Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/245

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
RUTH, 4.

den ze, ken hen devezo achuet da zibri ha da eva. 4 Ha pa gousko, anavez al leac’h en pehini e c’hourve, neuze kea, ha dizolo he dreid, hag en em c’hourve ; neuze e lavaro d’id ar pez az pezo da ober. 5 Hag hi a respountaz dezhi : Me a raio kement a leverez d’in. 6 Disken a reaz eta el leur, hag e reaz kement hen doa he mam-gaer gourc’hemennet dezhi. 7 Ha Booz a zebraz hag a evaz, hag he galoun a oe euruz, hag e teuaz d’en em c’hourve euz penn ar bern fagod. Neuze e teuaz goustadik, hag e tizoloaz he dreid, hag en em c’hourvezaz. 8 Hag en kreiz an noz, an den ma en doe aoun ; en em blegaz, ha setu, e oa eur vreg gourvezet euz he dreit. 9 Neuze e lavaraz dezhi : Piou out-te? Hag hi a respountaz : Me eo Ruth, da zervicherez. Asten, bord da roben var da zervicherez ; rag droet a adpren ec’h euz. 10 Hag e lavaraz : Va merc’h, ra vennigo an Aotrou ac’hanout ! Ar vadelez diveza ze a desteniez d’in a zo brasoc’h evit ar genta, da dremen hep beza eet varlerc’h an dud iaouank, paour pe binvidik. 11 Brema eta, va merc’h, n’az pez ket a aoun, me a raio evidout kement a lavari d’in ; rag holl dor ma fobl a oar out eur vreg vertuzuz. 12 Ha brema, eo gwir mad em euz droet a adpren ; mes beza e zo unan all, pehini a zo tostoc’h evidoun me. 13 Tremen aman an nozvez ma ; hag, euz ar beure, mar fell d’an den ze usa euz an droet a adpren ez kenver, e vezo mad, ra raio ; mes ma ne blij ket ganthan da adprena, me a adpreno ac’hanout ; an Aotrou a zo beo ! Choum gourvezet aze beteg ar mintin. 14 Choum a reaz eta gourvezet euz he dreid, beteg ar beure ; hag e savaz araog ma hellet en em anaout an eil egile. Ha Booz a lavaraz : Ra na vezo ket anavezet e zo deuet eur vreg el leur. l5 Hag e lavaraz c’hoaz : Ro d’in ar vantel a zo varnout, ha dalc’h anezhan. Hag hi hen dalc’haz, hag e vuzuraz c’hwec’h muzur heiz, pere a lekeaz varnezhi ; goude ez eaz en kear. 16 Neuze Ruth a zistroaz da di he mam-gaer pehini a lavaraz dezhi : Piou out-te, va merc’h ? Hag hi a ziskleriaz kement hen doa an den ze groet evithi. 17 Hag e lavaraz : Roet hen deuz d’in ar c’hwec’h muzur heiz ze ; rag lavaret hen deuz d’in : Na zistroi ket en goullo da gaout da vam-gaer. 18 Ha Naomi a lavaraz : Va merc’h, choum ama ken a anavezi penaoz e troio an traou ; rag an den ze na gemero ket a ziskwiz ken hen devezo hirie achuet an affer ze.


4 Booz a biniaz eta da zor kear, hag a azezaz eno ; ha setu, an hini hen doa an droet a adpren, a behini hen doa Booz komzet, a zeuaz da dremen ; ha Booz a lavaraz dezhan : Te, hen-a¬hen, distro, hag azez ama. Hag e tistroaz, hag ec’h azezaz. 2 Neuze e kemeraz dek den, a douez re ansien kear, hag e lavaraz dezhei : Azezit ama ; hag ec’h azejont. 3 Neuze e lavaraz d’an hini hen doa an droet a adpren : Naomi, pehini a zo addeuet euz a vro Moab, he deuz gwerzet, loden eur park pehini a oa da Elimelek hon breur. 4 Ha me em euz lavaret : Fellout a ra d’in rei da anaout kement se d’id, ha lavaret d’id : Pren anezhan, dirag tud ha re ansien ma fobl ; ma fell d’id e frena, pren anezhi ; ha ma na fell ket d’id e frena, diskleri kement se ama d’in, evit ma hen anavezin ; rag n’euz ket reou all araog d’in hag ho defe an droet a adpren, ha me em euz anezhan en da c’houde. Hen a respountaz : Me e breno. 5 Neuze Booz a lavaraz dezhan : En deiz ma preni ar park, euz a zorn Naomi hag euz hini Ruth, ar Voabitez, greg an hini maro, e preni ive Ruth, evit miret hano an hini maro en he heritach. 6 Hag an hini hen doa an droet a adpren a lavaraz : Me na hellan ket adprena, gant aoun na golfen ma heritach ; te, kemer evid-out ma droet a adpren ; rag me ne hellan ket adprena. 7 (Ha, gwech all en Israel, en kaz a adpren pe a adkemeridigez, evit suraat an dra, an den a lame he voutez ler hag e roe d’e gar nesa ; kement se a serviche da desteni en Israel.) 8 An hini hen doa an droet a adpren a lavaraz eta da Vooz : Pren anezhan evidout! hag e lamaz he voutez. 9 Neuze Booz a lavaraz d’ar re ansien ha d’an holl bobl : C’hwi a zo testou hirie penaoz em euz prenet digant dorn Naomi kement a oa da Elimelek, ha kement a oa da Giljon ha da Vaklon ; 10 ha penaoz em euz ive prenet evit greg Ruth, ar Voabitez, greg Maklon, evit miret hano an hini maro en he heritach, evit ma na vezo ket hano an hini maro lamet a douez he vreudeur, hag euz dor he gear ; c’hwi a zo testou a gement se hirie. Hag an holl bobl pere a oa euz an nor, hag ar re ansien, lavaraz : Ni a zo testou a gement se !

235