Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/293

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. SAMUEL, 17.

20 Neuze Absalom a lavaraz da Akitofel : Kemeret kuzul entrezoc’h var ar pez hon deuz da ober. 21 Hag Akitofel a lavaraz da Absalom : Kea da gaout ribodezed da dad, pere hen deuz lezet da ziouall an ti ; ha pa anavezo Israel holl out en em lakeat mezek d’az tad, daouarn ar re a zo ganez a vezo kennerzed. 22 Savet e oe eta eun danten evit Absalom, var lein an ti ; hag Absalom a ieaz da gaout ribodezed he dad, dirag Israel holl. 23 Hag, en amzer ze, eun ali roet gant Akitofel a oa ken prizet, evel ma vije eun ali a beurz Doue. Evel se e oa talvoudegez aliou Akitofel, pe evit David, pe evit Absalom.


17 Goude Akitofel a lavaraz da Absalom : Me a choazo brema daouzek mil den, hag e savin hag e kenredin David en noz ma. 2 Hag en em daolin varnezhan enpad ma eo skwiz ha ma eo he zaouarn dinerzet ; hag e spouronin anezhan kement ken a dec’ho an holl bobl a zo ganthan, hag e skoin ar roue hepken. Hag e lakain an holl bobl da zistrei ouzit ; rag an den a glaskez a dal kement evel ma tistrofe an boll ouzit ; hag an holl bobl a vezo en peoc’h. 4 An ali ze oa kavet mad gant Absalom hag gant holl re ansiend Israel.

5 Mes Absalom a lavaraz : Ra vezo galvet ive Kushai, an Arkit, ha ma klevfomp ar pez a lavaro, hen ive. 6 Ha Kushai o veza deuet da gaout Absalom, Absalom a lavaraz dezhan : Akitofel hen deuz roet eun hevelep ali ; ober a refomp ni ar pez hen deuz lavaret, pe nan ? Komz-te ive. 7 Neuze Kushai a lavaraz da Absalom : An ali hen deuz roet Akitofel er vech ma, n’eo ket mad. 8 Ha Kushai a lavaraz : Anaout a rez da dad hag he dud ; beza int tud nerzuz, hag ho c’haloun a zo c’hwero, evel er parkeier eun ours da behini e ve kemeret he re vihan ; ha da dad zoken a zo eun den a vrezel, pehini na dremeno ket an noz gant ar bobl. 9 Setu, ema brema kuzet en eur poul benag pe en eul lec’h all. Ma c’hoarve e vefet pilet ganthei er penn kenta, piou benag a glevo komz a ze a lavaro : Ar bobl a c’heuil Absalom a zo bet pilet. 10 Ha pa vefe eun den nerzuz, ha pa hen defe eur galoun leon, ar gourach a vanko dezhan ; rag Israel holl a oar eo da dad eun den nerzuz, ha penaoz ar re a zo ganthan a zo tud kalounek. 11 Mes me a zo a ali, penaoz en em dastumfe Israel holl en dro d’id, adaleg Dan bete Beer-Sheba, niveruz evel ar sabren pehini a zo var bord an aôt, ha ma ez afez da unan d’ar brezel. 12 Ha ni a zeuo dezhan en pelec’h benag ma vezo, hag en em daolfomp varnezhan evel ma kwez ar c’hlizen var an douar ; hag anezhan hag euz ar re holl a zo ganthan na vano ket eun den hepken. 13 Ma en em denn en eur gear benag, Israel holl a zougo kerden entrezek ar gear ze, ha ni he stlejo bete an dour red, en hevelep doare ma ne vezo ket kavet zoken eur mean anezhi. 14 Neuze Absalom hag holl dud Israel a lavaraz : Kushai, an Arkit, a dal gwelloc’h evit hini Akitofel. Rag an Aotrou Hen deuz lakeat ali Akitofel da gweza, pehini a oa mad, abalamour d’an drouk da zont var Absalom.

15 Neuze Kushai a lavaraz d’ar sakrifierien Tsadok hag Abiathar : Akitofel hen deuz roet an ali-ma hag an ali-zont da Absalom ha da re ansien Israel ; mes me em euz roet an ali ma hag an ali-zont. 16 Brema eta, kasit buhan hag he roet da anaout da Zavid, ha livirit dezhan : Na choum ket en noz-vez ma en meaziou an distro, ha na vank ket zoken da vont muoc’h araog, gant aoun na vefe lazet ar roue hag an holl bobl pehini a zo ganthan. 17 Ha Jonathan hag Akimaats en em dalc’he en En-Roguel, hag eur vatez a zeuaz da lavaret dezhei mont da lavaret d’ar roue David ; rag na hellent ket en em diskouez en eur antren en kear. 18 Mes eur paotr a welaz anezhei, hag a lavaraz da Absalom. Koulskoude ez ejont ho daou en hast, hag e teujont da Vakurim, da di eun den pehini hen doa eur puns en he borz, el lec’h ma tiskenjont. 19 Hag ar vreg a gemeraz eur golo hag e astennaz var genou ar puns, hag e skuliaz greun pilet eno, en hevelep doare ma na anavezet netra. 20 Ha zervicherien Absalom a zeuaz da gaout ar vreg ma, en ti, hag a lavaraz dezhi : Pelec’h ema Akimaats ha Jonathan ? Hag ar vreg a respountaz dezhei : Tremenet ho deuz ar c’heo dour. O veza eta ho c’hlasket, ha tremenet hap ho c’haout, e tistrojont da Jerusalem. 21 Ha gouda ma oant eet kwit, Akimaats ha Jonathan a adpiniaz euz ar puns, hag a ieaz kwit, hag e rojont da anaout da Zavid, o lavarout : Savit, hag astit tremen an dour, rag Akitofel hen deuz roet eun

283