Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/251

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. SAMUEL, 7.

an Aotrou ? Disket deomp penaoz he c’hasfomp-ni d’he flas. 3 Hag int a respountaz : Mar kasit kwit arc’h Doue Israel, n’he c’haset ket kwit en goullo ; mes na vanket ket da bea dezhi eur prof evit ar pec’hed ; neuze e vefeet iac’heet, hag ec’h anavefet perag n’eo ket en em dennet he zorn a zivarnoc’h. 4 Hag e leverjont : Pez sort prof a rofomp-ni dezhan evit ar pec’hed ? Hag int a respountaz : Hervez niver prinsed ar Filistined, pemp reor aour, ha pemp logoden aour ; rag eur memeuz gouli a zo bet varnoc’h holl, ha var ho prinsed. 5 Ober a refet eta imajou euz kollou-goad, hag imajou euz al logod pere a c’hlac’har ar vro, hag he rofeet gloar da Zoue Israel ; marteze e skanvao he zorn a zivarnoc’h, hag a zivar ho toueou, hag a zivar ho pro. 6 Ha perag he kaledfac’h-hu ho kaloun, evel ma kaledaz an Ejiptsianed ha Faraon ho hini ? Goude ma Hen doa groet enep dezhei he vurzudou, n’ho lesjont-int ket da vont kwit ? 7 Brema eta kemerit peadra da ober eur c’har nevez, ha diou vuoc’h pere a ro da zena, var bere n’euz ket c’hoaz lakeât ar ieog ; ha staget an diou vuoc’h ze euz ar c’har, ha digasit ho re vihan d’ar gear. 8 Kemerit goude arc’h an Aotrou, ha lakeat anezhei var ar c’har ; ha lakait al labouriou aour, pere ho pezo paeet dezhi en sakrifis evit ar pec’hed, en eur c’houffik, en he c’hichen, ha kasit anezhi, ha ma ez ai kwit. 9 Goude, sellit ; mar pin da gaout Beth-Shemesh, dre hent an harz, eo an Aotrou an hini Hen deuz groet deomp an drouk bras ze ; ma ne ra ket, ni a anavezo penaoz he zorn n’hen deuz ket stoket ennomp, mes eo kement ma c’hoarvezet dre zarvoud.

10 Hag an dud ma a reaz evel se. Kemer a rejont diou vuoc’h pere a roe da zena, hag e stakjont anezhei euz ar c’har, hag e tastumjont ho re vihan er gear ; 11 hag e lakajont arc’h an Aotrou var ar c’har, hag ar c’houffik, gant al logod hag imajou ar reorou. 12 Neuze ar buoc’hed a gemeraz eeün hent Beth-Shemesh, hag a zalc’haz atao ar memeuz hent, o vale hag o vleujal ; ha na zistrojont nag a zeou nag a gleiz ; ha prinsed ar Filistined a ieaz var ho lerc’h beteffiarz Beth-Shemesh.

13 Ha, tud Beth-Shemesh a vede ed en draounien ; hag e savjont ho daoulagad, hag e weljont an arc’h, hag en em laouenajont euz he gwelet. 14 Hag ar c’har a zeuaz en park Josue, euz Beth-Shemesh, hag e choumaz eno. Hag, eno e oa eur mean bras, hag e oe faoutet koad ar c’har, ha kinniget ar buoc’hed en sakrifis-losk d’an Aotrou ; 15 hag al Levited a ziskennaz arc’h an Aotrou, hag ar c’houffik pehini a oa en he c’hichen, en pehini he oa al labouriou aour, hag ho lekejont var ar mean bras. En deiz se, tud Beth-Shemesh a ginnigaz sakrifisou-losket ha sakrifisou d’an Aotrou. 16 Ha pemp prins ar Filistined, o veza gwelet kement se, a zistroaz en deiz ze memeuz da Ekron.

17 Ha setu ar reorou a roaz ar Filistined d’an Aotrou, en sakrifis evit ar pec’hed ; unan evit Asdod, unan evit Gaza, unan evit Askelon, unan evit Gath, unan evit Ekron. 18 Hag e oa logod aour, hervez niver holl geariou ar Filistined pere a oa dindan ar pemp prins, ken euz ar c’heariou zerret evel euz ar bourkou hep mogeriou. Hag ar mean bras var behini e oa lakeat arc’h an Aotrou, a zo c’hoaz bete hirie en park Josue a Veth-Shemesh.

19 Hag an Aotrou a skoaz tud Beth-Shemesh, abalamour ma ho doa zellet en arc’h an Aotrou ; hag e skoaz entouez ar bobl dek den ha tri-ugent, hag hanter kant mil den. Hag ar bobl a oe en kaon, abalamour ma hen doa an Aotrou he skoet gant eur gouli bras. 20 Neuze re Beth-Shemesh a lavaraz : Piou a helfe choum dirag an Aotrou, an Doue zantel ze ? Ha da gaout piou e pinio Hen o pellaat ouzomp-ni ? Hag e kaschont kannaded da Girjath-Jearim, da lavaret dezhei : Ar Filistined ho deuz digaset arc’h an Aotrou d’ar gear ; diskennit, hag he c’hassit-hi ganeoc’h.

7 Neuze, tud Kirjath-Jearim a zeuaz, hag a lakeaz arc’h an Aotrou da biniat, hag e lekejont anezhi en ti Abinadab, var an dosen, hag he kensagrjont Eleazar, he vab, evit diwall arc’h an Aotrou.

2 Hag, abaoe an deiz ma oa lakeat arc’h an Aotrou en Kirjath-Jearim, e oa pell bras ; hag e oa ugent vloaz a gement se, pa en em lekeaz Israel holl da huanadi varlerc’h an Aotrou. 3 Ha Samuel a gomzaz da holl di Israel, o lavarout : Mar distroet euz ho c’holl galoun d’an Aotrou, lamit euz ho touez an doueou

241