Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/308

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. ROUANE, 4.

vab a zo maro ; hag eben a lavar : Nan, mes da vab eo a zo maro, hag an hini a veo eo va mab. 24 Hag ar roue a lavaraz : Digaset eur c’hleze d’in ! Hag e oe digaset eur c’hleze dirag ar roue. 25 Neuze ar roue a lavaraz : Lodennet ar bugel a vev en daou, ha roet an hanter da unan hag an hanter d’eben. 26 Neuze ar vreg a behini e veve ar bugel, a lavaraz d’ar roue (rag he entraliou a oe froumet divarbenn he mab) : va Aotrou ! ro dezhi ar bugel a vev, ha ma lakafer evez d’he lakaat d’ar maro ! el lec’h eben a lavare : Ne vezo na d’in na d’id ; lodennet anezhan ! 27 Neuze ar roue a respountaz, hag a lavaraz : Roet da honnez ar bugel a vev, ha diwallet d’he lakaat da vervel : hi eo ar vam. 28 Hag holl Israel, o veza anavezet ar varnidigez hen doa ar roue diskleriet, a zoujaz ar roue ; rag gwelet a reat e oa ennhan eur furnez a Zoue evit ober ar reizder.


4 Ar roue Salomon a oe eta roue var Israel holl. 2 Ha, setu ama pere e oa he brinsed : Azaria, mab ar sakrifier Tsadok, 3 Elihoref hag Akija, mab Shisha, a oa skrivanierien ; Jehoshaphat, mab Akilud, a oa diwaller ; 4 Benaja, mab Jehojada, chef an arme ; Tsadok hag Abiathar a oa sakrifierien ; 5 Azaria, mab Nathan, a oa chef ti ar roue ; ha Zabud, mab Nathan, kenta offiser, minion ar roue ; 6 Akishar, mestr bras an ti ; hag Adoniram, mab Abda, mestr var an tellou.

7 Ha Salomon hen doa daouzeg chef var Israel holl, hag he kendalc’hent ar roue hag he di ; ha pep hini a oa karget euz an dalc’h ze eur mis ar bloaz. 8 Setu ama ho hanoiou : mab Hur, en menez Efraim ; 9 mab Deker, en Makats, Saalbim, Beth-Shemesh hag Elon euz Beth-Hanan ; 10 mab Hosed en Arubboth ; beza hen doa Soko hag holl vro Efer. 11 Mab Abinadab hen doa holl vro Dor ; beza hen doe Tafath, merc’h Salomon, da wreg. 12 Baana, mab Akilud, hen doa Thaanak, ha Meguiddo, hag holl vro Beth-Shean, pehini a zo entrezeg Tsarthan, izelloc’h evit Jizreel, adaleg Beth-Shean beteg Abel-Mehola, ha bete an tu all da Jokmeam. 13 Mab Gueber a oa en Ramoth Galaad ; beza hen doa bourkou Jair, mab Manasse, en Galaad ; beza hen doa ive bro Argob, en Bassan, tri-ugent kear gant mogeriou ha sparlou arem. 14 Akinadab, mab Iddo, en Mahanaim ; 15 Akimaats, en Neftali ; hen ive a gemeraz da vreg unan a verc’hed Salomon, Basmath. 16 Baana, mab Kushai, en Asser hag en Aloth ; 17 Jehoshafat, mab Paruak, en Issakar ; 18 Shimei, mab Ela, en Benjamin ; 19 Gueber, mab Uri, en bro Galaad, bro Sihon, roue an Amoreed, hag Og, roue Bassan ; hag e oa chef hepken er vro ze.

20 Juda hag Israel a oa evel an treaz pehini a zo var bord ar mor, kement e oant en niver bras ; dibri, eva hag en em laouenai a reent.

21 Ha Salomon a rene var an holl rouantelezou, adaleg ar rivier bete bro ar Filistined hag harzou an Ejipt ; digas a reent profou, hag e oent dindan Salomon enpad holl amzer he vuez.

22 Ha bevans Salomon a oa bemdez : tregont kored bleud kun gwiniz ha tri-ugent kored bleud ; 23 dek ijen lard hag ugent ijen euz ar peuriou, ha kant maout, hep an emoc’hed, ar girvi, ar iourc’hed hag an evned larded. 24 Rag ren a rea var an holl broiou a oa en tu all d’ar rivier, adaleg Thifsak beteg Gaza, var an holl rouane euz an tu all d’ar rivier ; beza hen doa ar peoc’h gant he holl re dro zro, en pep tu. 25 Ha Juda hag Israel a choume er zurder, pep hini dindan he winien ha dindan he wezen fiziez, adaleg Dan bete Beer-Sheba, enpad holl buez Salomon.

26 Salomon hen doa ive daou-ugent mil stagadurez a gezek evit he girri ha daouzek mil kavalier. 27 Hag ar chefou a bourvee bevans, pep hini enpad he vis, ar roue Salomon hag ar re holl en em dostae euz taol ar roue Salomon ; na lezent netra da vankout. 28 Lakaat a reent ive heiz ha plouz evit ar c’hezeg da staga hag evit ar rederien, pep hini hervez he garg, el lec’h ma vijent.

29 Ha Doue a roaz da Salomon furnez, eur skiant bras meurbed, hag eur spered ken frank evel an treaz pehini a zo var bord ar mor. 30 Ha furnez Salomon a oa dreist furnez holl dud ar savheol, hag holl furnez an Ejiptsianed. 31 Furoc’h e oa evit den ebet ; muoc’h evit Ethan an Ezrakit, hag Heman, Kalkol ha Darda, mibien Makol ; hag he vrud en em skuliaz entouez an holl vroadou tro vardro. 32 Diskleria a reaz tri mil barabolen, hag he ganaouennou a oe vardro mil ha pemp. 33 Komzet hen deuz ive euz ar gwez, adaleg ar sedr pehini a zo el Liban beteg an

298