Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/264

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. SAMUEL, 18.

Filistined, hag a ziwiskaz ho c’han. 54 Ha David a gemeraz penn ar Filistin, hag he gasaz da Jerusalem ; hag e lekeaz he armou en he danten.

55 Ha, pa welaz Saül David, o vont da ziaraogi ar Filistin, e lavaraz da Abner, mestr he arme : Abner, da biou eo mab an den iaouank ze ? Hag Abner a respountaz : Ken gwir ha ma vev da ine, o roue, me na ouzon netra. 56 Hag ar roue a lavaraz : Goulen da biou eo mab an den iaouank ze. 57 Ha pa zistroaz David euz laza ar Filistin, Abner he gemeraz hag he gasaz da Saül, gant penn ar Filistin en he zorn. 58 Ha Saül a lavaraz dezhan : Den iaouank, da biou out-te mab ? David a respountaz : Me a zo mab d’az servicher, Isaï, Bethlehemit.


18 Hag, adaleg ma hen doa David achuet da gomz gant Saül, ine Jonathan a oe ereet da ine David, ha Jonathan he garaz evel he ine. 2 Hag, en deiz se, Saül he gemeraz, ha n’hen lezaz ken da zistrei da di He dad. 3 Neuze Jonathan a reaz allians gant David, abalamour ma kare anezhan evel he ine. 4 Ha Jonathan a zilamaz ar vantel a zouge, hag he roaz da Zavid, gant he zillad, ha bete he gleze, he warek hag he c’houriz. 5 Ha David a iea er meazou ; mont a rea mad dre an holl lec’hiou ma kase Saül anezhan, ha Saül a lakeaz anezhan mestr var an dud a vrezel : hag e plije d’an holl bobl, ha memeuz da zervicherien Saül.

6 Hag evel ma tistroent, pa zistroe David euz diskar ar Filistin, e teuaz er meaz gragez euz holl geariou Israel, o kana hag ho tansal, araog ar roue Saül, gant taboulinou, gant kriadennou a joa, ha gant trigorniou ; 7 hag ar gragez pere a c’hoarie benviou en em respounte an eil d’eben, o lavarout :

Saül hen deuz skoet he vil,
Ha David he zek mil.

8 Ha Saül a oe gwal fuloret, hag ar gomz ze a zisplijaz dezhan ; roet ho deuz, a lavaraz, dek mil da Zavid, ha d’in me mil ; ne vank ken dezhan eta nemert ar rouantelez. 9 Adaleg an deiz ze, Saül a wele David a lagad fall.

10 Hag e c’hoarvezaz, an deiz varlerc’h, penaoz ar spered fall, kaset gant Doue, a grogaz en Saül, hag hen dije kaouadou en kreiz he di. Ha David a c’hoarie gant he zorn var an delen, evel en deiziou a11, ha Saül a oa ganthan eur gwaf en he zorn ; neuze Saül a savaz he waf, o lavaret ennhan he unan : Skei a rin David hag ar voger ; mes David en em distroaz outhan, abarz diou wech. 12 Ha Saül hen doa aoun, dirag presans David, abalamour ma oa an Aotrou ganthan, ha ma oa eat kwit digant Saül. 13 Abalamour da ze Saül a belleaz anezhan outhan, hag he lekeaz da gabiten var mil den, hag ez ea hag e teue en penn ar bobl. 14 Ha David a zeue a ben euz kement a gemere ; hag an Aotrou a oa ganthan. 15 Ha Saül, o welet penaoz he oe David euruz, a zouje anezhan. 16 Mes holl Israel ha Juda a garie David, abalamour ma ez ea ha ma teue en ho raok.

17 Ha Salll a lavaraz da Zavid : Setu, e roin d’id evid greg Merab, va merc’h ena ; bez d’in hepken eur zoudard vaillant, hag en emgann er brezelliou an Aotrou. Ha Saül a lavare : Ra na vezo ket va dorn varnezhan, mes ra vezo dorn ar Filistined varnezhan. 18 Ha David a respountaz da Saül : Piou oun, ha pehini eo va buez, ha famil va zad en Israel, ma vefen me mab-kaer d’ar roue ? 19 Hag, en amzer ma tleet rei Merab, merc’h Saül, da Zavid, e oe roet da vreg da Adriel, Meholatit. 20 Mes Mikal, merc’h Saül, a garaz David ; hag e oe lavaret da Saül, hag an dra a blijaz dezhan. 21 Ha Saül a lavaraz : Me a roio anezhi dezhan, abalamour ma vezo en pech dezhan, ha ma vezo dorn ar Filistined varnezhan. Saül a lavaraz eta da Zavid evit an eilved gwech : Te a vezo va mab-kaer hirie.

22 Ha Saül a roaz an urz ma d’he zervicherien : Komzet da Zavid en kuz, ha livirit dezhan : Setu, ar roue hen deuz bolonte vad evidout, hag he holl zervicherien a gar ac’hanout : bez eta brema mab-kaer d’ar roue. 23 Servicherien Saül a adlavaraz eta an holl gomzou ze da Zavid ; ha David a lavaraz : Nebeut a dra eo dirag ho taoulagad beza mab-kaer d’ar roue ? Ha me a zo eun den paour ha dister. 24 Ha servicherien Saül a lavaraz dezhan, evelhen : David hen deuz lavaret eun hevelep komzou. 25 Ha Saül a lavaraz : Komz a refet evelhen da Zavid : Ar roue na c’houlen ket a roou, mes kant pod-mezen Filistin, evit ma vezo ar roue vanjet euz he enebourien. Ha, Saül hen doa c’hoant da lakaat David da gweza entre daouara ar Filistined. 26 Ha servicherien Saül a zigasaz ar c’hom-

254