Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/323

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. ROUANE, 16.

entre va zad ha da dad ; setu e kasan d’id eur prof arc’hant hag aour ; kea, tor da unvaniez gant Baesha, roue Israel, evit ma pellao ouzin. 20 Ha Ben-Hadad a zelaouaz ar roue Asa, hag e kasaz kabitened he armeou a enep keariou Israel ; hag e skoaz Ijjon, Dan, Abel-Betli-Maaka ha Kinneroth holl, gant holl vro Neftali. 21 Ha ragtal ma anavezaz Baesha kement se, e paouezaz da sevel Rama ; hag e choumaz en Thirtsa. 22 Neuze ar roue Asa a lakeaz embann dre holl en Juda, penaoz an holl, hep diwec’hia den, ho dije da gas ar vein hag ar c’hoad euz Rama, a lakae Baesha da sevel : hag ar roue Asa a zavaz Gueba, en Benjamin, ha Mitspa. 23 Divarbenn holl oberiou Asa hag he holl burzudou, ha kement a rea, hag ar c’heariou a zave, kement se n’ema int-hi ket skrivet en levr Niverou rouane Juda ? Koulskoude, en amzer he gozni e oe klanv euz he dreid. 24 Hag Asa a gouskaz gant he dadou, hag e oe sebeliet ganthei en kear David, he dad ; ha Josafat, he vab, a renaz en he blas.

25 NADAB, mab Jeroboam, hen doa en em lekeat da ren var Israel an eilved bloaz Asa, roue Juda, hag e renaz daou vloaz var Israel. 26 Ober a reaz ar pez a zo fall dirag daoulagad an Aotrou ; hag e valeaz en hent he dad hag er pec’hed dre behini hen doa lakeat Israel da bec’hi. 27 Ha Baesha, mab Akija, euz a di Issakar, en em zavaz en he enep, hag a skoaz anezhan en Guibbethon pehini a zo d’ar Filistined, pa gelc’hie Nadab hag holl Israel Guibbethon. 28 Baesha he lakeaz eta d’ar maro, en drived bloaz euz a Asa, roue Juda ; hag e renaz en he blas. 29 Hag adaleg ma oe roue, e skoaz holl di Jeroboam ; ha ne lezaz ine beo ebet en Jeroboam hep he zistruja, hervez ar gir Hen doa an Aotrou diskleriet dre he zervicher Akija, euz Silo, 30 abalamour d’ar pec’hejou hen doa Jeroboam groet ha lakeat Israel da ober, o tizenti euz an Aotrou, Doue Israel. 31 An nemorant euz a oberiou Nadab, ha kement a reaz, kement se ha n’ema int-hi ket skrivet en levr Niverou rouane Israel ?

32 Hag, he oe bresel entre Asa ha Baesha, roue Israel, enpad holl amzer ho buez.

33 AN drived bloaz euz a Asa, roue Juda, Baesha, mab Akija, en em lekeaz da ren var holl Israel, en Thirtsa ; ren a reaz pevar bloaz varn-ugent. 34 Ober a reaz ar pez a zo fall dirag daoulagad an Aotrou ; hag e valeaz en hent Jeroboam hag er pec’hed dre behini hen doa lakeat Israel da bec’hi.


16 Ha gir an Aotrou a oe diskleriet da Jehu, mab Hanani, a enep Baesha, evit lavaret dezhan : 2 Abalamour ma em euz savet ac’hanout euz ar boultren ha ma em euz lakeat ac’hanout rener var va fobl Israel, ha ma ec’h euz baleet en hent Jeroboam, ha ma ec’h euz lakeat va fobl Israel da bec’hi, o koleri ac’hanoun dre ho fec’hejou, 3 setu, ez an da skuba Baesha hag he di ; hag e lakain da di da zont henvel euz ti Jeroboam, mab Nebat. 4 Hini ti Baesha pehini a varvo en kear, ar chas hen debro ; hag an hini euz he re pere a varvo er parkeier, a vezo debret gant lapoused an envou.

5 An nemorant euz a oberiou Baesha, hag ar pez a reaz hag he vurzudou, kement se ha nema int-hi ket skrivet en levr Niverou rouane Israel ? 6 Evel se Baesha a gouskaz gant he dadou, hag e oe sebeliet en Thirtsa ; hag Ela, he vab, a renaz en he blas. 7 Mes, dre ar profed Jehu, mab Hanani, gir an Aotrou a oa bet diskleriet da Vaesha ha d’he di, kement abalamour d’an holl drouk hen doa groet dirag an Aotrou, o koleri anezhan dre labour he zaouarn hag o tont evel ti Jeroboam, abalamour ma hen doa he zistrujet.

8 AR c’hwec’hved varn-ugent bloaz euz a Asa, roue Juda, Ela, mab Baesha, en em lekeaz da ren var Israel ; hag e renaz daou vloaz en Thirtsa. 9 Ha Zimri, he zervicher, kabiten an hanter he girri, en em savaz a enep dezhan pa oa en Thirtsa, oc’h eva hag en em vezvi en ti Artsa, mestr he di, en Thirtsa. 10 Zimri a deuaz eta, e skoaz hag e lazaz, ar seizved varn-ugent bloaz euz a Asa, roue Juda ; hag e renaz en he blas. 11 Adaleg ma oe roue hag azezet var he drôn, e skoaz holl di Baesha ; hag e lazaz kement a oa dezhan, hag he gerent hag he vinioned. 12 Evel se Zimri a zistrujaz holl di Baesha, hervez ar gir Hen doa an Aotrou diskleriet a enep Baesha dre Jehu, ar profed ; 13 abalamour da holl bec’hejou Baesha ha da bec’hejou Ela, he vab, pere ho doa groet ha lakeat Is-

313