Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/257

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. SAMUEL, 14.

Benjamin ; hag e kasaz an nemorant euz ar bobl, pep hini d’he danten. 3 Ha Jonathan a gannaz gward ar Filistined pehini a oa en Gueba, hag ar Filistined a anavezaz kement ze ; ha Saül a reaz soun an drompil dre ar vro holl, o lavarout : Ra selaouo an Hebreed ! 4 Evel se holl Israel a glevaz lavaret : Saül hen deuz kannet gward ar Filistined, ha memeuz, Israel a zo en aru fall entouez ar Filistined. Hag ar bobl a oe dastumet en kichen Saül, en Guilgal.

5 Koulskoude ar Filistined en em dastumaz evit brezelli a enep Israel, gant tregont mil gar ha c’hwec’h mil kavalier, hag eur bobl niveruz evel ar zabren pehini a zo var aot ar mor. Piniat a rejont eta, hag he kampjont en Mikmash, er savheol euz Beth-Ayen. 6 Hag, an Israelited a welaz penaoz e oant en eun diester vras, rag ar bobl a oa spouronet ; hag ar bobl en em gusaz er c’havarniou, er bodennou, entouez ar reier, el lec’hiou kre hag er punsou. 7 Hag Hebreed a dremenaz ar Jourdan, evit mont da vro Gad ha da C’halaad. Koulskoude Saül a oa c’hoaz en Guilgal, hag an holl bobl a heuliaz anezhan en eur grena.

8 Hag e c’hortozaz seiz devez, hervez an amzer merket gant Samuel ; mes Samuel na zeue ket da Guilgal ; hag ar bobl a bellea euz kichen Saül. 9 Heuze Saül a lavaraz : Digasit d’in ar sakrifis-losk hag ar sakrifis a beoc’h ; hag he kinnigaz ar sakrifis-losk. 10 Hag, adaleg ma hen doe achuet da ginnik ar sakrifis-losk, setu, Samuel a eruaz, ha Saül a ieaz araog dezhan evit he zaludi. 11 Mes Samuel a lavaraz : Petra ec’h euz groet ? Saül a respountaz : Pa em euz guelet ez ea ar bobl kwit diganen, ha penaoz na zeuez ket en deiz merket, ha ma oa ar Filistined en em dastumet en Mikmash, 12 em euz lavaret : Ar Filistined a ziskenno brema a enep d’in en Guilgal, ha n’em euz ket pedet an Aotrou ; ha, goude beza evel se en em dalc’het, em euz kinniget ar sakrifis-losk. 13 Neuze Samuel a lavaraz da Saül : Groet ec’h euz follentez, nec’h euz ket miret ar gourc’hemen Hen deuz an Aotrou da Zoue roet d’id ; rag an Aotrou Hen dije brema starteet da ren da viken var Israel. 14 Mes brema, da ren na vezo ket paduz ; an Aotrou Hen deuz klasket eun den hervez he galoun, hag an Aotrou Hen deuz he c’halvet da veza rener he bobl, abalamour ma n’he c’heuz ket miret ar pez Hen doa an Aotrou gourc’hemennet d’id.

15 Goude Samuel a zavaz, hag a biniaz euz Guilgal da Guibea Benjamin. Ha Saül a reaz ar zell euz ar bobl pere en em gave ganthan, hag a oa vardro c’hwec’h kant den.

16 Ha, Saül, hag he vab Jonathan, hag ar bobl pehini en em gave ganthei, en em dalc’he en Guibea Benjamin, hag ar Filistined a oa kampet en Mikmash. 17 Hag e teuaz teir banden er meaz euz a gan ar Filistined evit ober distruj ; unan ar bandennou a gemeraz hent Ofra, var zu bro Shual, 18 ar vanden all a gemeraz hent Beth-Horon, hag an deirved a gemeraz hent an harz a zo dirag traounien Tseboïm, var zu an distro.

19 Hag, en holl vro Israel ne oa marichal ebet ; rag ar Filistined ho doa lavaret : Red eo herzel an Hebreed da ober klezeier na pikou. 20 Hag holl Israel a ziskennaz entreze ar Filistined, pep hini evit lemma he zoc’h, he figel, he voc’hel hag he gwined, 21 pa oa torradennou en lem euz ar gwinedou, ar pigellou, ar ferc’hier, ar bouc’hili, hag evit dresa ar vroudou. 22 Hag e c’hoarvezaz deiz an emgan, ma n’he oe kavet na kleze na gwaf en daouarn an holl bobl pere a oa gant Saül ha Jonathan ; koulskoude e oe kavet reou evit Saül hag evit Jonathan he vab. 23 Hag eur post Filistined a zeuaz er meaz en tremen Mikmash.


14 Hag e c’hoarvezaz eun deiz penaoz Jonathan, mab Saül, a lavaraz d’an den iaouank pehini a zouge he armou : Deuz, ha tremenomp var zu post ar Filistined pehini a zo er c’hoztez all. Mes n’e lavaraz ket ze d’he dad. 2 Ha Saül en em dalc’he er pen pella euz Guibea, dindan eur wezen grenad pehini a oa en Migron ; hag ar bobl pere a oa ganthan, a oa anezhei vardro c’hwec’h kant den ; 3 hag Akija, mab Ackitub, breur Ikabod, mab Fine, mab Heli, sakrifier d’an Aotrou en Silo, a zouge an efod. Ar bobl na wie ket e oa Jonathan eet kwit. 4 Hag, entre an tremenou dre bere he klaske Jonathan mont bete gward ar Filistined, e oa eun dant roc’h en eun tu, hag eun dant roc’h all en tu all ; unan a oe galvet Botsets hag egile Sene. 5 Unan an dent ze a oe en hanternoz dirag Mikmash, hag

247