Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/252

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. SAMUEL, 8.

diaveziad hag an Ashtharoth, ha distroet ho kaloun euz an Aotrou, hag He zervichet hepken, hag He lamo ac’hanoc’h euz dindan dorn ar Filistined. 4 Neuze bugale Israel a lamaz kwit ar Baalim hag an Ashtharoth, hag a zervichaz an Aotrou hepken.

5 Ha Samuel a lavaraz : Dastumet Israel holl en Mitspa, ha me a bedo an Aotrou evidoc’h. 6 En em dastum a rejont eta en Mitspa, hag e tenjont dour eno, pehini a skuljont dirag an Aotrou ; hag e iunjont en deiz se, hag e leverjont : Ni hon euz pec’het a enep an Aotrou ! Ha Samuel a varnaz bugale Israel en Mitspa.

7 Ha, pa glevaz ar Filistined oa en em dastumet bugale Israel en Mitspa, prinsed ar Filistined a biniaz a enep Israel. Ha pa anavezaz bugale Israel kement ma, ho doe aoun dirag ar Filistined ; 8 ha bugale Israel a lavaraz da Samuel : Na baouez ket da grial evidomp d’an Aotrou, hon Doue, abalamour ma lamo ac’hanomp a zindan dorn ar Filistined. 9 Neuze Samuel a gemeraz eun oan leaz, hag a ginnigaz anezhan holl d’an Aotrou en sakrifis-losk ; ha Samuel a griaz d’an Aotrou evit Israel, hag an Aotrou a zelaouaz anezhan. 10 Hag e c’hoarvezaz, evel ma kinnige Samuel ar sakrifis-losk, ma tostaez ar Filistined evit brezelia a enep Israel ; mes an Aotrou a lekeaz ar c’hurunou da ober eun drouz vras var ar Filistined en deiz se, hag ho lekeaz en tec’h, hag he oent kannet dirag Israel. 11 Ha tud Israel a ieaz euz Mitspa, hag a genredaz ar Filistined, hag a skoaz anezhei bete izelloc’h evit Beth-Car.

12 Neuze Samuel a gemeraz eur mean, hag he lekeaz entre Mitspa hag ar roc’h, hag hen hanvaz Eben- Ezer, hag he lavaraz : An Aotrou Hen deuz hon zikouret bete ama. 13 Hag ar Filistined a oe izeleet, ha na zeujont ken var douar Israel ; ha dorn an Aotrou a oe a enep ar Filistined enpad holl amzer Samuel. 14 Hag ar c’heariou ho doa ar Filistined kemeret var Israel, a zistroaz da Israel, adaleg Ekron bete Gath, gant ho douar. Israel ho lamaz a zorn ar Filistined, hag e oe peoc’h entre Israel hag an Amoreaned.

15 Ha Samuel a varnaz Israel holl deiziou he vuez. 16 Mont a rea bep bloaz da ober an dro da Vethel, ha da C’hilgal, ha da Vitspa, hag he varne Israel en holl leoc’hiou ze. 17 Goude e tistroe da Rama, rag eno e oa he di, hag eno he varne Israel ; hag e savaz eno eun aoter d’an Aotrou.


8 PA oa deuet Samuel da veza koz, e lakeaz he vibien da varnerien Israel. He genta-ganet a oe hanvet Joel, hag an eil Abija ; 2 hag e varnent en Beer-Sheba. 3 Hag he vibien na valejont ket en he hencholl, mes distrei a reent evit klask ar gounid ; hag e kemerent roou, hag he koljont an droet.

4 Neuze holl re ansien Israel en em dastumaz, hag a zeuaz da gaout Samuel da Rama ; 5 hag e leverjont dezhan : Setu, out deuet da veza koz, ha da vibien na valeont ket en da hencholl ; brema, laka eta varnomp eur roue evit hon barna, evel ma ho deuz an holl boblou. 6 Hag ar gomz ze a zisplijaz da Samuel, abalamour ma ho doa lavaret : Ro deomp eur roue evit hon barna ; ha Samuel a bedaz an Aotrou. 7 Hag an Aotrou a lavaraz da Samuel : Sent euz mouez ar bobl, en kement ha ma lavaro d’id ; rag n’eo ket te eo ho deuz taolet kwit, mes Me eo ho deuz taolet kwit, evit na renjen ken varnezhei. 8 Hervez an holl oberiou ho deuz groet, abaoe an deiz en pehini Em euz ho lekeat da biniat euz an Ejipt bete hirie, hag er memeuz doare ma ho deuz va dilezet ha zervichet doueou all, ober a reont er memeuz doare en da genver. 9 Brema eta, sent euz ho mouez ; koulskoude n’he vank ket da brotesti en ho enep, ha da zizkleria dezhei penaoz e raio dezhei ar roue a reno varnezhei.

10 Neuze Samuel a lavaraz holl c’hiriou an Aotrou d’ar bobl, pere ho doa goulennet eur roue diganthan. 11 Hag e lavaraz : Setu ama petra a raio deoc’h ar roue pehini a reno varnoc’h. Kemer a raio ho mibien, hag e lakaio anezhei var he girri hag entouez he gavalierien, hag e redfont araog he gar ; 12 kemer a raio ive outhei evit beza mestrou he villierou, ha mestrou a hanter kanchou ; evit labourat he barkeier, evit dastum he ed, hag evit ober he venfiou a vrezel, hag an denn euz he girri. 13 Kemer a raio ive ho merc’hed, evit ober outhei parfumerezed, keginerezed, ha baraerezed ; 14 kemer a raio ive ho parkeier, ho kwiniennou hag ho kwez olivez ar re wella, hag

242