Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/259

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. SAMUEL, 15.

32 Hag ar bobl en em dolaz var an diwisk, hag e kemerjont denved, hag ijened ha leueou, hag ho lazjont var an douar ; hag ar bobl ho debre gant ar goad. 33 Hag e oe digemenet da Saül, o lavarout : Setu, ar bobl a bec’h a enep an Aotrou, o tibri ar c’hig gant ar goad. Hag e lavaraz : Pec’het oc’h euz ; ruliet d’am c’haout ragtal eur mean bras. 34 Ha Saül a lavaraz : It dre holl entouez ar bobl, ha livirit dezhei ma tigaso pep hini anezhei d’in he ijen, ha pep hini anezhei he zanvad ; ha c’hwi ho lazo ama, hag e tebrfeet anezhei, ha na bec’hfet ket a enep an Aotrou, o tibri ar c’hig gant ar goad. Hag ar bobl a zigasaz pep hini he ijen, euz he zorn, enpad an noz, hag ho lazjont eno. 35 Ha Saül a savaz eun aoter d’an Aotrou ; honnez oe an aoter genta pehini a savaz d’an Aotrou.

36 Goude Saül a lavaraz : Diskennomp da genredek ar Filistined, enpad an noz, ha diwiskomp anezhei bete sklerijen ar beure, ha na lezomp ken unan da venel. Hag int a lavaraz : Gra kement a gavi mad. Mes ar sakrifier a lavaraz : Tostaomp ama euz Doue. 37 Neuze Saül a guzuliaz Doue : Disken a rin da genredek ar Filistined ? Ho lakaat a ri entre daouarn Israel ! Mes na oe roet respount ebet dezhan en deiz ze. 38 Ha Saül a lavaraz : Tostait ama, c’hwi holl prinsed ar bobl ; hag anavezit ha gwelit penaoz ar pec’hed ze a zo bet groet hirie ; 39 rag an Aotrou a zo beo, Hen pehini a zelivr Israel, penaoz ha pa vefe groet kement se gant va mab Jonatnan, a-dra-zur e varvo ! Mes euz an holl bobl, nikun anezhei na respountaz dezhan. 40 Neuze e lavaraz da Israel holl : En em lakait euz eur c’hoste, ha ni a vezo euz egile, me ha Jonathan va mab. Ar bobl a respountaz da Saül : Gra ar pez a gavi mad. 41 Ha Saül a lavaraz d’an Aotrou : Doue Israel ! ro da anaout ar wirionez. Ha Jonathan ha Saül a oe merket, hag ar bobl a dec’haz. 42 Ha Saül a lavaraz : Taolit ar zort entre me ha Jonathan va mab. Ha Jonathan a oe merket. 43 Neuze Saül a lavaraz da Jonathan : Diskleri d’in ar pez ec’h euz groet. Ha Jonathan a ziskleriaz dezhan, hag a lavaraz : Tanveet em euz, gant penn ar vaz a oa ganen, eun tammik mel ; setu me ama, mervel a rin. 44 Ha Saül a lavaraz : Ra raio Doue d’in, hervez ar brasa rustler ; a-dra-zur, mervel a ri, Jonathan ! 45 Mes ar bobl a lavaraz da Saül : Jonathan, pehini hen deuz groet eun delivrans ken bras en Israel, mervel a rafe ? Ze n’hell ket beza ! An Aotrou a zo beo ! na gwezo ket d’an douar eur vleven hepken euz he benn ; rag gant Doue eo hen deuz labouret en deiz ma. Evel se ar bobl a zelivraz Jonathan, ha ne varvaz ket. 46 Goude Saül a zistroaz euz kenredek ar Filistined, hag ar Filistined a ieaz en ho bro.

47 Saül a renaz eta var Israel, hag a reaz ar brezel a bep tu a enep he enebourien, a enep Moab hag a enep an Ammonited, a enep Edom, a enep rouane Tsoba, hag a enep ar Filistined ; en pelec’h benag ma ez ea e kase ar spouron. 48 Displega a rea nerz, hag e kannaz Amalek, hag he telivraz Israel a zorn ar re hen gwaske.

49 Ha, mibien Saül a oa Jonathan, Jishui ha Malkishua ; hag hanoiou he ziou verc’h a oa ar re ma, an ena a oa Merab, hag ar iaouanka a oa Mikal ; 50 hag hano greg Saül a oa Akinoam, merc’h Akimaats. Hag hano mestr he arme oa Abner, mab Ner, eontr Saül. 51 Ha Kis, tad Saül, ha Ner, tad Abner, oa mibien da Abiel.

52 Hag enpad holl amzer Saül, e oe eur brezel nerzuz a enep ar Filistined ; hag adaleg ma wele Saül eun den nerzuz benag, hag eun den benag kalounek, he gemere en he gichen.


15 Ha, Samuel a lavaraz da Saül : Me eo an hini Hen deuz an Aotrou kaset da eolia ac’hanout da roue var he bobl, var Israel ; brema eta, selaou komzou an Aotrou. 2 Evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou : Digaset Em euz da sonj d’in ar pez hen deuz groet Amalek da Israel, penaoz ec’h harzaz anezhan var an hent, pa binie euz an Ejipt. 3 Brema kea, ha sko Amalek, ha gwestl d’an distruj ar pez hen deuz ; ha n’he espern ket anezhan, mes laka d’ar maro hag ar wersed hag ar gragez, hag ar vugale vihan hag ar re a zen, hag an ijened hag an denved, hag ar chamoed hag an ezen.

4 Saül a zastumaz eta ar bobl, hag a reaz ar gweled en Telaim en niver a zaou c’hant mil den var droad, ha dek mil den a Juda. 5 Ha Saül a zeuaz bete kear Amalek, hag a lekeaz eun dapaden en draounien. 6 Ha Saül a lavaraz d’ar C’henied : It, en em dennit, pellait eus an Ama-

249