Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/258

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. SAMUEL, 14.

egile er c’hreisteiz, dirag Gueba. 6 Ha Jonathan a lavaraz d’an den iaouank pehini a zouge he armou : Deuz, tremenomp da ward ar re didrodroc’h ze ; marteze e labouro an Aotrou evidomp ; rag netra n’e harz an Aotrou da zelivra, gant kalz pe gant nebeut a dud. 7 Hag an hini a zouge he armou a lavaraz dezhan : Gra kement a zo en da galoun, kea di ; me a ielo ganez el lec’h ma fello d’id. 8 Ha Jonathan a lavaraz dezhan : Setu, e piniomp da gaout an dud ze, hag en em diskwefomp dezhei ; 9 mar leveront deomp : Gortozit bete ma vefomp eat d’ho kaout ! neuze he choumfomp en hon flas, ha n’he binfomp ket d’ho c’haout. 10 Mes mar leveront deomp : Deuet d’hon c’haout ! neuze ni a binio ; rag an Aotrou Hen devezo ho lakeat entre hon daouarn. Ra zervicho kement se da zin deomp.

11 En em diskwez a rejont eta ho daou da ward ar Filistined ; hag ar Filistined a lavaraz : Setu an Hebreed pere a zeu euz an toullou en pere e oant kuzet. 12 Ha tud ar gward a griaz da Jonathan ha d’an hini a zouge he armou, hag a lavarent : Piniet d’hor c’haout, ha ni a ziskwezo deoc’h eun dra benag. Neuze Jonathan a lavaraz d’an hini a zouge he armou ; Pin var va lerc’h ; rag an Aotrou Hen deuz ho lakeat entre daouarn Israel. 13 Ha Jonathan a biniaz euz en em zikour gant he zaouarn hag he dreid, heuliet gant an hini a zouge he armou ; hag ar Filistined a gweze dirag Jonathan, hag an hini a zouge he armou ho laze var he lerc’h. 14 Hag ar c’henta dizober ze, a reaz Jonathan hag an hini a zouge he armou, a oe vardro ugent den, lazet var eul lec’hed a vardro eun hanter deiz arat. 15 Hag e oe eur spountr vras en kan, ar meaziou, hag entouez ar bobl hell ; ar gward hag ar re a oa eet da ober distruj, a oe spouronnet int ive, hag ar vro a grenaz ; beza he oe evel eur spount digaset gant Doue.

16 Ha gwarded Saül, pere a oa en Guibea a Venjamin, a zellaz, ha setu, ar vanden a dec’he hag a iea en dizurz.

17 Neuze Saül a lavaraz d’ar bobl pehini a oa ganthan : Grit eta ar zell, ha gwelit piou a zo eat kwit ac’hanomp. Ober a rejont eta ar zell, ha setu, Jonathan na oa ket eno, nag an hini a zouge he armou. 18 Ha Saül a lavaraz da Akija : Laka arc’h Doue da dostaat (rag arc’h Doue a oa en deiz se gant bugale Israel). 19 Mes c’hoarvezout a reaz, enpad ma komze Saül euz ar sakrifier, penaoz an drubul, a oa en kan ar Filistined, a iea var greski muoc’h mui, ha Saül a lavaraz d’ar sakrifier : Tenn da zorn ! 20 Ha Saül hag an holl bobl pere a oa ganthan, a oe dastumet a gri vras, hag e teujont bete lec’h an emgann ; ha setu, ar Filistined ho doa tennet ar c’hleze an eil enep d’egile ; eun dizurz bras e oa. 21 Hag, ar Filistined ho doa, evel diaraog, Hebreed pere a oa piniet euz tro vardro ganthei er c’han ; mes int ive en em unanaz d’an Israelited pere a oa gant Saül ha Jonathan. 22 Hag an holl Israelited pere a oa kuzet en meneziou Efraim, o veza anavezet penaoz he tec’he ar Filistined, en em lakeaz ive d’ho c’henredek en emgann. 23 En deiz ze an Aotrou a zelivraz Israel, hag an emgann en em astennaz bete an tu all da Beth-Aven.

24 En deiz ze, an Israelited a oe skuizet. Ha Saül hen doa lakeat ar bobl da ober al le ma, o lavarout : Milliget eo an den pehini a gemero boued araog an abardaez, ken a vezin en em vanjet euz va enebourien ! Hag ar bobl boll na danveaz boued ebet. 25 Koulskoude holl bobl ar vro a zeuaz en eur forest, el leac’h e welaz ar mel pehini a zivere var gorre an douar. 26 Ar bobl a ieaz eta er forest, hag a welaz ar mel pehini a rede, mes den diagent na gasaz an dorn d’he c’henou ; rag ar bobl a respete al le. 27 Ha, Jonathan n’hen doa ket klevet pa hen doa he dad lakeat ar bobl da douet ; hag ec’h astennaz penn ar vas hen doa en he zorn, he zrempa a reaz en eun diren vel, hag e kasaz he zorn d’he c’henou, hag he zaoulagad a oe sklerijennet. 28 Neuze unan benag euz ar bobl a gemeraz ar gomz, hag a lavaraz : Da dad hen deuz lakeat an dud da douet stard, o lavarout : Milliget ra vezo an den pehini a gemero hirie boued ! hag ar bobl a oa skwiz. 29 Ha Jonathan a lavaraz : Va zad hen deuz trubuliet ar vro ; gwelet eta penaoz eo sklereet va daoulagad, dre veza tanveet eun tamik euz ar mel ze ; 30 a-dra-zur, ma hen dije ar bobl debret hirie euz a ziwiskk he enebourien, pehini hen deuz kavet, pegement diskar ar Filistined na vije hen ket bet brasoc’h ?

31 Kanna a rejont eta, en deiz se, ar Filistined adaleg Mikmash bete Ajalon, hag ar bobl a oe gwal skwiz.

248