Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/328

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. ROUANE, 20.

o kaout daouzek koublad ijened araog dezhan ; hag hen a oa gant an daouzegved. Hag Eli a dremenaz a biou dezhan, hag a daolaz he vantel varnezhan. 20 Neuze Elize a lezaz he ijened, hag a redaz varlerc’h Eli, o lavarout : Me az ped, ma ez in da bokad d’am zad ha d’am mam, ha goude me a heulio ac’hanout. Hag hen a lavaraz dezhan : Kea, ha distro ; rag petra em euz groet d’id ? 21 Distrei a reaz eta ganthan ; hag e kemeraz eur c’houblad ijened hag e kinnigaz anezhei en sakrifis ; ha, gant koad stagadur an ijened, e lekeaz ar c’hig da virvi, hag e roaz anezhan d’ar bobl ; hag e tebrjont. Goude e savaz, hag he c’heuliaz Eli. Hag e serviche anezhan.


20 Ha Ben-Hadad, roue ar Siri, a zastumaz he holl arme ; beza e oa ganthan daou ha tregont roue, ha kirri ha kezek. Hag e piniaz, hag e keliaz Samari hag e reaz brezel dezhi. 2 Hag e kazaz kannaded da Akab, roue Israel, en kear, 3 hag e lavaraz dezhan : Evelhen e komz Ben-Hadad : Da arc’hant, da aour a zo d’in me ; da c’hragez ive ha da vugale gaer a zo d’in me. 4 Ha roue Israel a respountaz hag a lavaraz dezhan : Evel ma leverez, o roue, va Aotrou, me a zo d’id ha kement a zo d’in.

5 Ar gannaded a zistroaz hag a lavaraz : Evelhen e komz Ben-Hadad : Pa em euz kaset da lavaret d’id : Ro d’in da arc’hant ha da aour, da c’hragez ha da vugale, 6 evel se varc’hoaz er memeuz amzer ma, pa gasin va zervichierien d’az ti, e furc’hfont da di ha tiez da zervicherien ; hag e kemerfont kement a raio plijadur da welet, hag o c’hasfont ganthei.

7 Neuze roue Israel a c’halvaz holl re ansien ar vro, hag a lavaraz : Evesaet, me ho ped, ha gwelet penaoz an den ze ne glask nemert fall. Rag digaset hen doa d’am c’haout evit kaout va gragez, va bugale, va arc’hant ha va aour, ha n’em boa ket ho nac’het outhan.

8 Hag an holl re ansien hag ar bobl holl a lavaraz dezhan : Na zelaou ket anezhan, ha na asant ket ze. 9 Respount a reaz eta da gannaded Ben-Hadad : Livirit d’ar roue va Aotrou : Kement ez poa digaset da lavaret er wech kenta e rin anezhan ; mes kement ma n’hellan ket en ober. Hag ar gannaded a ieaz hag a roaz respount dezhan. 10 Mes Ben-Hadad a gasaz da lavaret dezhan : Ra raio an doueou d’in gant an diveza rustler, ma ve awalc’h euz poultren Samari da leunia kleuz dorn an holl bobl pere a heuil va faziou. 11 Mes roue Israel a respountaz : Livirit dezhan : Penaoz an hini a wisk an armuren n’en em c’hlorifi ket evel an hini a gwitao anezhi !

12 Ha pa hen doe Ben-Hadad klevet ar c’homzou ze (eva a rea neuze en tantennou gant ar rouane), e lavaraz d’he zervicherien : Kemeret plas ! Hag e kemerjont plas a enep kear.

13 Ha setu, eur profed a dostaez euz Akab, roue Israel, hag a lavaraz : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : Sell euz an niver bras se ? Setu, ez an d’he lakaat hirie entre da zaouarn, hag ec’h anavezi penaoz oun an Aotrou. 14 Hag Akab a lavaraz : Dre biou ? Hag e respountaz : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : Dre vevelien gouarnerien ar provinsou. Hag hen a lavaraz : Piou a gommanso ar bresel ? Hag hen a respountaz : Te.

15 Neuze e tremenaz en gwel mevelien gouarnerien ar provinsou, pere a oe daou c’hant daou ha tregont. Ha goude, e tremenaz he gwel an holl bobl, holl bugale Israel, hag e oant seiz mil. 16 Hag ez ejont en kreizteiz, pa eve ha pa en em vezve Ben-Hadad en tantennou, hen hag an daou ha tregont roue he zikouriou. 17 Mevelien gouarnerien ar provinsou a ieaz da genta ; ha Ben-Hadad a gasaz unan benag pere a reaz dezhan ar gount ma : Deuet ez euz tud euz Samari. 18 Hag e lavaraz : Mar d’eo evit ar peoc’h int deuet, kroget ennhei beo ; hag, mar d’eo evit ar brezel, kroget ennhei en beo ! 19 Mevelien renerien ar provinsou a ieaz eta euz kear, goude an arme var ho lerc’h ; 20 hag e skojont pep hini anezhei he zen, hag ar Siried a dec’haz, hag Israel a genredaz anezhei ; ha Ben-Hadad, roue ar Siri, en em savetaez var eur marc’h gant kavalierien. 21 Neuze roue Israel a ieaz, hag a skoaz ar c’hezek hag ar c’hirri ; en hevelep doare ma skoaz ar Siried euz eun disoberians vras.

22 Neuze ar profed a dostaez euz roue Israel, hag a lavaraz dezhan : Kea, en em nerz-te ; evesa ha gwel ar pez ec’h euz da ober ; rag, ar bloaz achu, roue ar Siri a binio en da enep.

23 Neuze servicherien roue ar Siri a

318