Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/256

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. SAMUEL, 13.

gwen holl. Setu, va mibien ive a zo ganeoc’h ; hag evidoun me, em euz baleet dirazoc’h, adaleg va iaouankiz, bete hirie. 3 Setu me ama, testeniet a enep d’in dirag an Aotrou ha dirag he eoliet. Digant piou em euz kemeret an ijen ? ha digant piou em euz kemeret an azen ? piou em euz gwasket ? piou em euz mac’het ? hag euz dorn piou em euz kemeret eur ransoun, evit serri va daoulagad varnezhan ? ha me hen distroio deoc’h. 4 Hag int a respountaz : N’ec’h euz ket gwasket ac’hanomp, ha n’ec’h euz ket hon mac’het, ha n’ec’h euz kemeret netra a zorn den. 5 Neuze e lavaraz dezhei : An Aotrou a zo test a enep deoc’h, he eoliet ive a zo test hirie, penaoz n’oc’h euz kavet netra entre va daouarn. Hag int a respountaz Test eo a ze.

6 Neuze Samuel a lavaraz d’ar bobl : An Aotrou eo Hen deuz lekeat Moizez hag Aaron, hag a lakeaz ho tadou da biniat euz bro an Ejipt. 7 Ha brema, en em diskwezit, ha me a bledo ganeoc’h, dirag an Aotrou, var an holl vad oberiou Hen deuz an Aotrou groet deoc’h ha d’ho tadou. 8 Goude ma oa eat Jakob en Ejipt, ho tadou a griaz d’an Aotrou, hag an Aotrou a gasaz Moizez hag Aaron, pere a lakeaz ho tadou da vont meaz euz an Ejipt hag ho lakeaz da choum el lec’h ma. 9 Mes ankwez a rejont an Aotrou ho Doue, hag e lekeaz anezhei entre daouarn Sisera, mestr arme Hatsor, hag entre daouarn ar Filistined, hag entre daouarn roue Moab, pere a reaz brezel dezhan. 10 Neuze, e krijont d’an Aotrou, hag e lavarjont : Ni hon deuz pec’het ; rag dilezet hon deuz an Aotrou, hag hon euz servichet ar Baal hag an Ashtharoth ; mes brema, delivr ac’hanomp a zorn hon enebourien, ha ni a zervicho ac’hanout. 11 Hag an Aotrou a gasaz Jerubbaal, ha Bedan, ha Jefte, ha Samuel, hag E telivraz ac’hanoc’h a zorn hoc’h enebourien, pere a oa endro deoc’h, hag ho c’heuz bevet en zurete. 12 Mes, o welet penaoz Nakash, roue bugale Ammon, a zeue a enep deoc’h, ho c’heuz lavaret d’in : Nan ! mes eur roue a reno varnomp ; Petra benag ma oa an Aotrou ho Toue, ho roue. 13 Ha brema, setu ar roue ho c’heuz choazet, pehini ho c’heuz goulennet ; ha setu, an Aotrou hen deuz lakeat eur roue varnoc’h. 14 Mar doujit an Aotrou, mar zervichit anezhan, mar zentit euz he vouez, ha ma na vec’h ket dizentuz euz gourc’hemen an Aotrou, neuze, ha c’hwi hag ar roue pehini a reno varnoc’h, ho pezo an Aotrou ho Toue dirazoc’h ; 15 mes ma na zentet ket euz mouez an Aotrou, ha mar bezit dizentuz euz gourc’hemen an Aotrou, dorn an Aotrou a vezo a enep deoc’h, evel ma eo bet a enep d’ho tadou. 16 Ha brema gortozit, ha gwelet an dra vras ze ez a an Aotrou da ober dirag ho taoulagad. 17 N’ema ket hirie mederez an ed ? Me a grio d’an Aotrou, hag E lakao kurunou ha glao da ober, abalamour ma anavefet ha ma welfeet pegement eo bras dirag daoulagad an Aotrou an drouk pehini ho c’heuz groet, en eur c’houlen eur roue evidoc’h. 17 Neuze Samuel a griaz d’an Aotrou, hag an Aotrou a lekeaz kurunou ha glao da ober en deiz se ; hag an holl bobl ho doa kalz a aoun dirag an Aotrou ha dirag Samuel.

19 Hag an holl bobl a lavaraz da Samuel : Ped an Aotrou, da Zoue, evit da zervicherien, abalamour na varvfont ket ; rag kresket hon deuz hor pec’hejou all, dre an hini da veza goulennet eur roue, evidomp. 20 Neuze Samuel a lavaraz d’ar bobl : N’ho pezit ket a aoun ; groet oc’h euz an holl drouk ze ; koulskoude n’en em distroet ket euz an Aotrou, mes servichit an Aotrou euz ho c’holl galoun. 21 N’en em zistroet ket a ze, rag beza vefe mont varlerc’h traou a netra, pere na reomp vad ebet, na n’he zelivront ket, abalamour ma int traou netra. 22 Rag an Aotrou na zilezo ket he bobl, abalamour d’he hano bras ; rag fellet eo bet d’an Aotrou ober ac’hanoc’h-hu he bobl. 23 Hag evidoun me, Doue d’am miro da bec’hi a enep an Aotrou, ha da baouez da bedi evidoc’h ; mes kelen a rin deoc’h an hent mad hag ezeün. 24 Doujit hepken an Aotrou, ha servichit anezhan en gwirione, euz ho c’holl galoun ; rag gwelit an traou bras Hen deuz groet en ho kenver. 25 Mar grit ar fall, c’hwi a vezo distrujet, c’hwi hag ho roue.


13 SAÜL hen doa renet eur bloaz ; ha pa hen doe renet daou vloaz var Israel, Saül a choazaz tri mil den a Israel ; 2 beza e oa daou vil ganthan en Mikmash ha var menez Bethel, ha mil a oa gant Jonathan en Guibea

246