Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/324

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. ROUANE, 17.

rael da ober, o koleri an Aotrou, Doue Israel, dre ho idolou. 14 An nemorant euz a oberiou Ela, kement a reaz ha n’ema ket skrivet en levr Niverou rouane Israel ?

15 AR seizved varn-ugent bloaz euz a Asa, roue Juda, Zimri a renaz seiz devez en Thirtsa. 16 Hag, ar bobl a oa kampeet a enep Guibbethon pehini a oa d’ar Filistined. Hag ar bobl a oa kampet eno a gleve e lavaret : Zimri hen deuz groet eun drouk sonj, ha lazet zoken ar roue ; hag en deiz se zoken Israel holl a lakeaz er c’han evit roue, Omri, kabiten arme Israel. 17 Hag Omri hag Israel holl ganthan a biniaz euz Guibbethon, hag e kelc’hjont Thirtsa. 18 Mes pa welaz Zimri e oa kemeret kear, e piniaz el lec’h huela euz ti ar roue, hag e tevaz varnezhan ti ar roue, hag e varvaz, 19 abalamour d’ar pec’hejou hen doa groet, oc’h ober ar pez a zo fall dirag daoulagad an Aotrou, oc’h ober evel Jeroboam hag ar pec’hed a lakeaz Israel da ober. 20 Divarbenn an nemorant euz a oberiou Zimri, hag an drouk sonj a reaz, ha n’ema int-hi ket skrivet en levr Neventizou rouane Israel ?

21 Neuze pobl Israel en em lodennaz en daou du : an hanter ar bobl a heulie Thibni, mab Guinath, evit he lakaat da roue, hag an hanter all a heulie Omri. 22 Mes ar bobl a heulie Omri a oe galloudusoc’h evit ar bobl a heulie Thibni, mab Guinath ; ha Thibni a varvaz, hag Omri a renaz.

23 An unved ha tregont bloaz a Asa, roue Juda, Omri en em lekeaz da ren var Israel ; hag e renaz daouzek vloaz. Ren a reaz c’hwec’h vloaz en Thirtsa. 24 Goude e prenaz digant Shemer menez Samari, evit daou daland arc’hant ; hag e savaz var ar menez ze. Hag e c’hanvaz ar gear a zavaz Samari euz a hano Shemer, aotrou ar menez. 25 Hag Omri a reaz ar pez a oa fall dirag daoulagad an Aotrou ; ober a reaz gwasoc’h evit ar re holl a oa bet araog dezhan. 26 Ober a reaz evel Jeroboam, mab Nebat, hag ar pec’hed hen doa lakeat an Israelited da ober, o koleri an Aotrou, Doue Israel, dre ho idolou. 27 An nemorant euz a oberiou Omri, kement a reaz hag he vurzudou, kement se ha n’ema int-hi ket skrivet en levr Niverou rouane Israel ? 28 Hag Omri a gouskaz gant he dadou, hag a oe sebeliet en Samari ; hag Akab, he vab, a renaz en he blas.

29 AKAB, mab Omri, en em lekeaz da ren var Israel an eizved ha tregont bloaz euz Asa, roue Juda. Hag Akab, mab Omri, a renaz var Israel, en Samari, daou vloaz varn-ugent. 30 Hag Akab, mab Omri, a reaz ar pez a zo fall dirag daoulagad an Aotrou, muoc’h evit ar re a oa bet araog dezhan. 31 Hag evel ma vije bet nebeut a dra dezhan ober pec’hejou Jeroboam, mab Nebat, e kemeraz evit greg Jesabel, merc’h Ethbaal, roue ar Sidonied ; goude ez eaz hag e servichaz Baal, hag en em stouaz dirazhan. 32 Hag e savaz eun aoter da Vaal en ti Baal, pehini a savaz en Samari. Hag Akab a reaz ive eun idol da Ashera. 33 Hag Akab a reaz muoc’h c’hoaz evit holl rouane Israel pere a oa bet araog dezhan, evit koleri an Aotrou, Doue Israel.

34 En he amzer, Hiel euz Bethel a zavaz Jeriko. Solia a reaz anezhi var Abiram, he vab ena, hag e lekeaz an doriou var Segub, he ziveza-ganet, hervez ar gomz hen doa an Aotrou diskleriet dre Josue, mab Nun.


17 Neuze Eli, an Thisbit, pehini a choume en Galaad, a lavaraz da Akab : An Aotrou, Doue Israel, dirag pehini en em dalc’han, a zo beo ! enpad ar bloaziou ma na vezo glizen, na glao, nemert d’am gir. 2 Ha komz an Aotrou a oa diskleriet dezhan evelhen : 3 Kea ac’han, tro entrezeg ar savheol, hag en em guz en dour-red Kerith, pehini a zo dirag ar Jourdan. 4 Eva a ri euz an dour-red, ha gourc’hemennet em euz d’ar brini beva ac’hanout eno. 5 Mont a reaz eta hag e reaz hervez gir an Aotrou mont a reaz hag e choumaz en dour-red Kerith, pehini a zo dirag ar Jourdan. 6 Hag ar brini a zigase bara ha kig dezhan euz ar beure, bara ha kig dezhan euz an abardaez ; hag ec’h eve euz an dour-red. 7 Mes c’hoarvezout a reaz aben eun nebeut amzer ma oa sec’h an dour-red, abalamour ma ne oa ket bet a c’hlao er vro.

8 Neuze gir an Aotrou a oe diskleriet dezhan evelhen : 9 Sav-te, kea da Sarepta, pehini a zo en Sidon, ha choum eno. Setu, em euz gourc’hemennet eno da eur vreg intanvez beva ac’hanout. 10 Sevel a reaz eta, ha mont a reaz da Sarepta ; hag, evel ma en em gave en tal dor kear, setu, e oa eno eur vreg intanvez pehini a zastume koad ; gervel a reaz anezhi hag e lavaraz dezhi : Da bedi a ran, kemer eur bannac’h dour

314