Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/246

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. SAMUEL, 1.

Ra lakaio an Aotrou ar vreg a ia ez ti, henvel euz Rachel hag euz Lea, pere ho diou o deus savet ti Israel ! Diskwez da nerz en Efrat, ha gra d’id eun hano en Bethlehem ! 12 Ra vezo al lignez a roio an Aotrou d’id dre ar vreg iaouank se, da renta da di henvel euz ti Farets, pehini a c’hanaz Tamar da Juda. 13 Evel se Booz a gemeraz Ruth hag e oe he vreg ; hag ez eaz de c’haout, hag an Aotrou a roaz dezhi ar c’hraz da gonsev hag hi a c’hanaz eur mab ; hag ar gragez a lavaraz da Naomi : 14 Benniget ra vezo an Aotrou, pehini n’Hen deuz ket da lezet da vankout hirie euz a eun den pehini hen doe an droet a adpren ; ra vezo he hano miret en Israel ! 15 Ra gonsolo da ine, ha ra vezo ar souten euz da gozni ; rag da verc’h-kaer, pehini a gar ac’hanout, e deus ganet, hag eo welloc’h d’id evit seiz mab. 16 Neuze Naomi a gemeraz ar bugel, hag e lekeas anezhan en he bruched, hag e talc’haz leac’h a vagerez dezhan. 17 Hag an amezegezed a roaz dezhan eun hano, hag a lavaraz : Eur mab a zo ganet da Naomi ; hag e c’halvjont anezban Obed ; hen oe tad Isai, tad David.

18 Ha, setu ama lignezou Farets : 19 Farets a oe tad da Hetsron ; Hetsron a oe tad da Ram ; Ram a oe tad da Amminadab ; Amminadab a oe tad da Nahasshon ; 20 Nahasshon a oe tad da Salmon ; Salmon a oe tad da Vooz ; 21 Booz a oe tad da Obed ; Obed 22 a oe tad da Isai, hag Isai a oe tad da Zavid.


————


LEVR KENTA SAMUEL.


1 BEZA he oa eun den euz Ramathaim Tsofim, euz menez Efraim ; he hano a oa Elkana. Mab he oa da Jeroham, mab Elihu, mab Tohon, mab Tsouf, Efratit. 2 Hag hen doa diou vreg ; hano ar genta oa Anna, hag hano an eil, Penina ; ha Penina he doa bugale, mes Anna n’he doa ket a vugale. 3 Hag, euz a vloaz en bloaz, an den ma a binie euz he gear, evit en em stoui dirag Aotrou an armeou ha sakrifia dezhan, en Silo ; ha daou vab Heli, Hofni ha Fine, a oa eno, sakrifierien d’an Aotrou.

4 Hag an deiz ma sakrifie Elkana, he roe lodennou da Benina he vreg, ha d’he holl vibien ha merc’hed pere hen doa outhi. 5 Mes rei a rea da Anna eul loden doubl, rag karout rea Anna ; mes an Aotrou Hen doa he rentet dibrodu. 6 Hag he enebourez he glac’hare, zoken c’hwero bras, evit he fulori, dre ma Hen doa an Aotrou he rentet dibrodu. 7 Hag Elkana a rea evel se bep bloaz. Bep gweach ma pinie Anna da di an Aotrou, Penina a rea poan dezhi er memeuz doare ; hag Anna a wele, ha na zebre netra. 8 Hag Elkana he fried a lavare dezhi : Anna, perag e welez-te, ha na zebrez-te netra, ha perag eo trist da galoun ? N’en d’oun me ket gwelloc’h, evidout-te, evit dek mab ?

9 Ha, goude beza debret hag evet en Silo, Anna a savaz ; hag Heli ar sakrifier a oa azezet var he skabel, tost da unan a beuliou templ an Aotrou. 10 Hi eta, an ine leun a dristidigez, a bede an Aotrou, o skul kalz a zaerou ; 11 hag e reaz eur gwestl, hag e lavaraz : Aotrou an armeou, mar fell d’id sellet euz glac’har da zervicherez, ma pe sonj ac’hanoun, ma na ankwezaz ket da zervicherez, ha ma roez dar servicherez eur bugel mal, me a roio anezhan d’an Aotrou enpad holl deiziou he vuez, hag an noten na dremeno ket var he benn. 12 Hag evel ma kendalc’he he feden dirag an Aotrou, Heli a zelle euz he genou ; 13 hag, Anna a gomze en he c’haloun, o finval hepken he muzellou, ha n’he glevet ket he mouez. 14 Heli a gredaz eta e oa mezo. Hag Heli a lavaraz dezhi : Bete pegeit e vezi-te mezo ? Kea da dremen da win. 15 Mes Anna a respountaz hag a lavaraz : Nan, va aotrou ; me zo eur vreg glac’haret en he spered ; n’em euz evet na gwin na bier, mes skulia a reen va ine dirag an Aotrou. 16 Na gemer ket da zervicherez evit eur vreg disprijuz ; rag er boan

236