Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/327

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. ROUANE, 19.

hag Eli a reaz dezhei disken en dour-red Kisson, hag ho lazaz eno.

41 Goude Eli a lavaraz da Akab : Pin, debr hag ev ; rag setu trouz eun dour bras. 42 Hag Akab a biniaz evit dibri hag evit eva. Mes Eli a biniaz var krec’h menez Karmel ; hag, euz en em blega euz an douar, e lekeaz he visach entre he zaoulin, 43 hag e lavaraz d’he zervicher : Pin brema, ha zell entrezeg ar mor. Piniat a reaz eta hag e sellaz, hag e lavaraz : N’hen deuz netra. Hag e lavaraz dezhan : Distro seiz gwech di. 44 Er seizved gwech e lavaraz : Setu eur goabren vihan, evel pal dorn eun den, pehini a bin euz ar mor. Neuze Eli a lavaraz dezhan : Pin, a lavar da Akab : Stag ha disken, gant aoun na zalc’hfe ar glao ac’hanout. 45 Ha var gement se, an envou en em devaleaz a goumoul, an avel a zavaz, hag he oe eur glao bras. Neuze Akab a ieaz var he gar, hag a ieaz da Jizreel. 46 Ha dorn an Aotrou a oe var Eli ; hag, o veza en em c’hourizet he groazellou, he redaz dirag Akab, bete digor Jizreel.


19 Hag Akab a lavaraz da Jesabel kement hen doa groet Eli, ha penaoz hen doa lazet dre ar c’hleze an holl brofeded. 2 Ha Jesabel a gasaz eur c’hannad entrezeg Eli, da lavaret dezhan : Ra raio an doueou d’in gant an diveza rustler, ma ne lakaan ket ac’hanout varc’hoaz d’an heur ma er memeuz stad evel unan anezhei !

3 Hag, o welet kement se, Eli a zavaz, hag a ieaz kwit evit savetaat he vuez. Hag e teuaz da Veer-Sheba, pehini a zo en Juda, hag e lezaz eno he zervicher. 4 Mes evithan, hen a ieaz en distro, eun deiz hent ; hag e teuaz da azeza dindan eur voden valan, hag e c’houlennaz ar maro, o lavarout : Awalc’h eo, o Aotrou ! kemer brema va ine rag n’oun ket gwelloc’h evit va zadou.

5 Goude e c’hourvezaz hag e kouskaz dindan ar bod balan ; ha setu, eun êl a stokaz ennhan hag a lavaraz dezhan : Sav-te, debr. 6 Hag e sellaz, ha setu, en kichen he benn, oa eur wastel poazet gant glaou, hag eur broked dour. Dibri a reaz eta hag eva, hag en em c’hourvezaz. 7 Hag êl an Aotrou a zistroaz eun eilved gwech, hag a stokaz outhan, o lavarout : Sav-te, debr ; rag an hent a zo re hir evidout. 8 Sevel a reaz eta, hag e tebraz hag ec’h evaz. Ha gant an nerz a roaz ar pred ze dezhan, e valeaz daou-ugent devez ha daou-ugent nozvez, beteg Horeb, menez Doue.

9 Hag eno ez eaz er c’havargn, hag e tremenaz an noz eno. Ha setu, gir an Aotrou a oe diskleriet dezhan, er c’homzou ma : Petra a rez-te ama, Eli ? 10 Hag hen a respountaz : Gwal froumet oun bet a jalouzi evit an Aotrou, Doue an armeou ; rag bugale Israel ho deuz dilezet da gonvenans : diskaret ho deuz da aoteriou, hag ho deuz lazet da brofeded dre ar c’hleze ; ha me a zo choumet va unan, hag he kleskont va buez, evit he lemel diganen. 11 Hag he lavaraz dezhan : Deuz er meaz, hag en em dalc’h var ar menez dirag an Aotrou. Ha setu, an Aotrou a dremene. Hag eun avel vras ha violant a roge ar meneziou, hag a dorre ar reier dirag an Aotrou : mes an Aotrou ne oa ket en avel ze. Goude an avel ze, e oe eur c’hren douar : an Aotrou ne oa ket er c’hrendouar ze. 12 Ha goude ar c’hrendouar, eun tân : an Aotrou ne oa ket en tân ze. Ha goude an tân ze, eur zon dous ha skanv.

13 Ha kerkent ha ma hen doe Eli he c’hlevet, ec’h eruaz ma pakaz he visach en he vantel, hag e teuaz er meaz, hag en em dalc’haz euz dor ar c’havargn ; ha setu, eur vouez a oe diskleriet dezhan evelhen : Petra a rez-te aze, Eli ? 14 Hag hen a lavaraz : Gwal froumet oun a jalouzi evit an Aotrou, Doue an armeou ; rag bugale Israel ho deuz dilezet da gonvenans, diskaret ho deuz da aoteriou, ha lazet ho deuz da brofeded dre ar c’hleze ; ha me a zo choumet va unan, me hepken, hag e kleskont va buez evit he lemel diganen.

15 Mes an Aotrou a lavaraz dezhan : Kea, distro dre an hent distro da Zamas ; ha pa vezi eet ebars ec’h eoli Hazael roue var ar Siri, 16 eolia a ri ive Jehu, mab Nimshi, roue var Israel ; hag Elize, mab Shafat, euz Abel-Mehola, evel profed en da blas. 17 Hag ec’h eruo penaoz piou benag a dec’ho euz kleze Hazael, a vezo lakeat d’ar maro gant Jehu ; ha piou benag a dec’ho dirag kleze Jehu, a vezo lakeat d’ar maro gant Elize. 18 Mes me a lakao seiz mil a nemorant en Israel, ar re ze holl n’ho deuz ket pleget an daoulin dirag Baal, hag a bere ar genou n’ho deuz ket poked dezhan.

19 Eli eta a ieaz ac’hane, hag e kavaz Elize, mab Shafat, pehini a laboure,

317