Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/248

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. SAMUEL, 3.

n’e anavezent ket an Aotrou. 13 Ha setu ama giz ar sakrifierien en kenver ar bobl : Pa rea unan benag eur sakrifis, paotr ar sakrifier a zeue, pa lakaet da vervi ar c’hik, o kaout en he zorn ar fourchetez a dri biz ; 14 hag e pike er choudouren, er gaoter, pe er pothouarn, pe er pod. Ar sakrifier a gemere evithan kement a save ar fourchetez. Evel se he rea da holl re Israel pere a zeue di, da Silo. 15 Memeuz araog ma lakaet al lard da leski, paotr ar zakrifier a zeue, hag a lavare d’an den pehini a zakrifie : Ro euz ar c’hig da rosta evit ar sakrifier ; rag na gemero ket diganez kig bervet, mes kig kri. 16 Ma respounte an den dezhan : Ez eer da lakaat al lard da leski ; goude ze, e kemeri ar pez a fello d’id ; neuze e lavare : Nan ! Rei a ri brema ; anez me a gemero dre nerz. 17 Ha pec’hed an dud iaouank ze a oa gwal vras dirag an Aotrou ; rag an dud a zisprije prof an Aotrou.

18 Ha, Samuel, en bugel, gourizet gant eun efod lin, a serviche dirag an Aotrou. 19 Hag he vam a rea dezhan eur vantel vihan, pehini a zigase dezhan bep bloaz, pa binie gant he fried evit kinnig ar sakrifis bloaziek. 20 Hag Heli a vennigaz Elkana hag he vreg, hag e lavaraz : Ra lakao an Aotrou ac’hanout da gaout bugale euz ar vreg ma, evit ar prest he deuz hi groet d’an Aotrou ! 21 Hag e tistrojont d’ho c’hear. Hag an Aotrou a welaz Anna, pehini a gonsevaz hag a c’hanaz tri mab ha diou verc’h. Hag ar Samuel iaouank a greske en kichen an Aotrou.

22 Hag Hell a oa gwal goz, hag e c’hanavezaz kement holl a rea he vibien da holl Israel, ha penaoz e kouskent gant ar gragez pere en em zastume euz dor tabernakl ar c’halvedigez. 23 Hag e lavaraz dezhei : Perag e ret-hu eun hevelep traou ? rag gouzout a ran abeurz an holl bobl hoc’h oberiou fall ; 24 na rit ket evel se, va mibien ; ar vrud a glevan n’eo ket mad ; lakaat a rit en dizentidigez pobl an Aotrou. 25 Mar pec’h eun den a enep eun den all, Doue hen barn ; mes mar pec’h unan benag a enep an Aotrou, piou a bedo evithan ? Mes na zentchont ket euz mouez ho zad, rag an Aotrou a felle dezhan ho lakaat d’ar maro. 26 Koulskoude ar Samuel iaouank a greske, hag a blije d’an Aotrou ha d’an dud.

27 Hag, eun den abeurz Doue a zeuaz da gaout Heli, hag a lavaraz dezhan : Evelhen hen deuz lavaret an Aotrou : N’Hen d’oun me ket diskleriet da di da dud, pa oant en Ejipt, en ti Faraon ? 28 Hag Em euz he zibabet, a douez holl boblou Israel, evit beza ma sakrifier, evit kinnig var ma aoter, evit leski ar parfurnou, ha dougen an efod dirazoun ; hag Em euz roet da di da dad holl brofou bugale Israel pere a vez groet dre an tân. 29 Perag hoc’h eus-hu taolet d’ho treid va sakrifis ha va frof, pehini em euz gourc’hemennet da ober em choumach ? Ha perag ec’h euz-te enoret da vibien muoc’h evid Oun, evit en em larda euz ar gwella euz profou Israel, ma fobl ! 30 Dre ze, an Aotrou, Doue Israel, a lavar : Lavaret Em boa penaoz da di ha ti da dad a valeje diraz Oun da viken ; mes brema, an Aotrou a lavar : Pell ouzin ar sonj ze ! rag enori a rin ar re a enor ac’hanoun, mes ar re am disprij a vezo disprijet. 31 Setu, an deiziou a zeuo ma troc’hin da vreac’h, ha breac’h ti da dad, en hevelep doare ma na vezo den koz ebet en da di ; 32 hag e weli eun enebour em zi, enpad ma kaso Doue pep sort madou da Israel, ha na vezo biken den koz en da di. 33 Hag an hini euz da re pehini n’am bezo ket lamet euz kichen da aoter, a vezo evit kuzumi da zaoulagad ha trubuli da ine ; hag holl vugale da di a varvo en kreiz ho oad. 34 Hag ar pez en em gavo gant da zaou vab, Ofni ha Fine, a zervicho da zîn d’id ; mervel a rafont ho daou er memeuz deiz. 35 Ha Me a lakao d’in eur sakrifier fidel ; ajisa a raio hervez ma c’haloun hag hervez ma ine ; me a savo dezhan eun ti paduz, hag e valeo atao dirag va Eoliet. 36 Ha piou benag a vezo choumet a zemorant euz da di, a zeuo d’en em stoui dirazhan, evit kaout eur pez arc’hant hag eun tam bara, hag e lavaro dezhan : Laka ac’hanoun, me az ped, da vont en unan a gargou ar velegiach, evit dibri eun tam bara.


3 Hag, ar Samuel iaouank a zarviche an Aotrou, dirag Heli ; ha gir an Aotrou a oa ral en deiziou ze, hag ar gweledigeziou n’he oant ket kommun. 2 Hag e c’hoarvezaz evel ma oa eun deiz Heli gourvezet en he lec’h. Mes he zaoulagad a gommanse tevalaat, ha n’he helle ken gwelet. 3 Lampr Doue n’he oa ket c’hoaz maro, ha Samuel a oa kousket

238