Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/303

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. ROUANE, 1.

a lavaraz : Perag he teu ar roue, va Aotrou, da gaout he zervicher ? Ha David a respountaz : Da brena da leur eo, ha da sevel ennhi eun aoter d’an Aotrou, abalamour d’ar gouli ma da baouez entouez ar bobl. 22 Hag Arauna a lavaraz da Zavid : Ra gemero ar roue, va Aotrou, ha ra ginnigo ar pez a gavo mad. Setu aze an ijened evit ar sakrifis-losk, hag ar c’hirri ha stagadurez an ijened el lec’ koat. 23 O roue, Arauna ho ro holl d’ar roue. Hag Arauna a lavaraz d’ar roue : An Aotrou, da Zoue, da veza a du ganez ! 24 Hag ar roue a respountaz da Arauna : Nan ; mes me e breno diganez evit eun hevelep pris, ha na ginnigin ket d’an Aotrou, va Doue, sakrifisou-losk pere na goustfont netra d’in. Evel se David a brenaz leur hag ijened Arauna evit hanter kant sikl arc’hant. 25 Goude David a savaz eno eun aoter d’an Aotrou, hag a ginnigaz sakrifisou-losk ha sakrifisou a beoc’h ; hag an Aotrou a oe dizrouget en kenver ar vro, hag ar gouli a baouezaz en Israel.


————


KENTA LEVR AR ROUANE.


1 Hag ar roue David a oa deuet da veza koz ; golo a reat anezhan gant dillad, ha n’en em domme ket. 2 Hag he esklaved a lavaraz dezhan : Ra vezo klasket evit ar roue, va Aotrou, eur plac’h iaouank gwerc’h ; hag hi en em dalc’ho dirag ar roue hag a soanio anezhan ; hag e kousko en da vruched, abalamour d’ar roue, va aotrou d’en em domma. 3 Hag e oe klasket eur plac’h iaouank kaer en holl douar Israe1 ; hag e oe kavet Abisag, ar Zunamitez, hag e oe digaset d’ar roue. 4 Hag ar plac’h iaouank a oa gwal goant ; hag e soaniaz ar roue hag e servichaz anezhan, hag ar roue ne anavezaz ket anezhi.

5 Hag Adonija, mab Hagguith, en em savaz, o lavarout : Me eo a reno. Hag en em bourveaz kirri ha kavaliri, hag hanter kant den pere a rede dirazhan. 6 Hag he dad n’hen doa groet poan ebet dezhan enpad he vuez, na lavaret dezhan : Perag e rez-te evel se ? Ouc’h-penn, kaer a vent e oa ive hag he vam he doa he c’hanet goude Absalom. 7 Hag en em guzuliaz gant Joab, mab Tseruja, ha gant Abiathar, ar sakrifier, pere a zikouraz hag a heuliaz Adonija. 8 Mes Tsadok, ar sakrifier, ha Benaja, mab Jehojada, ha Nathan, ar profed, ha Schimi, ha Rei, hag an dud nerzus hen doa David na oent ket gant Adonija. 9 Hag Adonija a sakrifiaz

holl dud Juda, esklaved ar roue. 10 Ha na bedaz ket Nathan, ar profed, na Benaja, nag an dud nerzus, na Salomon, he vreur.

11 Neuze Nathan a gomzaz da Vath-Sheba, mam Salomon, o lavarout : N’ec’h euz ket klevet penaoz e ren Adonija, mab Hagguith ? Hag hon aotrou, David, na oar netra a gement se. 12 Ha brema eta deuz, me az ped, ha ma roin d’id eun ali, ha saveta da vuez ha buez da vab Salomon. 13 Kea, deuz en ti ar roue David, ha lavar dezhan : N’ec’h euz-te ket, te da unan, o roue, va Aotrou, touet d’az servicherez, o lavarout : A-dra-zur Salomon da vab a reno va goude, hag hen eo an hini a vezo azezet var va zron ? Ha perag eta e ren Adonija ? 14 Setu, enpad ma komzi evel se c’hoas gant ar roue, me a ielo va unan var da lerc’h, hag a beur echuo da gomzou.

15 Bath-Sheba a ieaz da di ar roue, er gambr a ziabars ; hag ar roue a oa gwal goz, hag Abisag, ar Sunamitez, a zervije ar roue. 16 Ha Bath-Sheba, en em stouaz hag a blegaz dirag ar roue ; hag ar roue a lavaraz dezhi : Petra ec’h euz ? 17 Hag hi a lavaraz dezhan : Va Aotrou, touet ec’h euz da unan d’az servicherez, dre an Aotrou da Zoue, o lavarout : A-dra-zur, Salomon da vab a reno va goude, hag hen eo an hini a vezo azezet var va zron. 18 Ha brema, seta, Adonija a ren ; ha brema, o roue, va aotrou, ne ouzout netra a gement se ! 19 Ha sakrifiet hen deuz ijenedi ha loened lard,

293