Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/262

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. SAMUEL, 17.

a gemere an delen, hag a c’hoarie varnezhi gant he zorn ; ha Saül a zialane hag a vije ezetaet, hag ar spered fall en em denne outhan.


17 Hag, ar Filistined a zastumaz ho armeou evit brezelli ; hag en em dastumjont en Soko, pehini eo Juda, hag e kampjont entre Soko hag Azeka, en Efes-Dammim. 2 Saül ive ha tud Israel en em dastumaz, hag a gampaz en traounien an derven ; hag en em renkjont en brezel a enep ar Filistined. 3 Hag, ar Filistined a oa var ar menez euz eur c’hostez, hag ar Israelited var ar menez euz eur c’hostez all, hag an draounien a oa entrezhei. 4 Neuze e teuaz er meaz euz kan ar Filistined eun den pehini en em brezantaz entre an diou arme, ha pehini a oa hanvet Goliath ; euz Gath he oa ; beza hen doa c’hwec’h illinad hag eur balmezen a huelder. 5 Eun tok arem a oa var he benn, ha gwisket he oa gant eur guirasen gaillaz, hag ar guirasen ze a boueze pemp mil sikl arem. 6 Beza hen doa ive morzedennou arem var he ziouc’har, hag eun diren arem entre he ziouskoaz. 7 Gwalen he waf a oa evel karvan ar wiaderien, ha beg he waf a boeze c’hwec’h kant sikl houarn ; hag an hini a zouge he voukl a valee dirazhan. 8 En em diskwez a reaz eta hag e kriaz da dropou renket Israel hag e lavaraz dezhei : Perag he teuet-hu er meaz evit en em renka en emgann ? N’oun me ket ar Filistin ha c’hwi, ha n’hoc’h-hu ket servicherien Saül ? Dibabet eta eun den ha ra ziskenno enep d’in me ; 9 ma hen deve ar gounid, euz en em ganna ganen, ha mar am laz, ni vezo dindanoc’h ; mes mar em be ar gounid varnezhan, ha ma he lazan, c’hwi a vezo dindanomp, ha c’hwi hon zervicho. 10 Hag ar Filistin a lavaraz : Dismeganset em euz hirie tropou renket Israel. Roit d’in eun den, hag he vrezelfomp asamblez. 11 Ha Saül hag an holl Israelited, o veza klevet komzou ar Filistin, a oe spouronet, hag ho doe eun aoun vras meurbed.

12 Ha, David a oa mab d’an den efrasian ze a Vethlehem Juda, hanvet Isaï, pehini hen doa eiz mab, hag an den ze, en amzer Saül, a oa avanset en oad. 13 Tri mab brasa Isaï a oa eet, hag ho doa heuliet Saül er brezel. Hag he dri vab pere a oa eet d’ar brezel a oa hanvet, ar c’henta Eliab, an eil Abinadab, hag an drede Sbamma. 14 Ha David oa ar iaouanka ; hag an tri gosa a heulie Saül. 15 Ha David a iea hag a zistroe digant Saül da vesa denved he dad, da Vethlehem. 16 Hag ar Filistin en em dostae beure hag abardae, hag en em diskwezaz evel se enpad daou-ugent devez.

17 Hag Isaï a lavaraz da Zavid, he vab : Kemer eta evit da vreudeur an efa gwiniz rostet ze hag an dek bara ze hag ho c’has buhan d’ar c’han, d’az preudeur ; 18 kas a ri ive dezhei an dek fourmach leaz ze da gabiten ho millier ; hag he weli da vreudeur evit anaout hag int a zo iac’h ; hag e tigasi kelou zur d’in. 19 Ha, Saül, hag int, hag holl dud Israel a oa en draounien an derven, en em ganna a enep ar Filistined.

20 David a savaz eta mintin mad, a lezaz an denved gant eun diwaller, a gemeraz he zam, hag a ieaz, evel ma hen doa Isaï gourc’hemennet dezhan, hag ec’h eruaz er c’han. Hag, an arme a iea evit en em renka en brezel, hag a loske kriadennou a vresel ; 21 hag ar Filistined hag an Israelited ho doa renket arme a enep arme. 22 Neuze David en em disammaz euz he veac’h, he lezaz entre daouarn an hini a ziwalle an traou, hag a redaz entreze renkou an arme. Dont a reaz, hag e c’houlennaz digant he vreudeur, hag int a oa iac’h ; 23 hag evel ma komze ganthei, setu, an den pehini en em lakae entre an diou arme, ar Filistin, euz Gath, hanvet Goliath, a biniaz er meaz a renkou ar Filistined hag a lavaraz ar memeuz komzou ha David a glevaz anezhei. 24 Hag holl dud Israel, pa welent an den ze, a dec’he dirazhan, hag a grene gant an aoun. 25 Hag an Israelited a lavare : Gwelet hoc’h euz-hu an den ze pehini a bin ? Evit dismegansi Israel eo piniet. Mes mar laz unan benag anezhan, ar roue a gargo anezhan a vadou ; rei a raio dezhan he verc’h, ha kwitezet e vezo ti he dad euz an tellou en Israel.

26 Neuze David a gomzaz gant an dud a oa ganthan, hag a lavaraz dezhei : Petra vezo groet d’an den a lazo ar Filistin ze, ha pehini a lamo an dismegans divar lsrael ? Rag piou eo ar Filistin ze, an didrodroc’h ze, evit dismegansi armeou an Doue beo ? 27 Hag ar bobl a adlavaraz dezhan ar memeuz komzou, hag a lavaraz dezhan : Kement se eo a vezo groet d’an den hen devezo he lazet.

252