Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/329

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. ROUANE, 21.

lavaraz dezhan : Ho doue a zo eun doue a veneziou, abalamour da ze int bet krenvoc’h evidomp ; mes brezeliomp a enep dezhi er blenen, ni a c’hounezo zur varnezhei. 24 Gra eta kement ma : Lam pep hini ar rouane ze euz ho fost, ha laka en ho flas kabitened ; 25 goude sav eun arme henvel euz an hini ec’h euz kollet, ha kement a gezeg, ha kement a girri ; ha ni a vrezelio a enep dezhei er blenen, hag e vezo gwelet ha ni na vefomp ket kreoc’h evithei. Hag e selaouez ho ali hag he reaz evel se.

26 Evel se, eur bloaz goude, Ben-Hadad a dremenaz ar Siried en gwel, hag a biniaz da Afek da gombati a enep Israel. 27 Ha bugale Israel a oe ive tremenet en gwel, ha pourveet a vevans ; hag e valejont araog dezhi. Bugale Israel a gampaz dirazhei, evel daou dropel bihan c’hirvi ; mes ar Siried a leunie ar vro. 28 Neuze den Doue a dostaez, hag a gomzaz da roue Israel evelhen : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : Abalamour ma ho deuz lavaret ar Sirianed : An Aotrou a zo eun doue a veneziou ha nan eun doue a draouniennou, me a lakao an niver bras ze entre da zaouarn, hag ec’h anavezi penaoz oun an Aotrou.

29 Enpad seiz devez, e choumjont kampet an eil dirag egile. Mes er seizved deiz en em grogchont ; ha bugale Israel a skoaz en eun deiz kant mil den var droad euz ar Siried ; 30 hag an nemorant a dec’haz en kear Afek, el lec’h ma kwezaz ar voger var seiz mil den varn-ugent pere a oa manet. Ben-Hadad ive a dec’haz, hag a ieaz en kear en pelec’h en em guzaz euz a gambr en kampr.

31 Hag he zervicherien a lavaraz dezhan : Setu, brema hon deuz anavezet penaoz rouane ti Israel a zo rouane hag a bardoun ; lez ac’hanomp eta da lakaat zier var hon c’hroazellou ha kerden euz hon fennou, ha da vont da gaout roue Israel ; marteze e roio ar vuez d’id. 32 Neuze en em c’hourischont gant zier en dro d’ho c’hroazellou ha kerden en dro d’ho fennou, hag he teujont da gaout roue Israel, hag e leverjont : Da zervicher Ben-Hadad a lavar : Me az ped, lez ac’hanoun da veva ! Hag hen a respountaz : Beva a ra c’hoaz ? Va breur eo.

33 Hug an dud ze a dennaz ac’hane eur zeblant vad, hag ec’h astjont tapout anezhan en he c’hir, hag e leverjont dezhan : Ben-Hadad eo da vreur ! Hag hen a lavaraz dezhei : It ha digaset anezhan. Ben-Hadad a deuaz eta d’he gaout, hag e lakeaz anezhan da biniet var gar. 34 Ha Ben-Hadad a lavaraz dezhan : Me a roio d’id ar c’heariou hen doa va zad kemeret d’az tad, ha te a raio ruou en Damas, evel ma hen doa va zad groet en Samari. Ha me, a respountaz Akab, me a adkaso ac’hanout gant ar marc’had ze. Ober a reaz eta eur marc’had ganthan, hag e lezaz anezhan da vont kwit.

35 Neuze eun den a douez mibien ar brofeded a lavaraz d’he gensort, var urz an Aotrou : Sko ac’hanoun me, me az ped ; mes na fellaz ket dezhan he skei. 36 Hag hen a lavaraz dezhan : Abalamour ma n’ec’h euz ket sentet euz mouez an Aotrou, setu, ez eaz da bellaat ouzin, hag al leon a lazo ac’hanout. Pa oe pellaet diganthan, al leon a gavaz anezhan hag he lazaz. 37 En em gaout a reaz gant eun den yaouank, hag he lavaraz : Sko ac’hanoun, me az ped. Hag an den a skoaz anezhan hag he vlesaz. 38 Hag ar profed a ieaz, hag en em dalc’haz var hent ar roue, hag en em dic’hizaz dre eur vanden var he zaoulagad. 39 Hag evel ma tremene ar roue, he kriaz d’ar roue hag e lavaraz : Da zervicher a oa eet en kreiz ar brezel ; ha setu, unan benag o pellaat hen deuz digaset d’in eun den hag hen deuz lavaret d’in : Diwall an den ma ; mar deu da dec’hel kwit da vuez a respounto, pe he paei eun taland arc’hant. 40 Hag eo eruet evel ma oa da zervicher okupet ama hag hont, eo tec’het an den. Ha roue Israel a respountaz dezhan : Da varnedigez eo ; diskleriet ec’h euz-te da unan ! 41 Kerkent an den ma a lamaz ar vanden divar he zaoulagad, ha roue Israel a anavezaz he oa a douez ar brofeded. 42 Hag ar profed ma a lavaraz dezhan : Evelhen hen deuz lavaret an Aotrou : Abalamour ma ec’h euz lezet da vont euz da zaouarn an den em boa gwestlet d’ar maro, da vuez a respounto evit he vuez ha da bobl evit he bobl. 43 Ha roue Israel a ieaz d’he di, glac’haret ha koleret, hag e teuaz da Samari.


21 Aruet a reaz goude an traou ma, penaoz Naboth, ar Jizreelit, o kaout eur winien en Jizreel, tost da balez Akab, roue Samari, 2 Akab a gomzaz da Naboth, hag a lavaraz dezhan : Ro d’in da winien, ma rin eur jardin c’hlaz ; rag tost eo d’am zi ; hag,

319