Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/284

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. SAMUEL, 8, 9.

d’id eta brema benniga ti da zervicher, evit ma pado da virviken dirazout-te ; rag he lavaret Ec’h euz, Aotrou Aotrou, ha ti da zervicher a vezo benniget euz da vennoz da viken.


8 GOUDE kement se David a bilaz ar Filistincd hag ho izeleaz ; ha David a gemeraz Metheg-amma euz dorn ar Filistined.

2 Kanna a reaz ive ar Moabited, hag ho muzuraz gant ar gorden, en eur lakaat anezhei da c’hourve var an douar ; muzuri a reaz diou gordennad anezhei evit ho lakaat da vervel, hag eur gordennad leun evit lezel ganthei ho buez ; hag ar Voabited a oe dindan David hag he wirerien. 3 David a gannaz ive Hadadezer, mab Rehob, roue Tsoba, evel ma ez ea da lakaat he ren var rivier an Eufrat. 4 Ha David a gemeraz dezhan seitek kant kavalier, hag ugent mil den var droat ; hag he troc’haz ho diouc’har da holl gezek he holl girri, mes miret a reaz kant kar.

5 Ha Sirianed Damaz a zeuaz da zikour Hadadezer, roue Tsoba ; ha David a gannaz daou vil varn-ugent Sirian. 6 Goude David a lakeaz gwarded en Siri a Zamaz, hag ar Sirianed a oe dindan David hag ho wirerien. Hag an Aotrou a ziwalle David dre holl el lec’h ma ez ea. 7 Ha David a gemeraz an dirennou aour ho doa zervicherien Hadadezer, hag ho digasaz da Jerusalem. 8 Ar roue David a zigasaz ive eun lod bras a arem euz Betak hag euz Berothai, keariou Hadadezer.

9 Ha Thoi, roue Hamath, a wezaz penaoz hen doa David disc’hroet holl nerzou Hadadezer. 10 Hag he kasaz Joram, he vab, da gaout ar roue David, evit he zaludi, hag evit he venniga euz ma hen doa groet ar brezel a enep Hadadezer hag euz ma hen doa he ziskaret. Rag Hadadezer a vije dalc’hmad en brezel euz Thoi. Ha Joram a zigasaz beseliou arc’hant, beseliou aour ha beseliou arem, pere a oe kensagret gant David d’an Aotrou, gant an arc’hant hag an aour pere hen doa dija kensagret, euz diwisk an holl boblou hen doa lakeat dindanhan, 12 euz ar Siri, euz Moab, euz bugale Ammon, euz ar Filistined, euz Amalek, hag euz diwisk Hadadezer, mab Rehob, roue Tsoba.

13 David en em reaz c’hoaz brud, en he zistro euz diskar ar Sirianed, o pillat, en traonien ar Sel, triouac’h mil Idumean, 14 hag e lekeaz gwarded en Idume ; lakaat a reaz gwarded en Idume holl, hag an Idume holl a oe dindan David. Hag an Aotrou a ziwalle David dre holl el lec’h ma ez ea.

15 Evel se David a renaz var Israol holl, oc’h ober eeünder ha gwirione d’he holl bobl. 16 Ha Joab, mab Tseruja, a vestronie he arme ; ha Josafat, mab Akilud, a oa mirer an diellou ; 17 ha Tsadok, mab Akitub, hag Akimelek, mab Abiathar, a oa sakrifierien, ha Seraja, sekretour ; 18 ha Benaja, mab Jehojada, a oa var ar Gerethianed hag ar Pelethianed, ha mibien David a oa he genta offiserien.


9 NEUZE David a lavaraz : Na van eta den euz a di Saül, evit ma rin vad dezhan abalamour da Jonathan ? 2 Ha beza oa en ti Saül eur zervicher hanvet Tsiba, pehini a oe galvet da gaout David ; hag ar roue a lavaraz dezhan : Beza out-te Tsiba ? Hag hen a respountaz : Da zervicher ! 3 Hag ar roue a lavaraz : N’euz den ken euz a di Saül, ma rin en he genver trugarez hervez Doue ? Ha Tsiba a respountaz d’ar roue : Beza ez zo c’hoaz eur mab da Jonathan, pehini a zo mac’haniet euz he dreid. 4 Ar roue a lavaraz dezhan : Pelec’h ema ? Ha Tsiba a respountaz d’ar roue : Beza ema en ti Alakir, mab Ammiel, en Lodebar. 5 Neuze ar roue David a gasaz d’he gerc’hat euz a di Makir, mab Ammiel, euz Lodebar.

6 Ha, pa oe deuet Mefibosheth, mab Jonathan, mab Saül, da gaout David, en em dolaz var he fas hag en em stouaz. Ha David a lavaraz : Mefibosheth ! Hen a respountaz : Setu da zervicher. 7 Ha David a lavaraz dezhan : N’az pez ket a aoun, rag a-dra-zur me a raio vad d’id dre garante evit Jonathan, da dad ; ha me a roio d’id holl douarou Saül, da dad ; ha te, te a zebro da viken euz va zaol. 8 Neuze Mefishosheth en em stouaz, hag a lavaraz : Petra eo da zervicher, ma ec’h euz sellet euz eur c’hi maro eveldoun me ?

9 Neuze ar roue a c’halvaz Tsila, servicher Saül, hag a lavaraz dezhan : Roet em euz da vab da vestr kement a oa da Saül ha d’he holl di. 10 Labourat a ri eta evithan an douarou ze, te ha da vibien ha da zervicherien, hag e tastumi ar frouez ane-

274