregont den ar re Israel ; hag e lavarent : A-dra-zur e kwezont dirazomp evel er vrezel genta! 40 Mes pa savaz eur golonnen voged euz kear, re Benjamin a zellaz var ho lerc’h, ha setu, an tan a zave euz a gear holl var zu an env ; 41 neuze tud Israel a zistroaz, ha re Benjamin a oe spouronet o welet ar c’holl a iea d’ho zapout. 42 Hag he trojont ho c’hein da re Israel, dre hent an distro ; mes arme Israel ho gwaskaz a dost ; ha re ar c’heariou, a lazchont en ho leachiou ho unan. 43 Troia a rejont Benjamin, he genredek a rejont, hag

231