Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/285

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. SAMUEL, 10, 11.

zhan, evit ma hen devezo mab da vestr bara da zibri. Ha Mefibosheth, mab da vestr, a zebro da viken euz ma zaol. 11 Ha Tsiba hen doa pemzek mab hag ugent servicher. Ha Tsiba a lavaraz d’ar roue : Da zervicher a raio kement hen deuz ar roue, va aotrou, gourc’hemennet d’he zervicher. Ha Mefibosheth, a lavaraz ar roue, a zebro euz va zaol evel unan a vibien ar roue. 12 Ha Mefibosheth hen doa eur mab iaouank, hanvet Mika ; hag ar re holl pere a choume en ti Tsiba a oa servicherien Mefibosheth. 13 Ha Mefibosheth a choume en Jerusalem, abalamour ma tebre atao euz taol ar roue. Kam he oa euz he zaou droad.


10 GOUDE ze, roue bugale Ammon a varvaz, hag Hanun, he vab, a renaz en he blas. 2 Ha David a lavaraz : Trugarezuz he vezin en kenver Hanun, mab Nakash, evel ma eo bet he dad trugarezuz em c’henver. David a gasaz eta he zervicherien d’he dic’hlac’hari divarben he dad ; ha servicherien David a zeuaz da vro bugale Ammon. 3 Mes chefou a douez bugale Ammon a lavaraz da Hanun, ho aotrou : Sonjal a rez-te he vefe evit enori da dad eo he tigasfe David d’id dic’hlac’harerien ? N’eo ket evit anavezout gant evez kear, evit he spia, hag he distruja, eo he tigas David he zervicherien d’az kaout ? 4 Hanun a gemeraz eta servicherien David, hag a reaz touza dezhei an hanter euz ho baro, ha troc’ha an hanter ho dillad beteg ho c’hroazelou ; goude ho c’hasaz kwit. 5 Ha kement se a oe lavaret da Zavid, pehini a gasaz araog dezhei ; rag an dud ze a oa en eur vez vras. Hag ar roue a lavaraz dezhei : En em dalc’hit en Jeriko bete ma vezo boutet ho paro, neuze e tistrofet.

6 Ha bugale Ammon, o welet e oant en em lekeat fall gant David, a gasaz da zevel en ho gobr ugent mil den var droad en ti ar Sirianed euz Beth-Rehob hag euz ti Sirianod Tsoba, ha mil den en ti ar roue Maaka, ha daouzek mil en ti dud Tob. 7 David, o veza anavezct kement se, a gasaz Joab hag an holl arme, an dud nerzusa. 8 Neuze bugale Ammon a zeuaz er meaz, hag en em renkaz en banden en tal an nor ; ha Sirianed Tsoba, ha Reliob, ha re Tob ha Maaka, a oa a du var ar meaz.


9 Ha Joab, o welet he oa ho arme troet a enep dezhan adre hag araog, a zibabaz a douez holl re Israel tud choazet, hag ho renkaz a enep ar Sirianed. 10 Hag e roaz ar ren euz an nemorant euz ar bobl da Abisbai, he vreur, pehini ho renkaz a enep bugale Ammon. 11 Hag e lavaraz dezhan : Mar be ar Sirianed nerzusoc’h evidoun, he teui d’am zikour ; ha mar be bugale Ammon nerzusoc’h evidout, me a ielo d’az telivra. 12 Bez nerzuz, ha brezelliomp, gant nerz evit hon fobl hag evit keariou hon Doue ; ha ra raio an Aotrou evel ma kavo mad. 13 Neuze Joab hag ar bobl pehini a oa ganthan, a dostaaz evit en em ganna euz ar Sirianed, hag int a dec’haz araog dezhan. 14 Ha bugale Ammon, o welet penaoz ho doa ar Sirianed kemeret an tec’h, a dec’haz ive dirag Abishai, hag a ieaz en kear. Ha Joab a zistroaz euz kenredek bugale Ammon, haig a zeuaz da Jerusalem.

15 Mes ar Sirianed, o welet penaoz he oant bet kannet gant re Israel, en em unanaz. 16 Hag Hadarezer a gasaz, hag a lakeaz da zont ar Sirianed euz an tu all d’ar rivier ; hag he teujont da Helam ; ha Shohak, mestr arme Hadarezer, ho rene. 17 Kement se a oe lavaret da Zavid, pehini a zastumaz Israel holl, a dremenaz ar Jourdan, hag a zeuaz da Elam. Hag ar Sirianed en em renkaz en banden a enep David, hag a vrezelliaz a enep dezhan. 18 Mes ar Sirianed a dec’haz dirag Israel ; ha David a zisreaz seiz kant kar euz ar Sirianed ha daou-ugent mil kavalier. Skei a reaz ive Shobak, mestr ho arme, pehini a varvaz eno. 19 Ha pa welaz an holl rouane, a oa dindan Hadarezer, e oant bet kannet gant Israel, he rejont ar peoc’h gant an Israelited, hag e oent dindanhei ; hag ar Sirianed ho doe aoun da rei c’hoaz sikour da vugale Ammon.


11 Ar bloaz varlerc’h, en amzer en pehini en lak ar rouane var ar meaz, David a gasaz Joab, ha ganthan he zervicherien hag Israel holl ; hag e tistrujchont bro bugale Ammon, hag e kelc’hjont Rabba. Mes David a choumaz en Jerusalem.

2 Hag ec’h eruaz, d’an abardaez, ma savaz David a zivar he wele ; hag evel ma pourmene var lein ar palez roueek, he welaz euz ar platform ze eur vreg pehini en em walc’he, hag ar vreg ze a oa kaer bras da welet. 3 Ha David a gasaz da c’houlen piou oa ar vreg ze, hag he oe lavaret

275