Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/253

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. SAMUEL, 9.

e roio anezhei d’he zervicherien. 15 Sevel a raio an deog euz ho kreun hag euz ho kwiniennou ; ha he roio anezhan d’he eunuked ha d’he vevelien ; 16 kemer a raio ho mevelien hag ho mitizien, hag an dibab euz ho tud iaouank, hag hoc’h ezen, hag ho implijo d’he labouriou ; 17 deogi a raio ho tropellou, hag e vefeet he esklaved. 18 Krial a refet, en deiziou ze, abalamour d’ho roue, pehini ho pezo choazet, mes an Aotrou n’ho selaouo ket.

19 Mes ar bobl na fellaz ket dezhi zelaou mouez Samuel, hag e leverjont : Nan ! mes beza he vezo eur roue varnomp, 20 ha ni a vezo, ni ive, evel an holl boblou ; hag hon roue hon barno, hag a ielo araog deomp, hag hon reno d’ar brezellou. 21 Ha Samuel a glevaz holl gomzou ar bobl, hag ho lavaraz dirag diouskouarn an Aotrou. 22 Hag an Aotrou a lavaraz da Samuel : Sent euz ho mouez, ha laka varnezhei eur roue. Ha Samuel a lavaraz da dud Israel : It, pep hini ac’hanoc’h d’he gear.


9 Ha beza oa eun den euz Benjamin, hanvet Kis, mab Abiel, mab Tseror, mab Bekorah, mab Afiak, mab eur Benjamit, ha den nerzuz. 2 Eur mab hen doa, hanvet Saül, iaouank ha kaer, hag hini ebet a vugale Israel na oa kaeroc’h evithan ; ha treuz he ziouskoaz hen doa dreist ar bobl holl.

3 Hag, azenezed Kis, tad Saül, a oa en em gollet ; ha Kis a lavaraz da Saül, he vab : Kemer brema ganez unan euz ar mevelien, sav-te, ha kea da glask an azenezed. 4 Tremen a reaz eta dre venez Efraim, hag e tremenaz dre vro Shalisha, mes n’ho c’havjont ket ; goude he tremenjont dre vro Shaalim, ha n’he oant ket eno ; tremen a rejont neuze dre vro Benjamin, ha n’ho c’havjont ket. 5 Pa oent deuet da vro Tsuf, Saül a lavaraz d’he vevel, pehini a oa ganthan : Deuz, ha distroomp ac’han, gant aoun na baouezfe va zad d’en em diezi abalamour d’an azenezed, ha ma vefe en poan abalamour deomp. 6 Mes hen a lavaraz dezhan : Setu ama, me az ped, beza ez zo er gear ma eun den Doue, hag hennez a zo eun den enoret, ha kement a lavar a eru ; deomp di brema ; marteze e tisko deomp an hent a dleomp heuil. 7 Ha Saül a lavaraz d’he vevel : Mes mar deomp di, petra a gasfomp-ni d’an den ze ? rag hon zier a zo goullo a vevans, ha n’hon deuz prof ebet da gas da zen Doue. Petra hon euz ganeomp ? 8 Hag ar mevel a respountaz a nevez da Saül, hag a lavaraz : Setu ama en em gav c’hoaz entre va daouarn ar c’hart euz a eur sikl arc’hant ; me hen roio d’an den a Zoue, hag he tisko deomp hon hent. 9 (Gwech all en Israel, pa ez eat da guzuli Doue, e lavaret evelhen : Deuet, deomp bete ar Gweler ; rag an hini a hanver hirie ar profed, a c’halvet gwech all ar Gweler.) 10 Ha Saül a lavaraz d’he vevel : Lavaret mad ec’h euz ; deuz, deomp. Hag ez ejont d’ar gear en pehini e oa den Doue.

11 Evel ma pinient dre c’hra gear, he kavjont merc’hed iaouank pere a iea da denna dour, hag e leverjont dezhei : Beza ema ar Gweler ama ? 12 Hag int a respountaz dezhei, hag a lavaraz : Beza ema, setu hen dirazout ; hast-te brema ; rag hirie eo deuet en kear, abalamour ma ra ar bobl hirie eur sakrifis var al lec’h huel. 13 Adaleg ma vefeet eet en kear, c’hwi a gavo anezhan, araog ma pinio d’al lec’h huel evit dibri ; rag ar bobl na zebro ket ken a vezo deuet, rag hen a dle benniga ar sakrifis ; goude ze ar re a zo pedet a zebro outhan. Piniet eta brema ; rag he gaout a refet zur hirie. Piniet a rejont eta en kear. 14 Evel ma ez eent en kreiz kear, setu, Samuel, pehini a iea da biniat d’al lec’h huel, o diarogaz.

15 Hag, eun deiz araog ma teuaz Saül, an Aotrou Hen doa groet eun diskleridigez da Samuel, o lavarout : 16 Varc’hoaz d’an heur ma memeuz, Me a gaso d’id eun den a vro Benjamin, hag hec’h eoli anezhan evit beza rener d’am fobl Israel, hag hen a lamo va fobl a zorn ar Filistined. Rag sellet Em euz euz va fobl, abalamour ma eo deuet he c’harm bete ennoun. 17 Ha pa hen doe Samuel gwelet Saül, an Aotrou a lavaraz dezhan : Setu ama an den a behini em euz komzet ouzit ; hen eo an hini a reno var va fobl.

18 Ha Saül a dostaaz euz Samuel, en kreiz an nor, hag a lavaraz : Kelen d’in, me az ped, pelec’h ema ti ar Gweler ! 19 Ha Samuel a respountaz da Saül, hag a lavaraz : Me eo ar Gweler. Pin dirazoun el lec’h huel, ha c’hwi a zebro hirie ganen ; ha me a lezo ac’hanout da vont kwit er mintin, ha me a zisklerio d’id kement a zo en da galoun. 20 Mes divarben