Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/322

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. ROUANE, 15.

rouane Israel. 20 Hag, an amzer ma renaz Jeroboam a oe daou vloaz varn-ugent ; goude e kouskaz gant he dadou, ha Nadab, he vab, a renaz en he blas.

21 HA Roboam, mab Salomon, a renaz en Juda. Eur bloaz ha daou-ugent hen doa pa en em lekeaz da ren, hag e renaz seitek vloaz en Jerusalem, ar gear Hen doa an Aotrou choazet a douez holl bobladou Israel, evit lakaat ennhi he hano. He vam en em c’halve Naama, an Ammonitez. 22 Ha Juda a reaz ar pez a oa fall dirag daoulagad an Aotrou ; ha, dre ar pec’hejou a reaz, e froumaz he jalouzi muoc’h evit n’ho doa groet biken ho zadou. 23 Rag sevel a rejont ive lec’hiou huel, gant imajou ha skeudennou Ashera, var an holl grec’hiennou ha dindan an holl wez glaz. 24 Beza he oe zoken loudourenned er vro ; henveli a rejont holl euzusted ar broadou Hen doa an Aotrou kaset kwit dirag bugale Israel.

25 Hag, ec’h eruaz ar bempved bloaz euz ar roue Roboam, penaoz Shishak, roue an Ejipt, a biniaz a enep Jerusalem ; 26 kemer a reaz an tenzoriou euz a di an Aotrou, hag an tenzoriou euz a di ar roue ; kemer a reaz holl ; kemer a reaz ive an holl dirennou aour hen doa groet Salomon. 27 Hag ar roue Roboam a reaz dirennou arem el lec’h ar re ze, hag a lakeaz anezhei entre daouarn chefou ar rederien, pere a ziwalle dor ti ar roue. 28 Ha, pa ez ea ar roue en ti an Aotrou, ar rederien ho douge ; goude ho distroent en kampr ar rederien.

29 Divarbenn an nemorant euz oberiou Roboam ha kement a reaz, n’ema int-hi ket skrivet en levr Neventizou rouane Juda ? 30 Hag, e oe bepred brezel entre Roboam ha Jeroboam. 31 Ha Roboam a gouskaz gant he dadou ; hag e oe sebeliet ganthei en kear David. He vam a oe galvet Naama, an Ammonitez ; hag Abijam, he vab, a renaz en he blas.


15 AN driouec’hved bloaz euz ar roue Jeroboam, mab Nebat, Abijam en em lekeaz da ren var Juda. 2 Ren a reaz tri bloaz en Jerusalem. He vam a oe galvet Maaka, hag a oa merc’h da Abishalom. 3 Bale a reaz en holl bec’hejou hen doa he dad groet araog dezhan : hag he galoun na oe ket eeün en kenver an Aotrou he Zoue, evel kaloun David, he dad. 4 Mes, dre garante evit David, an Aotrou he Zoue a roaz eul lamp dezhan en Jerusalem, o sevel he vab var he lerc’h hag o lezel Jerusalem da bad ; 5 abalamour ma hen doa groet David ar pez a zo eeün dirag an Aotrou, ha penaoz, enpad he vuez holl, ne oa ket en em distroet euz kement hen doa gourc’hemennet, nemert en affer Uri, an Hethied. 6 Hag e oe brezel entre Roboam ha Jeroboam, enpad holl amzer ho buez. 7 An nemorant euz oberiou Abijam ha kement a reaz, kement se ha n’ema ket skrivet en levr Niverou rouane Juda ? Beza e oe ive brezel entre Abijam ha Jeroboam. Hag Abijam a gouskaz gant he dadou, hag e oe sebeliet en kear David ; hag Asa, he vab, a renaz en he blas.

9 AN ugenved bloaz euz a Jeroboam, roue Israel, Asa en em lekeaz da ren var Juda ; 10 hag e renaz eur bloaz ha daou-ugent en Jerusalem. He vam a oe galvet Maaka, ha merc’h he oa da Abishalom. 11 Hag Asa a reaz ar pez a oa mad dirag daoulagad an Aotrou, evel David, he dad. 12 Kas a reaz al loudourenned kwit euz ar vro, hag e lamaz kwit an holl idolou hen doa he dadou groet. 13 Ha lemel a reaz zoken euz he renk he vam, Maaka, pehini he doa groet eun idol evit Ashera. Hag Asa a ziskaraz he idol hag he zevaz en dour-red Sedron. 14 Al lec’hiou huel ne oent ket lamet kwit ; koulskoude, he galoun oe eeün en kenver an Aotrou enpad he holl deiziou, 15 hag e lekeaz en ti an Aotrou an traou a oa bet kenzagret gant he dad, gant ar pez hen doa dezhan, an arc’hant, an aour hag ar beselou.

16 Ha beza e oe brezel entre Asa ha Baesha, roue Israel, enpad holl amzer ho buez. 17 Ha Baesha, roue Israel, a biniaz a enep Juda, hag e savaz Rama, evit na lezche ket na da vont, na da zont den ebet da gaout Asa, roue Juda. 18 Neuze Asa a gemeraz an holl arc’hant hag an aour choumet en tenzoriou an Aotrou hag en tenzoriou ti ar roue, hag a roaz anezhei d’he zervicherien ; hag ar roue Asa ho c’hasaz da gaout Ben-Hadad, mab Tabrimon, mab Hezjon, roue ar Siri, pehini a choume en Damas, da lavaret dezhan : 19 Beza ez euz unvaniez entre te ha me, evel

312