Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/326

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. ROUANE, 18.

brema, te a lavar : Kea, ha lavar d’az mestr : Setu ama Eli ! Mes laza a raio ac’hanoun !

15 Mes Eli a respountaz : Aotrou an armeou, dirag pehini en em dalc’han, a zo beo ! a-dra-zur me en em diskwezo hirie da Akab. 16 Abdias a ieaz eta da ziaraogi Akab hag a lavaraz dezhan kement ma ; hag Akab a zeuaz araog Eli. 17 Ha ragtal ma welaz Akab Eli, e lavaraz dezhan : Ha te eo, trubulier Israel ? 18 Mes hen a respountaz : N’em euz ket trubuliet Israel ; mes te eo ha ti da dad, en kement ma oc’h euz dilezet gourc’hemennou an Aotrou, ha ma ez out eet varlerc’h ar Baaled. 19 Mes brema, kas, ha laka dastum d’am c’haout var menez Karmel Israel holl, ha pevar c’hant hanter kant profeded Baal, ha pevar c’hant profeded Ashera, pere a zebr euz taol Jesabel. 20 Hag Akab a gasaz entrezeg holl vugale Israel, hag e tastumaz ar brofeded en menez Karmel.

21 Goude Eli a dostaez euz an holl bobl, hag e lavaraz : Bete pegeit e kamfet-hu euz an daou du ? Mar d’eo an Aotrou Doue, heuliet anezhan ; mes mar d’eo Baal, heuliet anezhan ! Mes ar bobl na respountaz ket eur gir dezhan. 22 Neuze Eli a lavaraz d’ar bobl : Choumet oun va unan profed d’an Aotrou ; ha profeded Baal a zo pevar c’hant hanter kant den. 23 Ma vezo roet deomp daou golle iaouank ; ra zibabfont unan evithei ; ra droc’hfont anezhan a dammou ha ra he lakafont var ar c’hoad ; mes ra na vezo ket lakeat an tân ; ha me a ficho ar c’holle all, hag e lakain anezhan var ar c’hoad, ha ne lakain ket a dân ennhan. 24 Goude gelvet hano ho toue ; ha me a c’halvo hano an Aotrou. Hag an doue a respounto dre an tân, hennez eo a vezo Doue. Hag an holl bobl a respountaz ; Lavaret mad eo ze.

25 Hag Eli a lavaraz da brofeded Baal : Choazet evidoc’h unan ar c’holleou, ha fichet anezhan da genta, rag muoc’h a zo ac’hanoc’h, ha galvet hano ho toue ; mes na lakaet ket a dân. 26 Hag e kemerjont ar c’holle a oe roet dezhei, hag e fichont anezhan ; hag e c’halvjont hano Baal adaleg ar beure beteg kreizteiz, o lavarout : Baal, selaou ac’hanomp ! Mes na oe mouez ebet, na respount ebet ; hag e lampent en dro d’an aoter a oa groet.

27 Ha, vardro kreizteiz, Eli a rea goab anezhei hag a lavare : Kriet a vouez huel, rag doue eo ; mes sonjal a ra en eun dra benag, pe hen deuz eun affer benag, pe en beach ; marteze e kousk, hag e tifuno ! 28 Krial a reont eta a vouez huel ; hag e reent troc’hiou gant kontellou ha lansetezou, hervez ho giz, bete ma rede ar goad varnezhei.

29 Ha pa oe kreizteiz tremenet, ha ma ho doe groet ar brofeded beteg an amzer ma kinniger ar prof, hep na oe na mouez, na respount, na zeblant ebet e reat vân euz ar pez a reent, 30 neuze Eli a lavaraz d’an holl bobl : Taostaet ouzin me. Hag an holl bobl a dostaez outhan ; hag e kempennaz aoter an Aotrou, pehini a oa diskaret. 31 Hag Eli a gemeraz daouzeg mean, hervez an niver euz a bobladou bugale Jakob, da behini gir an Aotrou a oa bet diskleriet, o lavarout dezhan : Israel e vezo da hano. 32 Hag e savaz gant ar vein ze eun aoter en hano an Aotrou. Goude e reaz eur c’han en dro d’an aoter, euz a zaou vuzured had ; 33 hag e renkaz ar c’hoad, hag e tibejaz ar c’holle, hag e lakeaz anezhan var ar c’hoad ; hag e lavaraz : 34 Leuniet a zour pevar brok, ha skuliet anezhei var ar sakrifis-losk ha var ar c’hoad. Goude e lavaraz : Grit eun eilved gwech ; hag int a reaz eun eilved gwech. Lavaret a reaz c’hoaz : Grit eun deirved gwech ; hag e rejont eun deirved gwech ; 35 en hevelep doare ma ez ea an dour trozro d’an aoter, ha ma oa leun ar c’han zoken a zour.

36 Hag, en amzer ma kinniget ar prof, ar profed Eli a dostaez hag a lavaraz : Aotrou, Doue Abraham, Isaak hag Israel ! ra vezo anavezet hirie penaoz out Doue en Israel, ha penaoz oun da zervicher, ha penaoz eo dre da c’hir em euz groet an holl draou ma. 37 Selaou ac’hanoun, Aotrou, selaou ac’hanoun ; ha ma anavezo ar bobl ma penaoz eo te, Aotrou, eo a zo Doue, ha penaoz eo te eo a zistro ho c’haloun !

38 Neuze tân an Aotrou a gwezaz, hag e kuzumaz ar sakrifis-losk, hag ar c’hoad, hag ar vein, hag ar poultr, hag he tizec’haz an dour a oa er chân. 39 Hag an holl bobl, o welet kement se, a gwezaz var he visach, hag a lavaraz : An Aotrou eo a zo Doue ; an Aotrou eo a zo Doue ! 40 Hag Eli a lavaraz : Kroget en profeded Baal ; ra na dec’ho ket unan anezhei ! Kregi a rejont eta ennhei ;

316