Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/242

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
AR VARNERIEN, 21.

hen vac’hjont gant ho zreid, hep paouez, bete an tu all da Guibea, var zu ar savheol. 44 Kweza a reaz evel se triwac’h mil den a Venjamin, holl tud vaillant. 45 Entouez ar re a droaz ho c’hein evit tec’hel var zu an distro, en roc’h Rimmon, re Israel a skrapaz, dre an hent, pemp mil den ; hag, ho c’henredaz a dost bete Guideom, skei a rejont daou vil anezhei. 46 Ar re holl euz Benjamin a gwezaz en deiz se a oe eta pemp mil den var ugent, o tenna ar c’hleze, hag holl tud vaillant. 47 Hag e oe c’hwec’h kant den, euz ar re ho doa troet ho c’hein, pere a dec’haz da gaout an distro, da roc’h Rimmon, hag a choumaz en roc’h Rimmon enpad pevar mis. 48 Mes tud Israel a zistroaz da gaout bugale Benjamin, hag ho lazaz gant ar c’hleze, kenkoulz an dud euz a bep kear, evel ar chatal ha kement a oa ennhei. Devi a rejont ive an holl geariou pere a gavjont.


21 Ha tud Israel ho doa touet en Mitspa, o lavarout : Hini ac’hanomp na roio he verc’h evit greg da eur Benjamit. 2 Goude ar bobl a zeuaz da Vethel, hag a choumaz eno bete an noz dirag Doue. Sevel a rejont ho mouez hag e skuljont daerou a foun, hag e lavarjont : 3 O Aotrou, Doue Israel, perag eo en em gavet kement ma en Israel, ma vank hirie eur boblad a Israel. 4 Hag an deiz varlerc’h ar bobl a savaz beure mad ; hag e savaz eun aoter, hag e kinnigjont sakrifisou-losket ha sakrifisou a beoc’h. 5 Neuze bugale Israel a lavaraz : Piou eo an hini a douez holl bobladou Israel pehini n’eo ket piniet d’an asamble, da gaout an Aotrou ? Rag groet e oe eul le braz a enep an hini na binje ket da gaout an Aotrou, da Vitspa, o lavarout : Lakeat e vezo d’ar maro ! 6 Rag bugale Israel ho doa keûz d’ar pez a oa c’hoarvezet gant Benjamin, ho breur, hag e lavarent : 7 Hirio eur boblad a zo bet lamet a Israel. Petra a rafomp-ni d’ar re a zo manet, evit rei dezhei gragez, pa hon deuz touet dre an Aotrou na rofemp ket dezhei euz hon merc’hed da c’hragez ? 8 Lavaret a rejont eta : Beza ez zo unan benag a bobladou Israel pehini na vefe ket piniet da gaout an Aotrou, da Vitspa ? Ha setu, den euz Jabes a C’halaad na oa deuet d’ar c’han, d’an asamble ; 9 pa oe groet an niver euz ar bobl, den n’en em gavaz a Jabes a C’halaad. 10 Neuze an asamble a gasaz di daouzek mil den euz ar re vaillanta, hag a roaz dezhei an urz ma : It ha lazet gant ar c’hleze tud Jabea a C’halaad, kenkoulz ar gragez evel ar vugale vihan. 11 Setu ama ar pez a refet : Gwestla a refet d’an distruj pep mal, ha pep greg pehini he deuz anavezet eur gwaz. 12 Hag e kavjont, entouez tud Jabes a C’halaad, pevar c’hant gwerc’hez, pere n’ho doa anavezet gwaz ebet, hag ho digasjont d’ar c’hnan, da Silo, pehini a zo en bro Kanaan.

13 Neuze an holl asamble a gasaz da gomz euz ar Venjamited, pere a oa en roc’h Rimmon, hag e oe diskleriet dezhei ar peoc’h. 14 En amzer ze, ar Venjamited a zistroaz, hag e oe roet dezhei ar gragez gant pere e oa lezet ho buez entouez gragez Jabes a C’halaad ; mes na oa ket awalc’h anezhei. 15 Hag ar bobl ho doa keûz 16 divarbenn Benjamin, rag an Aotrou hen doa groet eun frankizen en poblou Israel. 16 Ha re ansien an asamble a lavaraz : Petra a rafomp-ni da rei gragez d’ar re a choum ? rag gragez ar Venjamited a zo bet lazet. 17 Hag e leverjont : Ar re a zo tec’het a berc’henno ar re a oa da Venjamin, evit na vezo ket lamet eur bobl a Israel. 18 Koulskoude, n’hellomp ket rei dezhei gragez a douez hon merc’hed ; rag bugale Israel ho deuz touet, ho lavarout : Milliget eo an hini a roio eur vreg da Venjamin ! 19 Hag e leverjont : Setu, beza ez zo bep bloaz eur gwel d’an Aotrou en Silo, pehini a zo en hanter-noz da Vethel, hag er savheol euz an hent a bin euz Bethel da Sichem, hag er c’hreisteiz euz Lebona. 20 Hag e rojont an urz ma da vugale Benjamin : It, hag en em lekeat en ged er gwiniennou ; 21 ha pa welfet merc’hed Silo o tont evit dansal da euz soun ar fleüt, neuze e teufet euz ar gwiniennou, hag e kemerfet evit pep hini ac’hanoc’h eur vreg, a douez merc’hed Silo, hag ez eet da vro Benjamin. 22 Ha pa zeuo ho zadou pe ho breudeur da glem d’hon c’hichen, ni a lavaro dezhei : O pezet truez outhei dre garante evidomp ; abalamour ma n’hon deuz ket kemeret eur vreg evit pep hini anezhei er brezel ze. Rag n’eo ket c’hwi ho pezo ho roet dezhei ; en ze neuze he vijac’h koupabl. 23 Bugale Benjamin a reaz evel se, hag a gemeraz gragez, hervez ho niver, a

232