Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/266

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. SAMUEL, 20.

dezhan : Setu int-hi en Najoth, tost da Rama. 23 Mont a reaz eta da Najoth tost da Rama, ha Spered Doue a oe ive varnezhan, hag e profetizaz o kenderc’hel he hent, bete ma oe en em gavet en Najoth tost da Rama. 24 En em diwiska a reaz ive zoken euz he zillad, hag e profetizaz, hen ive, dirag Samuel, hag en em daolaz en noaz var an douar enpad an holl deiz ze hag an holl noz ze. Dre ze eo e Leverer : Saül ha beza ema ive entouez ar brofeded ?


20 David o tec’hel euz Najoth, pehini a zo tost da Rama, a zeuaz da gaout Jonathan, hag a lavaraz dirazhan : Petra em euz groet, pehini eo ma fallentez, ha pehini eo ma fec’hed dirag da dad, ma klask va buez ? 2 Hag hen a lavaraz dezhan : Doue da viro ! na varvi ket. Setu, va zad n’he ra netra, na bihan na bras, hep e lavaret d’in, ha perag e kuzfe ma zad ouzin an dra ma ? 3 An dra ze n’ema ket. Neuze David, o touet, a lavaraz c’hoaz : Da dad a oar a-dra-zur penaoz oun ebarz da c’hrasou mad, hag hen devezo lavaret : Ra na wio ket Jonathan kement ma, gant aoun na ve glac’haret he galoun a ze. Mes, a-dra-zur, evel ma eo an Aotrou beo, hag evel ma eo beo da ine, n’euz nemert eur gamed entre me hag ar maro.

4 Neuze Jonathan a lavaraz da Zavid : Petra a fell d’id a rafen ? ha me hen raio evidout. 5 Ha David a lavaraz da Jonathan : Setu, ema al loar nevez varc’hoaz, ha me a dleo azeza gant ar roue da zibri mes lez ac’hanoun da vont kwit, ha ma en em guzin er parkeier bete abardaez an drede deiz. 6 Mar goulen da dad divar ma fenn, te a respounto ; David hen deuz goulennet ouzin beza lezet da vont en hast da Vethlehem, he gear, abalamour ma ra he holl famil eur sakrifis ar bloaz eno. 7 Mar lavar evelhen : Mad eo ze ! pep tra a ia mad evit da zervicher ; mes ma en em laka en koler, anavez penaoz eo an drouk resolvet euz he beurz. 8 Gra eta ar c’hras ze d’az servicher, pa ec’h euz lakeat da zervicher da vont en allians ganez en hano an Aotrou. Mes mar deuz eur fallentez benag ennoun, laka ac’hanoun da vervel da unan ; rag perag am c’hasfez-te d’az tad ? 9 Ha Jonathan a lavaraz dezhan : Pell ouzit ar sonj ze ! rag ma wefeen hen defe ma zad resolvet digas an distruj varnout, ha na rofen ket ze da anaout d’id ? 10 Ha David a respountaz da Jonathan : Piou a raio d’in da anaout hag hen he respounto da dad d’id eun dra benag a zroug ? 11 Ha Jonathan a lavaraz da Zavid : Deuz, ha deomp d’ar parkeier.

12 Ha mont a rejont ho daou d’ar parkeier. Neuze Jonathan a lavaraz da Zavid : Ken gwir ha ma eo an Aotrou Doue Israel, me a fouillo ma zad vardro an heur ma, varc’hoaz pe goude varc’hoaz ; ha setu, mar be favorabl da Zavid, ha ma na zigasan ket neuze d’az kaout ha ma n’he roan ket da anaout d’id, 13 ra raio an Aotrou da Jonathan hervez an diveza rustler ! Mar plij d’am zad ober drouk d’id, me he raio ive da anaout d’id ; ha me az lezo da vont, ha te a ielo en peoc’h ; ha ra vezo an Aotrou ganez evel ma eo bet gant va zad ! 14 Mes ive, ma vefen c’hoaz beo, ha na vezi-te ket madelezuz em c’henver euz a vadelez an Aotrou, en hevelep doare ma ne varvin ket, 15 ha ma na denni ket da vadelez euz va zi, da viken, nan zoken pa Hen devezo an Aotrou dilamet holl enebourien David a zivar gorre an douar ? 16 Ha Jonathan a reaz konvenans gant ti David, hag a lavaraz : Ra denno an Aotrou vanjans euz a enebourien David ! 17 Jonathan a lakeaz c’hoaz David da douet dre ar garante a zouge dezhan ; rag karout a rea anezhan evel he ine.

18 Ha Jonathan a lavaraz dezhan : Varc’hoaz ema al loar nevez, hag he vezo goulennet divar da benn ; rag da blas a vezo goullo ; 19 mes, goude 19 varc’hoaz, ho tiskenni buhan, hag he teui var zu al lec’h ma oaz kuzet, en deiz an dra ze, hag he choumi en tal mean Ezel ; 20 ha me a denno teir miren a goste, evel ma tenjen var eun dra benag ; ha setu, me a gaso eun den iaouank hag e lavarin dezhan : Kea, ha kav ar mirennou. 21 Mar lavaran d’ar paotr ze : Setu, ar mirennou a zo en tu ma d’id, kemer anezhei ; neuze deuz, pep tra a ia mad evidout, ha n’euz netra da zouja : an Aotrou a zo beo ! 22 Mes mar lavaran d’ar paotr iaouank : Setu, ar mirennou a zo en tu all d’id ; neuze tec’h, rag an Aotrou az kas kwit. 23 Mes divarbenn ar gir pehini omp en em roet, te ha me, setu, an Aotrou zo test entre te ha me, da viken.

24 David en em guzaz eta er parkeier. Hag al loar nevez o veza deuet, ar roue a azezaz evit kemer

256