Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/320

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. ROUANE, 13.

sakrifierien al lec’hiou huel pere a zev parfumou varnout te ; ha devet he vezo varnout eskern tud !

3 Hag e roaz, en deiz se zoken, eur zin, o lavarout : Setu ama ar zin Hen deuz an Aotrou komzet : Setu an aoter en em faoto, hag al ludu a zo varnezhi a vezo skuliet.

4 Ha pa glevaz ar roue komz den Doue pehini a lavare a vouez kre a enep aoter Bethel, Jeroboam a astennaz he zorn dreist an aoter, o lavarout : Kroget ennhan ! Hag an dorn a astennaz entrezeg ennhan a zeuaz sec’h, ha ne oe ket evit he zigas d’he gaout. 5 An aoter ive en em faoutaz, hag al ludu a oa varnezhi a oe skuliet, hervez ar sin hen doa roet den Doue, dre c’hir an Aotrou. 6 Neuze ar roue a gemeraz ar gomz hag a lavaraz da zen Doue : Galv, me az ped, an Aotrou da Zoue, ha ped evidoun, evit ma hello va dorn dont d’in. Ha den Doue a c’halvaz an Aotrou, ha dorn ar roue a hellaz distrei dezhan ; hag e oe evel diagent.

7 Goude ar roue a lavaraz da zen Doue : Deuz ganen en ti, hag en em nerz ; ha me a raio eur prof d’id. 8 Mes den Doue a lavaraz d’ar roue : Ha pa rofez d’in an hanter euz da di, me n’az in ket ganez, ha na zebrin ket a vara ha na evin ket a zour el lec’h ma. 9 Rag bet em euz ar gourc’hemen ma digant an Aotrou, pehini Hen deuz lavaret d’in : Na zebri ket a vara ha na evi ket a zour, ha na zistroi ket dre an hent dre behini e vezi eet. 10 Mont reaz eta kwit dre eun hent all ha na zistroaz ket dre an hent dre behini e oa deuet da Vethel.

11 Ha beza oa eur profed koz pehini a choume en Bethel, da behini teuaz he vab da ziskleria an holl draou hen doa den Doue diskleriet en deiz se en Bethel, hag ar c’homzou pere hen doa lavaret d’ar roue ; hag evel ma lavare ar mibien kement se d’ho zad, 12 hema a lavaraz dezhei : Dre bez hent eo eet kwit ? Hag, he vibien ho doa gwelet an hent dre behini e oa eet den Doue pehini a oa euz Juda kwit. 13 Hag e lavaraz d’he vibien : Dibret d’in an azen. Hag e dibrjont an azen dezhan ; hag e piniaz varnezhan. 14 Evel se ez eaz varlerc’h den Doue ; hag e kavaz anezhan azezet dindan eun derwen, hag e lavaraz dezhan : Beza out-te den Doue pehini a zo deuet euz Juda ? Hag hen a lavaraz dezhan : Me eo. 15 Hag hen a lavaraz dezhan : Deuz ganen d’am zi ha debr bara. 16 Mes hen a respountaz : Ne hellan ket distrei ganez na mont ebarz da di ; ha na zebrin ket a vara ha na evin ket a zour ganez el lec’h ma ; 17 rag lavaret eo bet d’in gant gir an Aotrou : Na zebri ket eno a vara ha na evi ket eno a zour, ha na zistroi ket dre an hent dre behini out eet. 18 Hag e lavaraz dezhan : Me ive, me a zo profed eveldout te ; hag eun êl hen deuz komzet ouzin, a beurz an Aotrou, hag hen deuz lavaret d’in : Digas anezhan ganez en ti, ha ma zebro bara ha ma evo dour. Gaou a lavare dezhan. 19 Neuze e tistroaz ganthan, hag e tebraz bara hag ec’h evaz dour en he di. 20 Hag ec’h eruaz, evel ma oant euz taol, ma oe gir an Aotrou diskleriet d’ar profed hen doa he zistroet. 21 Hag e kriaz da zen Doue, pehini a oa deuet euz Juda : Evelhen e lavar an Aotrou : Abalamour ma out bet dizent da urz an Aotrou, ha ma n’ec’h euz ket miret ar gourc’hemen Hen doa an Aotrou da Zoue roet d’id, 22 mes ma out distroet, ha ma ec’h euz debret bara hag evet dour el lec’h em boa lavaret d’id : Na zebri ket eno a vara ha na evi ket a zour ; da gorf n’ez aio ket en bez da dadou.

23 Goude ma hen doe debret bara hag evet dour, he reaz dibra azen ar profed hen doa he zigaset. 24 Hag ema a ieaz, hag eul leon a gavaz anezhan en hent hag he lazaz ; hag he gorf a oa astennet en hent, hag an azen en em dalc’he tost d’ar c’horf ; hag al leon ive en em dalc’he en kichen ar c’horf. 25 Ha setu, tremenerien benag e welaz ar c’horf astennet en hent, hag al leon pehini en em dalc’he en kichen ar c’horf ; hag e teujont d’hen lavaret er gear ma oa ar profed koz. 26 Pa glevaz ar profed koz hen doa distroet den Doue euz he hent kement se, e lavaraz : Den Doue eo pehini a zo bet dizent da urz an Aotrou. An Aotrou Hen deuz roet anezhan d’al leon, pehini hen deuz he roget hag he lazet, hervez ar gir Hen doa an Aotrou lavaret dezhan. 27 Hag e lavaraz d’he vibien : Dibret an azen d’in ; hag he tibrchont anezhan. 28 Hag ez eaz, hsg e kavaz he gorf choumet var an douar, hag an azen hag al leon en em dalc’he en kichen ar c’horf ; al leon n’hen doa ket devoret ar c’horf, na diframet an

310