Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/319

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. ROUANE, 13.

lavaraz dezhan : Komz a ri evelhen d’ar bobl a zo deuet da lavaret d’id : Da dad hen deuz lakeat varnomp eur ieo pouner, mes te, skanva anezhan ; e komzi evelhen outhan : Va biz bihan a zo tevoc’h evit kroazellou va zad. 11 Ha, va zad, hen deuz lakeat varnoc’h eur ieo pouezus ? mes me, a lakaio ho ieo pouezusoc’h c’hoaz. Va zad hen deuz ho kastiet gant fouetou ; mes me, me ho kastio gant fouetou gwerniset a boentinier.

12 Tri deiz goude, Jeroboam, gant an holl bobl, a zeuaz da gaout Roboam, hervez ar pez ma hen doa ar roue lavaret dezhei : Distroet d’am c’haont a ben tri deiz. 13 Mes ar roue a respountaz kalet d’ar bobl, o lezel a goste an ali ho doa ar re goz roet dezhan. 14 Hag e komzaz dezhei hervez ali an dud iaouank, hag e lavaraz dezhei : Va zad hen deuz lakeat varnoc’h eur ieo pouezuz ; mes me me lakao ho ieo pouezusoc’h c’hoaz. Va zad hen deuz ho kastiet gant fouetou ; mes me, me ho kastio gant fouetou gwerniset a boentinier. 15 Ar roue na zelaouez ket eta ar bobl ; rag kement se a oa groet gant an Aotrou, evit starda ar gomz hen doa diskleriet dre Akija, ar Silonit, da Jeroboam, mab Nebat. 16 Ha, pa welaz Israel holl na zelaoue ket ar roue anezhei, ar bobl a reaz ar respount ma d’ar roue : Pez loden hon deuz ni gant David ? Ni n’hon deuz heritach ebet gant mab Isaï. D’az tantennou, Israel ! Brema, David, pourve d’az ti ! Evel se Israel a ieaz d’he dantennou. 17 Mes divar-benn bugale Israel pere a choume en keariou Juda, Roboam a rene varnezhei. 18 Koulskoude ar roue Roboam a gasaz Adoram pehini oa mestr an tellou ; mes Israel holl a veinaz anezhan, hag e varvaz. Hag ar roue Roboam a hastaz piniat en he gar evit tec’hel da Jerusalem.

19 Evel se eo en em dirollet Israel a enep ti David beteg hirie. 20 Kerkent ha ma klevaz Israel holl e oa distro Jeroboam, he kaschont d’he c’hervel en asamble, hag e lekejont anezhan da roue var Israel holl. Broad ebet na heuliaz ti David, nemert broad Juda hepken.

21 Roboam, o veza eruet en Jerusalem, a zastumaz holl di Juda ha poblad Benjamin, nao-ugent mil den a vresel evit brezelli a enep ti Israel, evit addigas ar rouantelez da Roboam, mab Salomon. 22 Mes gir Doue a oe diskleriet da Shemaeja, den Doue, er c’homzou ma : 23 Komz da Roboam, mab Salomon, roue Juda, ha da holl di Juda ha Benjamin, ha d’an nemorant euz ar bobl, ha lavar dezhei : 24 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : Na binfet ket ha na vrezelfet ket a enep ho preudeur, bugale Israel. En em distroet, pep hini en he di, rag kement ma a deu ouzin me. Hag e sentchont euz gir an Aotrou, hag e tistrojont, hervez gir an Aotrou.

25 Ha Jeroboam a zavaz Sichem en menez Efraim, hag a choumaz ennhi ; goude e teuaz ac’hane, hag e savaz Penuel. 26 Ha Jeroboam a lavaraz en he galoun : Ar rouantelez a helfe mad brema distrei da di David. 27 Mar pin ar bobl ma evit ober sakrifisou da di an Aotrou en Jerusalem, kaloun ar bobl ma en em droio entrezeg he aotrou Roboam, roue Juda ; laza a refont ac’hanoun, hag e tistrofont da gaout Roboam, roue Juda. 28 Hag ar roue, o veza kemeret ali, a reaz daou loue aour, hag a lavaraz d’ar bobl : Re eo deoc’h piniat da Jerusalem. Setu da zoueou, o Israel, pere ho deuz lakeat ac’hanout da biniat euz an Ejipt ! 29 Hag e lakaez unan en Bethel, hag egile en Dan. 30 Ha kement se a oe eul lec’h da bec’hi ; rag ar bobl a ieaz zoken, dirag unan al loueou, bete Dan. 31 Ober a reaz ive tiez el lec’hiou huel ; hag e lakeaz sakrifierien kemeret a douez an holl bobl pere na oant ket bugale Levi. 32 Ha Jeroboam a reaz eur goel en eizved mis, ar bemzegved deiz euz ar mis, evel ar goel a reat en Juda, hag he kinnigaz sakrifisou var an aoter. Ober a reaz evel se en Bethel, o sakrifia d’al loueou ho doa groet ; hag he lakeaz en Bethel ar sakrifierien euz al lec’hiou huel pere hen doa groet. 33 Hag ar bemzekved deiz euz an eizved mis, euz ar mis hen doa sonjet he unan, he kinnigaz sakrifisou var an aoter pehini hen doa groet en Bethel, hag e reaz eur goel evit bugale Israel, hag e piniaz var eun aoter evit kinnig ar parfum.


13 Mes setu, eun den Doue a zeuaz euz Juda da Vethel, dre c’hir an Aotrou, evel ma en em dalc’he Jeroboam tost d’an aoter, evit kinnig ar parfumou. 2 Hag e kriaz a enep an aoter, dre c’hir an Aotrou, hag he lavaraz : Aoter, aoter ! evel-hen a lavar an Aotrou : Setu eur mab a c’hano en ti David ; he hano a vezo Josias ; laza a raio varnout te

309