Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/249

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. SAMUEL, 4.

en templ an Aotrou, el lec’h ma oa arc’h Doue ; 4 neuze an Aotrou a c’halvaz Samuel, hag hen a respountaz : Setu me ama ! 5 Hag e redaz da gaout Heli, hag e lavaraz dezhan : Setu me ama, rag galvet ec’h euz ac’hanoun. Mes Heli a lavaraz : N’em euz ket galvet ac’hanout ; distro, ha kousk. Hag ez eaz hag e kouskaz. 6 Hag an Aotrou a c’halvaz c’hoaz Samuel, ha Samuel a savaz hag az eaz da gaout Heli, hag a lavaraz : Setu me, rag ma galvet ec’h euz. Hag Heli a lavaraz : Va mab, n’em euz ket galvet ; distro, ha kousk. 7 Ha, Samuel ne anaveze ket c’hoaz an Aotrou, ha komz an Aotrou n’he oa ket bet c’hoaz diskleriet dezhan. 8 Hag an Aotrou a c’halvaz c’hoaz Samuel evit an drede gwech, hag e savaz, hag ez eaz da gaout Heli, hag e lavaraz : Setu me, rag ma galvet ec’h euz. Hag Heli a gomprenaz e c’halve an Aotrou ar bugel ze. 9 Neuze Heli a lavaraz da Samuel : Kea, ha kousk ; ha mar gelver ac’hanout, e lavari : Komz, Aotrou ; rag da zervicher a zelaou. Samuel a ieaz eta, hag a gouskaz en he lec’h. 10 Hag an Aotrou a zeuaz, hag en em dalc’haz eno, hag e c’halvaz, evel er gwechou all, Samuel, Samuel ! Ha Samuel a lavaraz : Komz ; rag da zervicher a zelaou.

11 Neuze an Aotrou a lavaraz da Samuel : Setu, ez an da ober en Israel eun dra pehini na hello den klevet anez ma tinto he ziouskouarn ; 12 en deiz se, me a raio a enep Heli kement em euz lavaret a enep he di ; kommans hag achui a rin. 13 Rag e aliet em euz penaoz ez een da gastia he di evit biken, abalamour d’ar fallentez hen deuz anavezet, hag evit pehini he vibien a zo en em lakeat euzuz, hep ma hen deuz ho c’hastiet. 14 Dre ze, em euz touet da Heli penaoz biken fallentez ti Heli na vezo dic’haouet, na dre zakrifis, na dre offrans.

15 Ha Samuel a choumaz kousket bete ar beure, goude e tigoraz doriou ti an Aotrou. Ha, Samuel hen doa aoun da ziskleria ar welidigez ze da Heli. 16 Mes Heli a c’halvaz • Samuel, hag a lavaraz : Samuel, va mab ; hag e respountaz : Setu me ama ! 17 Hag Heli a lavaraz : Pehini eo ar gomz Hen deuz lavaret d’id ? Da bedi a ran, ne c’hus ket ouzin. Ra raio Doue d’id hervez an diveza rustler, mar kuzez eur gir hepken ouzin euz kement Hen deuz lavaret d’id. 18 Samuel eta a ziskleriaz dezhan an holl c’hiriou ze, ha n’he guzaz netra outhan. Hag Heli a respountaz : An Aotrou eo, ra raio evel ma kavo hen mad !

19 Ha Samuel a zeue bras, hag an Aotrou a oa ganthan, ha na lezaz da gweza d’an douar nikun euz he gomzou. 20 Hag holl Israel, adaleg Dan bete Beer-Sheba, a anaveze he oa lakeat Samuel da brofed d’an Aotrou. 3 Hag an Aotrou a gendalc’he d’en em diskouez en Silo ; rag an Aotrou en em disklerie da Samuel, en Silo, dre gomz an Aotrou. Ha komz Samuel a oe evit Israel holl.


4 Hag Israel a ieaz en brezel a enep ar Filistined, hag a gampaz tost d’Eben-Ezer ; hag ar Filistined a gampaz en Afek. 2 Hag ar Filistined en em renkaz en brezel a enep Israel ; hag ar gann a gommansaz, hag Israel a oe kannet gant ar Filistined, pere a lazaz en kan renket var ar meaz, vardro pevar mil den. 3 Hag ar bobl o veza distroet d’ar c’han, re ansien Israel a lavare : Perag Hen deuz an Aotrou hon lezet da veza kannet hirie gant ar Filistined ? Lekeomp arc’h konvenans an Aotrou da zont euz Silo, ha ma teuo en hon c’hreiz, ha ma hon delivro a zorn hon enebourien. 4 Ar bobl a gasaz eta da Silo, a belec’h e oe digaset arc’h konvenans Aotrou an armeou, pehini a choum entre ar cherubined ; ha daou vab Heli, Hofni ha Fine, a oa eno gant arc’h konvenans Doue.

5 Hag evel ma ez ea arc’h an Aotrou er c’han, Israel holl a loskaz kriadennou ken bras, ma sounaz an douar. 6 Hag ar Filistined, o klevet trouz ar c’hriadennou a joa, a lavaraz : Petra eo ar c’hriadennou a joa vras ze en kan an Hebreed ? Hag e c’hanavejont e oa deuet arc’h an Aotrou d’ar c’han. 7 Hag ar Filistined ho doe aoun, rag lavaret a reent : Doue a zo deuet d’ar c’han ; hag e lavarjont : Gwalheur deomp ! rag n’e oa ket evel se en deiziou tremenet ; gwalheur deomp ! 8 piou hon lamo euz dorn an Doueou gallouduz se ? An Doueou ze eo ar re ho deuz skoet an Ejiptsianed a bep sort gouliou en distro. 9 Filistined, en em nerzet, ha bezit tud, gant aoun na vefac’h esklaved d’an Hebreed, evel ma int bet ho re ; bezit eta tud, ha brezelliet. 10 Ar Filistined a vreselliaz eta, hag

239