Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/261

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. SAMUEL, 16.

d’in Agag, roue Amalek. Hag Agag a zeuaz d’he gaout iê bras. Hag Agag a lavare : A-dra-zur ar c’hwervder euz ar maro a zo tremenet. 33 Mes Samuel a lavaraz : Evel ma hen deuz da gleze privet gragez euz ho bugale, evel se da vam, entouez ar gragez, a vezo privet euz eur mab. Ha Samuel a lakeaz Agag a dammou, dirag an Aotrou, en Guilgal.

34 Goude Samuel a ieaz da Rama ; ha Saül a biniaz en he di, en Guibea a Saül. 35 Ha Samuel n’az eaz ken da welet Saül, bete deiz he varo ; rag Samuel a wele var Saül, abalamour ma Hen doa an Aotrou keûz da veza lakeat Saül roue var Israel.


16 Hag an Aotrou a lavaraz da Samuel : Bete pegeit he weli-te var Saül, pa Em euz he daolet kwit, abalamour ma na reno ken var Israel1 ? Leun da gorn a eol, ha kea ; Me a gaso ac’hanout da Isai, Bethlehemit ; rag en em bourveet Oun euz a unan he vibien evit roue. 2 Ha Samuel a lavaraz : Penaoz ez in me ? Rag Saül a glevo ze, hag am lazo. Hag an Aotrou a respountaz : Digas a ri ganez eur vuoc’h iaouank, hag e lavari : Deuet oun da sakrifia d’an Aotrou. 3 Hag e pedi Isaï d’ar sakrifis ; ha Me a roio d’id da anaout ar pez az pezo da ober, hag ec’h eoli evidoun an hini a lavarin d’id.

4 Samuel a reaz eta evel ma Hen doa an Aotrou lavaret hag a zeuaz da Vethlehem ; hag ar re ansien euz kear a ziredaz spouronet dirazhan, hag a lavaraz : Dont a rez-te evid hon mad ? 5 Hag hen a respountaz : Evit ho mad. Deuet oun da sakrifia d’an Aotrou ; en em burifiet, ha deuet ganen d’ar zakrifis. Ober a reaz ive da Isaï ha d’he vibien en em burifia, hag ho fedaz d’ar sakrifis. 6 Hag evel ma ez eent, e welaz Eliab, hag e lavaraz ennhan he unan : A-dra zur eoliet an Aotrou a zo dirazhan. 7 Mes an Aotrou a lavaraz da Samuel : Na laka ket evez euz he visach, nag euz braster he vent ; rag he daolet em euz kwit. An Aotrou na zell ket euz ar pez ma sell an den ; an den a zell euz pez en em diskwez d’an daoulagad ; mes an Aotrou a zell euz ar galoun. 8 Hag Isaï a c’halvaz Abinadab, hag e lakeaz da dremen dirag Samuel ; mes lavaret a reaz : An Aotrou n’Hen deuz ket ken nebeut choazet hema. 9 Hag Isaï a lakeaz Shamma da dremen ; mes Samuel a lavaraz : An Aotrou n’Hen deuz ket ken nebeut choazet hema. 10 Isaï a lakeaz he seiz vab da dremen dirag Samuel ; ha Samuel a lavaraz da Isaï : An Aotrou n’Hen deuz ket choazet ar re ma. 11 Goude Samuel a lavaraz da Isaï : Ar re ze eo da holl vugale ? Hag hen a respountaz ; Menel a ra c’hoaz ar iaouanka ; mes setu, he ves an denved. Neuze Samuel a lavaraz da Isaï : Kas d’hen kerc’het ; rag n’en em lakafomp ket euz taol ken a vezo eru ama. 12 Kas a reaz eta hag e lakeaz anezhan da zont. Hag, hen a oa melegen, gant daoulagad kaer hag eur visach kaer ; hag an Aotrou a lavaraz da Samuel : Sav-te hag eol anezhan ; rag hennez eo. 13 Neuze Samuel a gemeraz ar c’horn eol, hag a eoliaz anezhan entouez he vreudeur, hag adaleg an deiz ze Spered an Aotrou a grogaz en David. Goude Samuel a savaz, hag a ieaz da Rama.

14 Ha Spered an Aotrou a dec’haz kwit euz Saül, hag eur spered fall, kaset gant an Aotrou, hen trubulie. 15 Ha zervicherien Saül a lavaraz dezhan : Setu, eur spered fall, digaset gant Doue, a drubul ac’hanout. 16 Ra gomzo hon aotrou ; da zervicherien, pere a zo dirazout, a glasko eun den pehini a raio zoun an delen ; ha pa zeuo varnout ar spered fall, digaset gant Doue, e c’hoario an delen gant he zorn, ha te a vezo diboaniet. 17 Saül a lavaraz eta d’he zervicherien : Kavit d’in eta eun den pehini a oar c’hoari mad, ha digasit anezhan d’in. 18 Hag unan he zervicherien a respountaz hag a lavaraz : Setu, me em euz gwelet eur mab da Isaï, ar Bethlehemit, pehini a oar c’hoari ; eun den kre ha nerzuz, eur brezellier, pehini a gomz mad, den kaer, hag an Aotrou a zo ganthan. 19 Neuze Saül a gasaz kannaded da Isaï, da lavaret dezhan : Digas d’in David, da vab, pehini a zo gant an denved. 20 Hag Isaï a gemeraz eun azen samet a vara, hag eul lestrad gwin, hag eur c’havr leaz, hag ho c’hasaz da Saül, evit David, he vab. 21 Ha David a zeuaz da gaout Saül, hag en em diskwezaz dirazhan ; ha Saül he garaz kalz, hag a reaz outhan he floc’h. 22 Ha Saül a gasaz da lavaret da Isaï : Da bedi a ran, ma choumo David em zervich ; rag kavet hen deuz gras dirag va daoulagad. 23 Pa vije eta var Saül, ar spered fall, digaset gant Doue, David

251