Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/318

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. ROUANE, 12.

26 Jeroboam, mab Nebat, Efrazian euz Tsereda, servicher Salomon, a behini ar vam, greg intanvez, a oa hanvet Tseruha, en em dirollaz ive a enep ar roue. 27 Ha setu an dra abalamour da betra en em dirollaz a enep d’ar roue : Salomon a save Millo hag a zerre rogaden kear David, he dad. 28 Ha, Jeroboam a oa nerzus ha krenv ; ha Salomon, o welet an den iaouank ze pehini a laboure, a lakeaz anezhan var holl gorve di Josef. 29 Hag, e c’hoarvezaz en amzer ze penaoz Jeroboam a ieaz euz a Jerusalem. Hag ar profed Akija, ar Silonit, gwisket gant eur vantel nevez, a ziaraogaz anezhan en hent ; hag e oant int ho daou ho unan hepaen er parkeier. 30 Neuze Akija a gemeraz ar vantel nevez pehini hen doa varnezhan, hag he rogaz anezhan en daouzek tam ; 31 hag e lavaraz da Jeroboam ; Kemer evidout dek tam ; rag evel se hen deuz lavaret an Aotrou, Doue Israel : Setu, ez an da roga ar rouantelez a zaouarn Salomon, hag ez an da rei d’id dek poblad ; 32 mes eur vroad hen devezo abalamour da Zavid, va zervicher, hag euz Jerusalem, ar gear em euz choazet a douez pobladou Israel ; 33 abalamour ma ho deuz ma dilezet hag en em stouet dirag Astarte, doue ar Sidonied, dirag Kemos, doue Moab, ha dirag Milkom, doue bugale Ammon, ha n’ho deuz ket baleet em henchou, evit ober ar pez a zo eeün dirag va daoulagad, evit miret va lezennou ha va gourc’hemennou, evel ma hen deuz groet David, tad Salomon. 34 Koulskoude ne lamin netra euz ar rouantelez adre he zaouarn ; rag, enpad an amzer ma vevo, e kendalc’hin anezhan prins, abalamour d’ar garante em euz evit David, va zervicher, pehini em euz choazet ha pehini en deuz miret va gourc’hemennou ha va lezennou. 35 Mes lemel a rin ar rouanteleza zaouarn he vab, hag e roin d’id te dek broad ; 36 hag eur vroad a roin d’he vab, abalamour ma hen devezo David, va zervicher, eul lamp bepred diraz Oun en Jerusalem, ar gear em euz choazet evit lakaat ennhi va hano. 37 Da gemer a rin eta, ren a ri var gement a c’hoantao da ine, hag e vezi roue var Israel. 38 Ha mar zentez ouzin en kement a c’hourc’hemennin d’id, mar baleaz em henchou ha mar rez kement a zo eeün dirag va daoulagad, o viret va lezennou ha va gourc’hemennou, evel ma hen deuz groet David, va zervicher, me a vezo ganez ; me a zavo d’id eun ti paduz, evel ma em euz savet unan da Zavid, ha me a roio Israel d’id. 39 Evel se me a c’hlac’haro lignez David abalamour da ze ; mes nan da viken.

40 Ha Salomon a glaskaz lakaat Jeroboam d’ar maro ; mes Jeroboam a zavaz hag a dec’haz en Ejipt entrezeg Shishak, roue an Ejipt ; hag e choumaz en Ejipt bete maro Salomon.

41 Divarbenn an nemorant euz a oberiou Salomon, ha kement a reaz, hag he furnez, kement se n’eo-hen ket skrivet en levr Aktou Salomon ? 42 Hag, an amzer ma renaz Salomon en Jerusalem var holl Israel a oe daou-ugent vloaz. 43 Goude Salomon a gouskaz gant he dadou, hag e oe sebeliet en kear David, he dad. Ha Roboam, he vab, a renaz en he blas.


12 HA Roboam a ieaz da Sichem ; rag Israel holl a oa deuet da Sichem, evit lakaat anezhan da roue. 2 Ha pa anavezaz Jeroboam, mab Nebat, kement se, e oa c’hoaz en Ejipt, el lec’h ma oa en em dec’het dirag ar roue Salomon, hag e choume en Ejipt. 3 Mes kaset e oe d’hen gervel. Evel se Jeroboam a zeuaz gant holl asamble Israel, hag e komzchont da Roboam, o lavarout : 4 Da dad hen deuz lakeat eur bec’h pouner varnomp ; mes te, skanva brema an esklavach garo ze euz da dad hag ar ieo pouner ze pehini hen deuz lakeat varnomp, ha ma zervicho ac’hanout. 5 Hag hen a lavaraz dezhei : It, hag a ben tri deiz, distroit d’am c’haout. Evel se ar bobl a ieaz kwit.

6 Hag ar roue Roboam a guzuliaz ar regoz pere a oa bet en kichen Salomon, he dad, enpad he vuez, hag e lavaraz dezhei : Pez respount a aliet ac’hanoun da ober d’ar bobl ? 7 Hag int a lavaraz dezhan evelhen : Mar rentez ar zervich ze d’ar bobl ma hirie, mar ho zelaouez, ha mar respountez dezhei dre gomzou mad, e vefont da zervicherien da viken. 8 Mes na heuliaz ket an ali a roaz ar re goz dezhan ; hag e kuzuliaz tud iaouank pere ho doa kresket asamblez ganthan ha pere en em dalc’he dirazhan ; hag e lavaraz dezhei : Petra a aliet ac’hanoun da respount d’ar bobl ma, pehini hen deuz komzet ha lavaret d’in : Skanva ar ieog hen deuz lakeat da dad vamomp ? 10 Neuze ar re iaouank ho doa kresket asamblez ganthan, a gomzaz outhan hag a

308