Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/29

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

an den-man ? Hag hi a respontaz : Mond a rin. 59 Neuze e lezjont Rebeka o c’hoar da vont gant he magerez, gant servijer Abraham hag e dud.

60 Bennigan a rejont Rebeka hag e lavarjont : O hor c’hoar, bez mam da viliadou a zekviliadou ha ra zalc’ho da lignez dor hec’h enebourien.

61 Rebeka hag he mitizien a savaz, a bignaz var ar c’hanvaled hag a heuliaz an den-man. Ar servijer a gemeraz Rebeka hag a yeaz en hent.

62 Izaak a zistroe euz Beer-Lahai-Roi (= puns an hini a vev hag am gwel) hag a voe o chom e bro ar C’hreisteiz.

63 Izaak, o vezan aet da brederia er parkeier d’an abardaez, a savaz e zaoulagad, a sellaz, ha setu kanvaled a errue.

64 Rebeka a savaz he daoulagad, a welaz Izaak hag a ziskennaz diwar ar c’hanval.

65 Lavarout a reaz d’ar servijer : piou eo an den-se a zeu er parkeier a-raok deomp ? Ar servijer a respontaz : Va mestr eo. Hag e kemeraz he gouel hag en em c’holoaz.

66 Ar servijer a lavaraz da Izaak an holl draou hen doa groet.

67 Izaak a gasaz anezi e telten Sara e vam. Kemer a reaz Rebeka a zeuaz da vezan e wreg, hag e karaz anezi. Izaak a voe frealzet goude marv e vam.

25 Abraham a gemeraz eur wreg all hanvet Ketura,

2 a c’hanaz dezhan Zimran, Jokshan, Medan, Madian, Jishbak ha Shuak.

3 Jokshan a voe tad da Seba ha Dedan. Mibien Dedan a voe an Ashurim, al Letushim hag al Leummim.

4 Mibien Madia a voe Efa, Efer, Hanok, Abida hag Eldaa. Ar re-se holl a zo mibien Ketura.

5 Abraham a roaz da Izaak kement en doa.

6 Ober a reaz profou da vibien e adwragez hag e kasaz anezhei, e-pad e vuez, pell diouz e vab Izaak etrezek bro ar Sav-heol.

7 Deiziou bloaveziou buez Abraham a voe kant pemzek vloaz ha tri-ugent.

8 Abraham a zianalaz hag a varvaz en eur gozni gaer, oadet ha gwalc’het a zeiziou, hag e oe dastumet etrezek e boblou.

9 E vibien Izaak hag Ismael a sebeliaz anezhan e kev Makpela, e park Efron mab Zohar an Hitit, a zo dirak Mamre,

10 ar park hen doa prenet Abraham digant bugale Hed. Eno eo e oe sebeliet Abraham gant Sara e wreg.

11 Goude marv Abraham, Doue a vennigaz Izaak e vab. Hag Izaak a chomaz tost da Veer-Lahai-Roi (= puns an hini a vev hag am gwel).

12 Setu lignez Ismael mab Abraham, an hini he doa ganet Agar an Ejipsianez matez Sara da Abraham.

13 Setu anviou mibien Ismael, o anviou hervez o urz a c’hanedigez : Nebajod kenta-ganet Ismael, Kedar, Adbeel, Mibsam,

14 Mishma, Duma, Masa,

15 Hadad, Tema, Jetur, Nafish ha Kedma.

16 Ar re-se eo mibien Ismael, hag ar re-se eo o anviou hervez o c’hêriadennou hag o c’hlozier. Ar re-se a voe an daouzek prins euz o foblou.

17 Bloaveziou buez Ismael a voe kant seiz vloaz ha tregont. Neuze e tianalaz hag e varvaz, hag e oe dastumet etrezek e boblou.

18 E vibien a chomaz adalek Havila betek Shur, a zo dirak an Ejipt pa’z eer war-zu Asiria. Diazezan a reaz dirak e holl vreudeur.

19 Setu lignez Izaak mab Abraham. Abraham a voe tad da Izaak.

20 Izaak a oa oadet a zaou-ugent vloaz pa zimezaz da Rebeka merc’h Betuel an Aramean euz Paddan-Aram, c’hoar Laban an Aramean.

21 Izaak a aspedaz an Aotrou evit e wreg, rag houman a oa gaonac’h. An Aotrou a voe aspedet gantan ha Rebeka e wreg a gonsevaz.

22 Ar vugale en em vounte ennhi hag hi a lavaraz : Mard eo evel-se, perak ez on-me ? Hag ez eaz da c’houlen kuzul an Aotrou.

23 An Aotrou a lavaraz : diou vroad a zo ez kof ha diou bobl en em lodenno o tont ac’hanout. Unan euz ar poblou-se a vezo krenvoc’h eget egile, hag an hini vrasan a servijo an hini vihanan.

24 Hec’h amzer da wilioudin en em gavaz ; ha setu ma oa gevelled en he c’hof.

25 An hini a zeuaz er-meaz da genta a oa rous penn-da-ben evel eur vantell vlev, hag e c’halvjont anezhan Ezaü.

26 Goude, e teuaz e vreur er-meaz o terc’hel seul Ezaü, hag e oe galvet Jakob. Izaak a oa oadet a dri-ugent vloaz pa oent ganet.

27 Hag ar vugale a greskaz, hag