Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/267

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
I. SAMUEL, 21.

he bred. 25 Hag ar roue a azezaz var he gador, evel er gwechou all, var ar gador euz ar voger ; ha Jonathan a savaz, hag Abner a azezaz euz koste Saül, mes plas David a oa goullo. 26 Ha Saül na lavaraz netra en deiz se ; rag lavaret a rea : Eun dra benag a zo eruet ganthan, pehini a ra n’eo ket pur ; a-dra-zur n’eo ket pur. 27 Mes an deiz varlerc’h euz al loar nevez an eil devez, plas David a oe c’hoaz goullo ; ha Saül a lavaraz da Jonathan, he vab : Perag n’eo ket deuet mab Isaï da zibri, na dec’h, nag hirie ? 28 Ha Jonathan a respountaz da Saül : David hen deuz goulennet stard ouzin beza lezet da vont da Vethlehem ; 29 hag hen deuz lavaret : Lez ac’hanoun da vont, me az ped ; rag beza hon euz eur sakrifis a famil en kear, ha va breur hen deuz gourc’hemennet d’in en em gaout eno ; brema eta, mar em euz kavet trugarez dirag da zaoulagad, ma ez afen, me az ped, da welet va breudeur. Abalamour da ze eo ne ket deuet euz taol ar roue. 30 Neuze koler Saül en em dannaz a enep Jonathan, hag e lavaraz dezhan : Mab an drougiez hag an diroll, na ouzout-te ket mad penaoz ec’h euz choazet mab Isaï, en da vez, hag en mez da vam ? 31 Rag en keit ha ma vevo mab Isaï var an douar, na vezi biken dalc’huz, na te, na da rouantelez ; brema eta kas d’hen kerc’het, ha digas anezhan d’in ; rag dîn eo a varo. 32 Ha Jonathan a respountaz da Saül, he dad, hag a lavaraz dezhan : Perag e vefe lakeat d’ar maro ? Petra hen deuz groet ? 33 Mes Saül a ijaz he waf a enep dezhan evit he skei. Neuze Jonathan a anavezaz hen doa he dad resolvet lakaat David d’ar maro. 34 Ha Jonathan a savaz euz taol drouk vras ennhan, ha na gemeraz ket he bred an eil deiz euz al loar nevez ; rag glac’haret he oa abalamour da Zavid, dre ma hen doa he dad he zismeganset.

35 Hag ar beure deuet, Jonathan a ieaz d’ar parkeier, el lec’h ma oa en em glevet gant David ; hag e tigasaz ganthan eur paotrik bihan ; 36 hag e lavaraz d’ar paotr ze : Red, kav d’in ar mirennou ez an da denna. Ar paotr a redaz, ha Jonathan a dennaz eur viren en tu all dezhan. 37 Pa deuaz ar paotr bete ar viren hen doa Jonathan tennet, Jonathan a griaz var he lerc’h, hag a lavaraz aezhan : Ar viren ha n’ema hi ket en tu all d’id ? 38 Ha Jonathan a griaz varlerc’h ar paotr : Buhan, hast-te, na choum ket he sa ! Ha paotr Jonathan a zastumaz buhan ar viren, hag a zeuaz da gaout he vestr. 39 Mes ar paotr na wie netra ; n’he oa nemert David ha Jonathan pere a anaveze an affer. 40 Ha Jonathan a roaz he armou d’ar paotr pehini a oa ganthan, hag a lavaraz dezhan : Kea, kas anezhei en kear. 41 Ar paotr a ieaz ; ha David a savaz euz koste ar c’hreisteiz, en em daolaz he visach d’an douar, hag en em stouaz teir gwech ; goude en em vriatjont an eil egile, nag e weljont ho daou, ha memeuz David a wele gwal galz. 42 Ha Jonathan a lavaraz da Zavid : Kea en peoc’h, hervez ar pez hon deuz touet hon daou, en hano an Aotrou, o lavarout : An Aotrou a vezo entre me ha te, hag entre va lignez ha da lignez, da viken. 43 David a savaz eta hag a ieaz kwit, ha Jonathan a zistroaz en kear.


21 Ha David a zeuaz da Nob da gaout1 Akimelek, ar sakrifier ; hag Akimelek, gwal spouronet, a redaz araog David, hag a lavaraz dezhan : A belec’h e teu ma out da unan, ha ma n’hen deuz den ganez ? 2 Neuze David a lavaraz da Akimelek, ar sakrifier : Ar roue hen deuz roet d’in eun urz, hag hen deuz lavaret d’in : Ra na anavezo den netra euz an affer evit pehini em euz da gaset, ha pehini em euz gourc’hemennet d’id. Hag em euz pedet ma zud da vont en eul lec’h. 3 Brema eta petra a zo en da zorn ? Ro d’in pemp bara, pe pez a vezo kavet. 4 Hag ar sakrifier a respountaz da Zavid hag a lavaraz : N’em euz ket a vara kommun dindan va dorn, beza em euz bara zagr ; mes da dud en em viret int da vihana eüz gragez ? 5 Ha David a respountaz d’ar sakrifier, hag a lavaraz dezhan : A-dra-zur, ar gragez a zo bet pell ouzomp, abaoe dec’h hag an deiz araog ma oun eet kwit ; ha besellou ma zud a zo pur ; ha mar d’eo ze eur c’his dibur, e vezo hirie purifiet dre ar besel. 6 Ar sakrifier a roaz dezhan eta ar bara zagr ; rag n’he oa ken eno a varaou all, nemert ar baraou a ginnig, pere a oa bet dilamet a zirag an Aotrou, evit lakaat eno bara tom, en deiz ma oa dilamet egile.

7 Hag en deiz se, eun den a douez servicherien Saül en em dalc’he eno, dirag an Aotrou ; hanvet he oa Doeg, an Idumean, mestr meserien Saül.


257