Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/290

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. SAMUEL, 15.

gir d’ar roue, va aotrou. Hag hen a respountaz : Komz ! 13 Hag ar vreg a lavaraz : Perag ec’h euz-te sonjet eun dra evel se a enep pobl Doue ? Rag, o terc’hel ar c’homzou ze, ar roue en em diskleri koupabl, en dra ma ne ra ket gervel an hini hen deuz kaset kwit. 14 Rag a-dra-zur ni a varvo, hag omp henvel euz an doureier pere a red var an douar ha pere ne zastumer ket. Ha Doue ne lam ket diganthan he vuez, mes sonjal a ra tremen hep kas pell outhan an hini kaset kwit. 15 Ha brema, mar d’oun deuet evit derc’hel ar c’homzou ma d’ar roue, va aotrou, eo ma ho deuz ar bobl spouronet ac’hanoun. Ha da zervicherez he deuz lavaret : Me a gomzo brema d’ar roue ; marteze e raio ar roue ar pez a lavaro dezhan he zervicherez. 16 Rag ar roue a zelaouo he zervicherez, evit he delivra euz dorn an hini a fell dezhan hon laza, me ha va mab asamblez, euz a heritach Doue. 17 Ha da zervicherez e deuz lavaret : Ra roi gir ar roue, va aotrou, diskwiz deomp ; rag ar roue, va aotrou, a zo evel eun êl a beurz Doue evit klevet ar mad hag ar fall. Ra vezo an Aotrou, da Zoue, ganez ! 18 Hag ar roue a respountaz, hag a lavaraz d’ar vreg : Na guz ket ouzin ar pez ez an da c’houlen ouzit. Hag ar vreg a respountaz : Ra gomzo ar roue, va aotrou. 19 Hag ar roue a lavaraz : N’eo ket Joab eo a ra d’id ober kement ma ? Hag ar vreg a respountaz hag a lavaraz : Evel ma vev da ine, o roue, va aotrou, na wifen en em distrei nag a zeou nag a dleiz euz kement hen deuz lavaret ar roue, va aotrou ; rag da zervicher Joab eo hen deuz he c’hourc’hemennet d’in, hag he unan hen deuz lakeat en genou da zervicherez an holl gomzou ma. 20 Da zervicher Joab eo hen deuz groet d’in rei an dra ma d’am frezegen. Mes va aotrou a zo fur evel eun êl a beurz Doue, evit anaout kement a dremen er vro.

21 Neuze ar roue a lavaraz da Joab : Setu, brema, te eo ec’h euz renet an affer ma ; kea eta, ha laka an den iaouank Absalom da zistrei. 22 Ha Joab en em daolaz var he fas d’an douar, hag en em stouaz, hag e vennigaz ar roue. Ha Joab a lavaraz : Hirie hen deuz da zervicher anavezet hen deuz kavet gras dirazout, o roue, va aotrou, rag ar roue hen deuz groet ar pez a c’houlenne he zervicher diganthan.

23 Joab a savas eta hag a ieaz da Gueshur, hag e tigasaz Absalom da Jerusalem. 24 Hag ar roue a lavaraz : Ra en em denno d’he di, ha ma na welo ket ma fas. Hag Absalom en em dennaz en he di, hep gwelet fas ar roue.

25 Ha ne oa ket a dud ken kaer hag Absalom en Israel holl, hag he gaerder a oe bruded bras ; adaleg seuliou he dreid bete lein he benn, he oa dinam. 26 Ha pa droc’he he vleo (ha bep bloaz he troc’he anezhei, abalamour ma pouezent re), ar bouez euz he vleo a oa daou c’hant sikl, en pouez ar roue. 27 Ha tri mab a c’hannaz da Absalom, hag eur verc’h hanvet Tamar, pehini a oa eur vreg kaer meurbed.

28 Hag Absalom a choumaz en Jerusalem daou vloaz leun, hep gwelet fas ar roue. 29 Dre ze Absalom a c’halvaz Joab evit he gas da gaout ar roue, hag hen na fellaz ket dezhan dont d’he gaout. Gervel a reaz anezhan c’hoaz evit an eilved gwech, mes na fellaz ket dezhan dont. 30 Neuze he lavaraz d’he zervicherien : Gwelet a rit park Joab pehini a zo tost d’am hini, ar parket heiz ze ; it ha c’hwezir an tân ennhan. Ha mevelien Absalom a lekeaz an tân er park ze. 31 Neuze Joab a savaz hag a zeuaz da gaout Absalom en he di, hag a lavaraz dezhan : Perag ho deuz da zervicherien lakeat an tân em fark ? 32 Hag Absalom a respountaz da Joab : Setu, em euz kaset da lavaret d’id : Deus ama, ha me a gaso ac’hanout da gaout ar roue, evit ma lavari dezhan : Perag oun-me distroet euz Gueshur ? Gwelloc’h e vije bet d’in e vijen eno c’hoaz. Brema eta, ma welin bisach ar roue ; ha mar deuz drougiez ennoun, ra lakao ac’hanoun d’ar maro. 33 Joab a zeuaz eta da gaout ar roue, hag a lavaraz dezhan kement se. Hag ar roue a c’halvaz Absalom, pehini a zeuaz da gaout ar roue, hag e stouaz he visach d’an douar dirazhan ; hag ar roue a bokaz da Absalom.


15 Goude kement se, Absalom en em bourveaz a girri hag a gezek, hag hen doa hanter kant den pere a gerze araog dezhan. 2 Hag Absalom a zave mintin mad, hag en em dalc’he en tal hent an nor. Ha ma teue eun den hag hen dije eun affer benag evit pehini e teue en barnedigez dirag ar roue, Absalom a c’halve anezhan hag a lavare dezhan : A behini kear out-te ? Ha ma re-

280