Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/247

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. SAMUEL, 2.

vras euz ma foan ha va glac’har em euz komzet bete vrema. 17 Neuze Heli a respountaz, hag a lavaraz : Kea en peoc’h, ha ra roio Doue Israel d’id ar goulen ec’h euz groet outhan. 18 Hag hi a lavaraz : Ra gavo da zervicherez trugarez dirag da zaoulagad. Hag ar vreg ma a ieaz gant he hent, hag a zebraz, hag he bisach ne oe ken ar memeuz.

19 Goude ze, e savjont beure mad, hag en em stoujont dirag an Aotrou ; goude e tistrojont, hag e teujont d’ho zi, da Rama. Neuze Elkana a anavezaz Anna he vreg ; hag an Aotrou Hen doe sonj outhi. 20 Hag e c’hoarvezaz, er bloaz se, ma konsevaz Anna ha ma c’hanaz eur mab, hag he c’halvaz Samuel ; rag, lavaret a rea, he c’houlennet em euz digant an Aotrou.

21 Hag Elkana, he fried, a biniaz, gant he holl di, evit kinnig d’an Aotrou ar sakrifis bloaziek hag he westl. 22 Mes Anna n’ez eaz ket ; rag lavaret a reaz d’he fried : Me n’hen d’in ket ken a vezo ar bugel dizounet ; neuze me a ielo, abalamour ma vezo kinniget dirag an Aotrou, ha ma choumo eno da viken. 23 Hag Elkana, he fried, a lavaraz dezhi : Gra ar pez a gevez a zo mad ; choum ken az pezo he zizounet. Ma peurraio an Aotrou hepken he c’hir ! Evel se ar vreg se a choumaz, hag a vagaz he mab, bete ma he doe hen dizounet. 24 Hag adaleg ma he doe he zizounet, he lakaez anezhan da biniat ganthi, hag e kemeraz tri leue, eun efa bleud, hag eun lestrad gwin ; hag e kasaz anezhan en ti an Aotrou, da Silo ; hag ar bugel a oa gwal iaouank. 25 Goude e lazchont al leue, hag e tigaschont ar bugel da Heli ; 26 hag hi a lavaraz : Me az ped, va aotrou ! ken gwir ha ma vev da ine, va aotrou, me eo ar vreg ze pehini en em zalc’he tost d’id, o pedi an Aotrou. 27 Evit ar bugel ma eo he peden, hag an Aotrou Hen deuz roet d’in ar goulen em hoa groet outhan. 28 Evel se, he brestan d’an Aotrou ; prestet e vezo d’an Aotrou evit holl deiziou he vuez. Hag e stoujont eno dirag an Aotrou.


2 Neuze Anna a bedaz, hag a lavaraz :

 Va c’haloun a zo en em laouenaet en Aotrou ;
Va nerz a zo adsavet gant an Aotrou ;
Va genou a zo digorret a enep va enebourien ;
Hag en em laouenaet oun euz da zilvidigez.
2 Nikun n’eo zantel evel an Aotrou ;
Rag n’hen deuz hini all ebet nemert Out,
Ha n’hen deuz roc’h ebet evel hon Doue.
3 Na livirit ket kement a gomzou huel ;
Ra na zeui ket a gomzou raog euz ho kenou ;
Rag an Aotrou eo an Doue nerzuz,
Pehini a anavez an holl draou ;
Ha dreizhan eo poezet an oberiou.
4 Gwarek ar re c’halloudek a zo torret,
Hag ar re a vranselle a zo bet gourizet gant nerz.
5 Ar re a oa leuniet en em feurm evit bara,
Hag ar re naonek ho deuz paouezet da veza.
Au dibrodu zoken he deuz ganet seiz,
Hag an hini hen doa kalz a vibien a zo el langiz.
6 An Aotrou a ra mervel hag a ra beva ;
Lakaat a ra da zisken er bez, ha da zont er meaz.
7 An Aotrou a baoura hag a binvidika,
Izelaat a ra ha sevel ;
8 Adsevel a ra ar paour euz ar boultren,
Tenna a ra an ezomek divar an teil,
Evit he lakaat da azeza gant ar brinsed ;
Hag E ro dezhei en heritach eun trôn a c’hloar ;
Rag peuliou an douar a zo d’an Aotrou,
Hag Hen deuz lakeat ar bed varnezhei.
9 Diwal a ra treid he re garet-mad,
Mes ar re fall a beriso en devalijen ;
Rag an den na grenvao ket gant he nerz he unan.
10 Enebourien an Aotrou a vezo friket ;
Euz an envou He raio kurunou varnezhei :
An Aotrou a varno pennou pell an douar ;
Rei a raio nerz d’he Roue,
Hag e savo korn he Eoliet.

11 Hag Elkana a ieaz da Rama en he di ; mes ar bugel a choumaz en zervich an Aotrou dirag Heli, ar sakrifier.

12 Ha, mibien Heli a oa tud fall ;

237