Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/321

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. ROUANE, 14.

azen. 29 Hag ar profed a adsavaz korf an den a Zoue, hag a lekeaz anezhan var an azen hag he zigasaz ganthan. Hag ar profed koz ze a zeuaz en kear evit ober ar c’hanvou anezhan hag he sebelia. 30 Hag e lekeaz he gorf en he vez ; hag e weljont varnezhan, o lavarout : Alaz, va breur ! 31 Ha goude beza he sebeliet e lavaraz d’he vibien : Pa vezin maro, sebeliet ac’hanoun er bez ma eo sebeliet den Doue ; ha lekeet va eskern a gostez d’he eskern. 32 Rag peurc’hroet e vezo a-dra-zur ar gomz pehini hen deuz diskleriet a vouez krenv, a beurz an Aotrou, a enep an aoter a zo en Bethel hag a enep an holl diez a lec’hiou huel pere a zo en keariou Samari.

33 Koulskoude Jereboam, n’en em zistroaz ket euz he hent fall ; mes ober a reaz a nevez, evit al lec’hiou huel, sakrifierien kemeret a douez ar bobl holl ; hag e lakae an nep a felle dezhan, evit ober eur sakrifier euz al lec’hiou huel. 34 Ha kement se a greske kement pec’hed ti Jeroboam, ma eo diverket ha distrujet divar-c’horre an douar.


14 En amzer ze, Abija, mab Jeroboam, a zeuaz klanv. 2 Ha Jeroboam a lavaraz d’he vreg : Sav brema, hag en em dic’hiz, ma ne vezo ket anavezet out greg da Jeroboam, ha kea da Silo ; eno eman Akija, ar profed ; hen eo hen deuz lavaret he vijen roue var ar bobl ma. 3 Ha kemer ez torn dek bara, ha gwastellou, hag eur besel mel, ha kea en he di ; diskleria a raio d’id ar pez a c’hoarvezo d’ar bugel.

4 Ha greg Jeroboam a reaz evel se ; sevel a reaz hag ez eaz da Silo, hag ez eaz en ti Akija. Hag, Akija na helle ket gwelet, rag he zaoulagad a oa tevaleet gant ar gozni. 5 Mes an Aotrou a lavaraz da Akija : Setu greg Jeroboam pehini a zeu evit goulen ouzit divarbenn he mab, abalamour ma eo klanv. Lavaret a ri dezhi an traou ma, an traou zont. Pa zeuo e raio zeblant da veza unan all benag.

6 Kerkent eta ha ma klevaz Akija trouz he zreid, evel ma ez ea dre an nor, e lavaraz : Deuz ebarz, greg Jeroboam ; perag e rez-te zeblant da veza unan all benag ? Traou kalet oun karget da lavaret d’id. 7 Kea, lavar da Jeroboam : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, Doue Israel : Abalamour ma em euz savet ac’hanout a douez ar bobl, hag em euz da lakeat evit rener d’am fobl Israel ; 8 hag em euz roget rouantelez ti David, hag em euz e roet d’id ; mes n’out ket bet evel David, va zervicher, pehini hen deuz miret va gourc’hemennou ha baleet var va lerc’h a greiz he galoun, oc’h ober nemert ar pez a zo eeün dirazoun ; 9 hag ec’h euz groet muoc’h a zroug evit ar re holl a zo bet araog d’id ; ma out eet ha ma ec’h euz groet doueou all hag imajou teuzet, evit ma c’holeri, ha ma ec’h euz taolet ac’hanoun adreg va gein ; 10 abalamour da ze, setu, ez an da zigas drouk var di Jeroboam ; me a lamo kwit ar pez a zo da Jeroboam, beteg eun den hepken, kement ar pez a zo zerret evel ar pez a zo dilezet en Israel ; hag e raskin ti Jeroboam evel ma rasker an teil, bete ma na choumo ken. 11 An hini euz a di Jeroboam a varvo en kear, ar chas a zebro anezhan ; hag an hini a varvo er parkeier a vezo debret gant lapoused an envou ; rag an Aotrou Hen deuz komzet. 12 Te eta, sav-te ha kea en da di ; kerkent ma ez aio da dreid en kear, ar bugel a varvo. 13 Hag Israel holl a zougo kanvou varnezhan hag he sebelio ; rag hen hepken, euz a di Jeroboam, a ielo er bez ; abalamour an Aotrou, Doue Israel, hen deuz kavet eun dra benag a vad ennhan hepken, euz holl di Jeroboam. 14 Hag an Aotrou a lakao var Israel eur roue pehini, en deiz se, a daolo kwit ti Jeroboam. Ha petra ! Zoken a ben neubeut. 15 Hag an Aotrou a skoio Israel, evel pa ve am gorzen kemesket en dour ; hag e tiframmo Israel euz ar vro vad ze pehini Hen deuz roet d’ho zadou ; hag e sklabezo anezhei en tu all d’ar rivier, abalamour ma ho deuz groet skeudennou euz Ashera, o koleri an Aotrou. 16 Hag He livro Israel, abalamour d’ar pec’hejou hen deuz Jeroboam groet, ha pere Hen deuz roet da anaout da Israel.

17 Neuze greg Jeroboam a zavaz hag a ieaz kwit ; hag e teuaz da Thirtsa. Hag evel ma lakae an troad var dreujou an ti, ar paotr iaouank a varvaz ; 18 hag e oe sebeliet, hag Israel holl a zougaz kanvou varnezhan, hervez ar gomz Hen doa an Aotrou diskleriet dre he zervicher Akija, ar profed.

19 Divarbenn an nemorant euz a oberiou Jeroboam, penaoz e reaz ar brezel ha penaoz e renaz, setu, kement a zo skrivet en levr Niverou

311