Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/289

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. SAMUEL, 14.

da Absalom : Nan, va mab, nan ; n’ez efomp ket holl, gant aoun na vefemp a veac’h d’id ; ha petra benag ma talc’he Absalom stard varnezhan, n’he fellaz ket dezhan mont ; hag he vennigas anezhan. 26 Neuze Absalom a lavaraz : Ma na zeuez ket, he pedan ac’hanout, ma teuo va breur Amnon ganeomp. Hag ar roue a respountaz : Perag ez afe ganez ? 27 Mes Absalom a zalc’haz kement ken a lezaz Amnon hag holl vibien ar roue da vont ganthan. 28 Hag, Absalom a roaz urz d’he zervicherien, hag a lavaraz dezhei : Lakit evez, pa vezo kaloun Amnon sedereet gant ar gwin, ha ma lavarin deoc’h : Skoet Amnon ; neuze lazet anezhan, n’ho pezet ket aoun ; n’eo ket me eo hen gourc’hemen deoc’h ? En em grenvaet ha bezet nerzuz. 29 Ha mevelien Absalom a reaz da Amnon evel ma hen doa Absalom he c’hourc’hemennet ; neuze holl vibien ar roue a savaz, hag a biniaz bep hini var he vulez, hag a dec’haz.

30 Hag, evel ma oant en hent, ar brud a deuaz bete David m’en doa Absalom lazet holl vibien ar roue, ha penaoz ne oa manet hini anezhei. 31 Neuze ar roue a savaz hag a rogaz he zillad, hag a c’hourvezaz var an douar ; he holl servicherien ive en em dalc’he eno gant ho dillad roged. 32 Ha Jonadab, mab Shimea, breur David, a gemeraz ar gomz, hag a lavaraz : Ra na lavaro ket va aotrou eo lazet an holl dud iaouank, mibien ar roue ; rag Amnon hepken a zo maro : ha kement se oa c’hoant Absalom, abaoe an deiz ma hen doa Amnon dismeganset Tamar, he c’hoar. 33 Brema eta, ra na c’hlac’haro ket ar roue va aotrou re he galoun a gement se, o lavarout : holl vibien ar roue a zo maro ; rag Amnon hepken a zo maro. 34 Hag Absalom a oa en em dec’het kwit. Hag an den iaouank a oa en gward a savaz he zaoulagad hag a zellaz ; ha setu, dre an hent a enep eur vanden vras a zeue araog var gostez ar menez. 35 Ha Jonadab a lavaraz d’ar roue : Setu, mibien ar roue pere a zistro ; an dra a zo en em gavet evel ma hen deuz da zervicher lavaret. 36 Hag evel ma achue da gomz, e oe gwelet mibien ar roue oc’h eruout, hag e savchont ho mouez hag e weljont. Ar roue ive hag he holl zervicherien a welaz gant founusder. 37 Mes Absalom a dec’haz, hag en em dennaz da di Thalmai, mab Ammihud, roue Gueshur. Ha David a wele bemde var he vab.

38 Hag Absalom, o veza en em dec’het, a ieaz da Gueshur, hag a choumaz tri bloaz eno ; 39 hag ar roue David a baouezaz da genredek Absalom, abalamour ma oa dic’hlac’haret euz maro Amnon.


14 Neuze Joab, mab Tseruja, oc’h anaout e tostae kaloun ar roue euz Absalom, a gasaz da Dhekoa, 2 hag a lakeaz da zont ac’hane eur vreg ijinuz, hag a lavaraz dezhi : Da bedi a ran, en em laka en kanv, gwisk da zillad kanv, ha n’en em eol ket, mes be evel eur vreg pehini aboe pell zo a wel var eur maro ; 3 goude kea da gaout ar roue, ha lavar dezhan en doare ma. Ha Joab a lekeaz en he genou ar c’homzou a dlee lavaret.

4 Ar vreg thekoit a gomzaz eta d’ar roue. Teurel a reaz he bisach d’an douar hag en em stouaz, hag he lavaraz : O roue, sikour ac’hanoun ! 5 Hag ar roue a lavaraz dezhi : Petra ec’h euz ? Hi a respountaz : Ah ! me a zo eur vreg intanvez, ha va fried a zo maro. 6 Ha, da zervicherez he doa daou vab, pere a zo en em enebet er parkeier, ha ne oa den pehini ho harzaz ; evel se unan hen deuz skoet egile, hag hen deuz he lazet. 7 Ha setu, ar famil holl a zo en em zavet a enep da zervicherez, o lavarout : Ro deomp an hini hen deuz skoet he vreur, ha ma lakafomp anezhan d’ar maro, abalamour da ine he vreur pehini hen deuz lazet, ha ma tistrujfomp zoken an heritour. Hag e fell dezhei mouga ar c’hlaouen veo pehini a zo choumet ganen, evit ma na vano ket gant va fried nag hano nag kenbever var an douar. 8 Ar roue a lavaraz d’ar vreg : Kea d’az ti ; me a roio urzou abalamour d’id. 9 Hag ar vreg thekoit a lavaraz d’ar roue : Va aotrou ha va roue, ra vezo an drougiez varnoun ha var di va zad, ha ma vezo ar roue hag he drôn didammal ! 10 Hag ar roue a respountaz : Digas d’in an hini a gomzo en da enep, ha biken ne eruo ganthan da stoka ouzit. 11 Hag hi a lavaraz : Me az ped ma hen devezo ar roue sonj en Aotrou, he Zoue, abalamour na gresko ket vanjer ar goad an distruj, ha ma na vezo ket lazet va mab ! Hag e respountaz : An Aotrou a zo beo ! na gwezo ket d’an douar eur vleven euz da vab.

12 Neuze ar vreg a lavaraz : Da bedi a ran, ma lavaro da zervicherez eur

279