Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/273

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. SAMUEL, 27.

plantet en douar en tal he benn, hag Abner hag ar bobl a oa kousket en dro dezhan. 8 Neuze Abishai a lavaraz da Zavid : Doue Hen deuz hirie lekeat da enebour entre da zaouarn ; brema eta, me az ped, ma skoin anezhan gant he waf bete an douar, en eun taol hepken, ha na zistroin ket. 9 Mes David a lavaraz da Abishai : Na laka ket anezhan d’ar maro ; rag piou a lakafe he zorn var eoliet an Aotrou, hag a vefe didammal ? 10 Ha David a lavaraz : An Aotrou a zo beol ! An Aotrou he unan a skoio anezhan, pe e teuo he zeiz hag e varvo, pe ez ai d’ar brezel hag he varvo. 11 Ra viro an Aotrou ac’hanoun da lakaat va dorn var eoliet an Aotrou ! Mes, kemer brema, me az ped, ar waf pehini a zo en tal he benn, kenkoulz hag ar pot dour, ha deomp kwit. 12 David eta a gemeraz ar waf hag ar pod dour, pehini a oa en kichen penn Saül, hag ez ejont kwit ; ha ne oe den hag ho gwelaz, nag a zellaz outhei, nag a zihunaz ; rag holl e kouskent, abalamour ma hen doa an Aotrou lakeat eur c’housk pouner da gweza varnezhei.

13 Goude David a dremenaz er c’hostezed all, hag a aretaz var c’horrez ar menez, pell ac’hane ; beza e oa eur pennad mad entrezhei ; 14 hag e kriaz d’ar bobl, ha da Abner, mab Ner, o lavarout : Na respounti-te ket, Abner ? Hag Abner a respountaz, hag a lavaraz : Piou out-te, pehini a gri d’ar roue ? 15 Neuze David a lavaraz da Abner : N’out-te ket eun den ? Ha piou a zo henvel ouzit en Israel ? Perag eta n’ec’h euz-te ket diwallet ar roue, da Aotrou ? Rag unan benag euz ar bobl a zo deuet evit laza ar roue, da Aotrou ; 16 ar pez ec’h euz groet n’eo ket mad. An Aotrou a zo beo ! meritout a ret ar maro, evit beza diwallet fall hoc’h aotrou, eoliet an Aotrou. Ha brema, sell pelec’h ema gwaf ar roue hag ar broked dour a oa en tal he benn.

17 Neuze Saül a anavezaz mouez David, hag a lavaraz : Da vouez eo honnez, va mab David ? Ha David a lavaraz : Va mouez eo, o roue, va aotrou ! 18 Hag e lavaraz : Perag he kenred va Aotrou he zervicher ? Petra em euz groet, ha pez fallentez a zo em daouarn ? 19 Ha brema, da bedi a ran, ma selaouo ar roue, va aotrou, he zervicher. Mar d’eo an Aotrou a vount ac’hanout a enep d’in, ra vezo an offrans plijuz dezhan ; mes mar d’eo an dud, ra vefont milliget dirag an Aotrou ! Rag kaset ho deuz ac’hanoun kwit hirie, evit ma na hellin ket en em unani da heritach an Aotrou, hag ho deuz lavaret d’in : Kea-te, servich an doueou diaveziad. 20 Ha brema, ra na gwezo ket va goad d’an douar pell euz fas an Aotrou ; rag roue Israel a zo deuet da glask eur c’hoanen, evel ma kenreder eur glujur er meneziou.

21 Neuze Saül a lavaraz : Pec’het em euz ; distro, va mab David ! rag na rin drouk ebet d’id, pa eo bet ma buez hirie prisius d’id. Setu, em euz groet gant follentez, hag em euz groet eur pec’hed bras meurbed. 22 Ha David a respountaz hag a lavaraz : Setu ama gwaf ar roue ; ma teuo unan ho tud ama d’he c’herc’hat, ha ma he c’hemero. 23 Hag an Aotrou a rento da bep hini hervez he eeünder hag he fealded ; rag an Aotrou hen doa lekeat ac’hanout hirie entre va daouarn, ha n’eo ket bet fellet d’in lakaat an dorn var eoliet an Aotrou. 24 Hag evel ma eo bet da ine euz a eur bris vras d’am daoulagad, evel se e vezo va ine euz eur bris vras dirag daoulagad an Aotrou, hag Hen a denno ac’hanoun euz pep glac’har. 25 Ha Saül a lavaraz da Zavid : Benniget ra vezi te, va mab David ! a-dra-zur te a zeuo a benn euz pep tra a gemeri. Neuze David a gendalc’haz he hent, ha Saül a zistroaz en he lec’h.


27 Mes David a lavaraz en he galoun : Lazet e vezin eun deiz benag dre zorn Saül : n’eo ket gwelloc’h d’in en em zavetaat en bro ar Filistined, abalamour da Saül da dremen hep klask ac’hanoun en douar Israel ? Evel se e tec’hin euz he zaouarn. 2 David a savaz eta, hag a dremenaz, gant ar c’hwec’h kant den pere a oa ganthan, da gaout Akish, mab Maok, roue Gath. 3 Ha David a choumaz gant Akish, en Gath, hen hag he dud, pep hini gant he famil, David hag he ziou vreg, Akinoam, euz Jizreel, hag Abigail, euz Karmel, pehini a oa bet greg Nabal. 4 Neuze e oa lavaret da Saül e oa eet David da Gath ; hag e paouezaz d’he genredek.

5 Ha David a lavaraz da Akish : Da bedi a ran, mar em euz kavet trugarez dirag da zaoulagad, ma vezo roet d’in eul lec’h en unan a geariou ar vro ma, ma choumin ennhi ; rag perag e choumfe da zervicher er

263