Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/254

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. SAMUEL, 10.

an azenezed ec’h euz kollet, beza ez euz hirie tri deiz, n’en em nec’h ket a ze, rag adkavet int. Ha var zu piou eo he c’hasten holl c’hoant Israel ? N’eo ket var zu ennout-te, ha var zu holl di da dad ? 21 Ha Saül a respountaz hag a lavaraz : N’hen d’oun me ket Benjamit, euz an distera poblad a Israel, ha va famil n’eo hi ket ar vihana euz holl famillou poblad Benjamin ? Ha perag ec’h euz-te dalc’het komzou evel se d’in ?

22 Samuel a gemeraz Saül hag he zervicher, hag ho lekeaz da vont er zal, hag a roaz dezhei eur plas en penn ar re bedet, pere a oa vardro tregont den. 23 Ha Samuel a lavaraz d’ar c’heginer : Ro al loden em euz roet d’id, ha pehini em boa lavaret d’id miret. 24 Neuze ar c’heginer a gemeraz ar skoaz, gant ar pez a zo varnezhan, hag he lakeaz dirag Saül. Ha Samuel a lavaraz : Setu ama ar pez a zo bet miret ; laka anezhan dirazout, ha debr, rag miret eo bet d’id aben an heur ma, pa em boa sonjet pedi ar bobl. Ha Saül a zebraz gant Samuel en deiz ze.

25 Disken a rejont goude euz al lec’h huel en kear, ha Samuel a gomzaz gant Saül var ar platform. 26 Goude e savjont beure mad, ha da c’houlou deiz, Samuel a c’halvaz Saül var ar platform, hag a lavaraz dezhan : Sav te, ha me az lezo da vont. Saül a savaz eta, hag ez ejont ho daou er meaz, hen ha Samuel. 27 Evel ma tiskennent da draoun kear Samuel a lavaraz da Saül : Lavar d’ar mevel tremen araog deomp (hag he tremenaz) ; mes te, choum he za brema, ma rin d’id klevet gir Doue.


10 Ha, Samuel a gemeraz eur vuredad eol, pehini a skuliaz var benn Saül ; neuze e pokaz dezhan, hag he lavaraz : An Aotrou ha n’Hen deuz-Han ket eoliet ac’hanout evit beza rener he heritach ? 2 Hirie pa vezi eat diganen me, te gavo, tost da vez Rachel, var harz Benjamin, en Tseltsach, daou den pere a lavaro d’id : An azenezed pere e oaz eet da glask a zo bet kavet ; ha setu, da dad na sonj ken en azenezed, mes en poan ema ac’hanoc’h, o lavaret : Petra a rin evit adkaout va mab ? 3 Ha pa vezi eet ac’hane muoc’h araog, ha ma vezi deuet bete derven an Tabor, te a vezo diaroget gant tri den pere a bin da gaout Doue, da Vethel, ha pere a zoug, unan anezhei teir c’havrik, egile teir gwastel vara, hag egile eul lestrad gwin ; 4 hag int a c’houlenno ouzit penaoz a rez, hag he rofont d’id daou vara, pere a gemeri eus ho daouarn. 5 Goude ze he teui da Guibea-Elohim, el lec’h ema gward ar Filistined ; hag e c’hoarvezo penaoz o vont en kear, te a gavo eur vanden brofeded, o tisken euz al lec’h huel, o kaout ganthei eul liren, eun taboulin, eur sutel hag eun delen, ha pere a brofetizo : 6 neuze Spered an Aotrou a grogo ennout, ha te a brofetizo ganthei, hag e vezi chanchet en eun den all. 7 Ha pa vezo ar siniou ze en em gavet ganez, gra kement en em diskwezo da ober ; rag Doue a zo ganez. 8 Goude e tiskenni dirazoun, da Guilgal ; ha setu, me a ziskenno d’az kaout, evit kinnig sakrifisou-losk ha sakrifisou a beoc’h ; gortoz a ri seiz devez, bete ma en em gavin he kichen, ha me a zisklerio d’id ar pez az pezo da ober.

9 Ha, ragtal evel ma hen doa Saül troet he gein evit mont kwit digant Samuel, Doue a chanchaz dezhan he galoun, hag a roaz dezhan unan all, hag an holl siniou ze a eruaz ganthan en deiz ze.

10 Pa oant eruet en Guibea, setu, eur vanden brofeded a zeuaz dirazhan ; ha Spered Doue a grogaz ennhan, hag e profetizaz en ho zouez. 11 Ha pa welaz ar re holl pere hen anaveze diagent, penaoz he profetize gant ar brofeded, an dud a lavaraz an eil d’egile : Petra eta a zo eruet gant mab Kis ? Saül ha beza ema ive entouez ar brofeded ? 12 Hag unan benag ac’hane a respountaz, hag a lavaraz : Ha piou eo ho zad ? Dre ze kement se a dremenaz en lavar : Saül ive beza ema entouez ar brofeded ? 13 Neuze e paouezaz da brofetiza, hag e teuaz d’al lec’h huel.

14 Hag eun eontr da Saül a lavaraz da Saül ha d’he vevel : Pelec’h hoc’h-hu eat ? Hag hen a respountaz : Da glask an azenezed ; mes o welet n’ho c’havemp ket, omp eet da gaout Samuel. 15 Hag eontr Saül a lavaraz dezhan : Diskleri d’in, me az ped, ar pez hen deuz Samuel lavaret deoc’h. 16 Ha Saül a lavaraz d’he eontr : Lavaret hen deuz deomp e oa kavet an azenezed ; mes na ziskleriaz ket dezhan ar c’homzou hen doa Samuel lavaret divarben ar rouelez.

17 Ha, Samuel a zastumaz ar bobl, dirag an Aotrou, en Mitspa ; 18 hag e lavaraz da vugale Israel : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, Doue Israel : Lakeat Em euz Israel da biniat euz an Ejipt, hag Em euz ho

244