Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/263

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. SAMUEL, 17.

28 Ha pa glevaz Eliab he vreur ena, e komze d’an dud ze, he gôler a savaz a enep David, hag e lavaraz dezhan : Perag out-te diskennet ? ha gant piou ec’h euz-te lezet an nebeut a zenved ze en distro ? Anaout a ran da ourgouil ha drougiez da galoun. Diskennet out evit gwelet an emgann. 29 Ha David a respountaz : Petra em euz groet brema ? N’eo ket eur gir dister ? 30 Hag e lezaz anezhan, mont a reaz da gaout unan all, hag e lavaraz ar memeuz komzou ; hag ar bobl a lavaraz dezhan evel er wech kenta.

31 Hag ar c’homzou hen doa David lavaret a oe klevet ; lavaret oent da Saül, hag e lakeaz anezhan da zont. 32 Ha David a lavaraz da Saül : Ra na gollo den kourach abalamour d’an den ze ; da zervicher a ielo, hag en em ganno euz ar Filistin ze. 33 Mes Saül a lavaraz da Zavid : Te na hellez ket mont a enep ar Filistin ze, evit en emganna ganthan, rag n’out ken nemert eun den iaouank, hag hen a zo eun den a vrezel, adaleg he iaouankiz. 34 Ha David a respountaz da Saül : Pa ziwalle da zervicher denved he dad, he teuaz eul leon pe eun ours, pere a gemeraz eun danvad euz an tropel ; 35 mes me a ieaz var ho lerc’h, he skei a riz, ha tenna a riz an danvad euz he c’henou ; ha pa savaz em enep, me a grogaz en he janvad, he skoaz hag he lazaz. 36 Da zervicher hen deuz lazet hag al leon hag an ours ; hag ar Filistin ze, an didrodroc’h ze, a vezo evel unan anezhei : rag dismeganset hen deuz armeou an Doue beo. 37 David a lavaraz c’hoaz : An Aotrou, pehini Hen deuz va delivret euz griffou al leon ha troad an ours, am delivro euz dorn ar Filistin ze. Neuze Saül a lavaraz da Zavid : Kea, ha ra vezo an Aotrou ganez.

38 Ha Saül a lakeaz gwiska he zillad da Zavid, a lakeaz eun tok arem var he benn, hag a wiskaz anezhan gant eur guirasen ; 39 goude David a c’hourizaz kleze Saül var he zillad, hag en em lekeaz da vale : rag biskoaz na oa en em eseat. Ha David a lavaraz da Saül : Na wifen ket bale gant an armou ma ; rag n’oun ket kustum outhei. Ha David ho lamaz divarnezhan. 40 Mes kemer a reaz he vaz en he zorn, hag e tibabaz en dour red pemp mean kompez, hag ho lakeaz en he banner a veseer penini a oa ganthan, hag en he c’hodel ; hag, he dalm en he zorn, e tostaez euz ar Filistin.

41 Ar Filistin a zeuaz ive, hag a dostaez eüz David ; hag an den a zouge he voukl a valee dirazhan. 42 Neuze ar Filistin a zellaz, hag a welaz David, hag a zisprijaz anezhan ; rag eun den iaouank, melen ha koant a visach, e oa. 43 Hag ar Filistin a lavaraz da Zavid ; Beza oun-me eur c’hi ma teuez-te d’am c’haout gant bizier ? Hag ar Filistin a villigaz David dre he zoueou. 44 Ar Filistin a lavaraz c’hoaz da Zavid : Deuz d’am c’haout, ha me a roio da gig da lapoused an env ha da loened ar parkeier. 45 Ha David a respountaz d’ar Filistin : Te a zeu a enep d’in gant ar c’hleze, ar gwaf hag an diren ; mes me, me a zeu a enep d’id en hano Aotrou an armeou. Doue armeou Israel, pere ec’h euz dismeganset. 46 Hirie an Aotrou a lakao ac’hanout entre va daouarn me a lazo ac’hanout, lemel a rin d’id da benn, ha rei a rin hirie korfou maro ar Filistined da lapoused an env ha da loened an douar ; hag an douar holl a anavezo penaoz hen deuz Israel eun Doue ; 47 hag an holl asamble ma a anavezo penaoz an Aotrou na zelivr ket dre ar c’hleze, na dre ar gwaf ; rag an emgann a zo d’an Aotrou, pehini ho lakao entre hon daouarn.

48 Hag evel ma oa ar Filistin savet, ma teue ha ma tostae da Zavid, David a hastaz, hag a redaz entrezek linen an emgann da ziarogi ar Filistin. 49 Neuze David a lakeaz he zorn en he baner, a gemeraz eur mean outhi, he daolaz gant he dalm, hag a skoaz ar Filistin en he dal ; hag ar mean a ieaz doun en he dal ; hag e kwezaz, he visach d’an douar. 50 Evel se 5David, gant eun dalm hag eur mean, a oe kreoc’h evit ar Filistin, hag e skoaz ar Filistin hag he lakeaz d’ar maro. Ha David n’hen doa kleze ebet en he zorn ; 51 ha David a redaz, en em daolaz var ar Filistin, a gemeraz he gleze, he dennaz euz he glaouier, hen lazaz, hag a droc’haz dezhan he benn. Hag ar Filistined, o welet e oa maro ho den krev, a dec’haz.

52 Neuze tud Israel ha Juda a savaz, a loskaz kriadennou a joa, hag a genredaz ar Filistined bete digor an draounien, ha bete doriou Ekron : hag ar Filistined bleset d’ar maro a gweze var hent Shaarajim, bete Gath, ha bete Ekron. 53 Goude bugale Israel a zistroaz euz kenredek ar

253