Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/255

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. SAMUEL, 11, 12.

tennet a zorn an Ejiptsianed, hag euz dorn an holl rouantelezou pere ho kwaske ; 19 hag hirie he taolet kwit ho Toue, pehini hen deuz ho lamet euz ho c’holl boaniou hag euz ho c’holl glac’hariou, hag e livirit : Nan, mes laka eur roue varnomp. En em diskwezet eta brema dirag an Aotrou, hervez ho pobladou, hag hervez ho millierou. 20 Neuze Samuel a lakeaz da dostaat holl bobladou Israel ; ha pobl Benjamin a oe merket. 21 Goude, e lekeaz poblad Benjamin da dostaat dre famillou, ha famil Matri a oe merket ; goude Saül, mab Kis, a oe merket, hag e klaskent anezhan ; mes n’he oa ket kavet. 22 Hag e kuzultjont c’hoaz an Aotrou, o lavarout : Ha deuet e zo c’hoaz eun den ama ? Hag an AOTROU a lavaraz : Setu hen kuzet entouez an traou. 23 Hag e redjont, hag e tenjont anezhan ac’hane, hag en em lekeaz dirag ar bobl ; hag adaleg he ziouskoaz e oa huelloc’h evit ar bobl holl. 24 Ha Samuel a lavaraz d’ar bobl holl ; Gwelet a ret-hu an hini Hen deuz an Aotrou dibabet ? N’hen deuz ket entouez ar bobl holl hag a vefe henvel outhan. Hag an holl bobl a loskaz kriadennou a joa, hag a lavaraz : Ra vevo ar roue !

25 Neuze Samuel a lavaraz dirag ar bobl droet ar rouantelez, hag e skrivaz anezhan en eul levr, pehini a lakeaz dirag an Aotrou. Goude Samuel a gasaz kwit an holl bobl, pep hini d’he di. 26 Saül ive a ieaz en he di da Guibea, hag an dud a vrezel, a bere Hen doa Doue tenereet ar galoun, a ieaz ganthan. 27 Mes beza e oe tud fall pere a lavaraz : Penaoz he tiboanfe hema ac’hanomp ? Hag e tisprijont anezhan, ha na zigaschont prof ebet dezhan ; mes ober a reaz ar bouzard.


11 Ha, Nakash, an Ammonit, a biniaz, hag a gampaz enep Jabes a C’halaad ; hag holl dud Jabes a lavaraz da Nakash : Gra konvenans ganeomp, ha ni a zervicho ac’hanout. 2 Mes Nakash, an Ammonit, a respountaz dezhei : Me en em glevo ganeoc’h en doare ma kreuvin deoc’h holl ho lagad deou, ha ma lakain an dismegans ze var Israel holl. 3 Ha re ansien Jabes a lavaraz dezhan : Ro deomp seiz devez ehan, ha ni a gaso kannaded dre holl douar Israel, ha ma na ve den d’hon delivra, ni en em roio d’id. 4 Ar gannaded a zeuaz eta da Guibea, kear Saül, hag a lavaraz ar c’homzou ze d’ar bobl ; hag ar bobl a zavaz he mouez hag a c’harmaz. 5 Ha setu, Saül a zistroe euz ar parkeier varlerc’h he ijened, hag e lavaraz : Petra eta hen deuz ar bobl da wela evel se ? Hag e oe lavaret dezhan ar pez ho doa lavaret re Jabes. 6 Ha, Spered Doue a grogaz en Saül, pa glevaz ar giriou ze, hag ez eaz en eur goler vras ; 7 hag e kemeraz eur c’houblad ijened, hag ho zroc’haz a dammou, pere a gasaz en holl douar Israel, dre ar gannaded, o lavarout ; Groet he vezo er memeuz tra da ijened ar re na zeufont ket er meaz varlerc’h Saül ha Samuel. Hag ar spount euz an Aotrou a grogaz er bobl, hag ez ejont er meaz evel eun den hepken. 8 Hag e reaz ar zell outhei en Bezek ; hag e oa tri c’hant mil den a vugale Israel, ha tregont mil a dud Juda. 9 Goude, e leverjont d’ar gannaded pere a oa deuet : Komz a refeet evel-hen da dud Jabes a C’halaad : C’hwi a vezo delivret varc’hoaz, pa vezo an heol en he nerz. Neuze ar gannaded a zistroaz hag a ziskleriaz ze da dud Jabes, pere en em laouenaez a gement se. 10 Ha tud Jabes a lavaraz d’an Ammonited : Varc’hoaz ni en em rento deoc’h, ha c’hwi a raio deomp ar pez a gavfet a vezo mad. 11 Mes, an deiz varlerc’h, Saül a lakeaz ar bobl en teir banden, hag ez ejont er c’han da veilliaden ar beure, hag e kanjont an Ammonited bete tomder an deiz ; hag ar re a vanaz a oa ken sklabezet, ken na choumaz ket daou anezhei asamblez.

12 Hag ar bobl a lavaraz da Samuel : Piou a lavare : Ren a rafe Saül varnomp ? Roit deomp an dud ze, ha ni ho lakaio d’ar maro. 13 Mes Saül a lavaraz : Den na vezo lakeat d’ar maro en deiz ma ; rag hirie Hen deuz groet an Aotrou eun delivrans en Israel.

14 Ha Samuel a lavaraz d’ar bobl : Deuet, ha deomp da Guilgal, hag eno e welfont ar rouelez. Hag an holl bobl a ieaz da Guilgal ; hag eno he lekejont Saül da roue, dirag an Aotrou, en Guilgal, hag e kinnigjont sakrifisou a beoc’h dirag an Aotrou. Ha Saül hag holl dud Israel en em laouenaez kalz.


12 Neuze Samuel a lavaraz da holl Israel : Setu, em euz sentet euz ho mouez en kement hoc’h euz lavaret d’in, hag em euz lakeat eur roue varnoc’h ; 2 ha brema, setu ama ar roue pehini a vale araog deoc’h. Evidoun me, me a zo koz, ha dija

245