Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/330

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. ROUANE, 21.

el lec’h ar winien ze, me a roio d’id unan gwelloc’h ; pe, ma plij ze d’id, me a roio d’id arc’hant evit he zalvoudegez. 3 Mes Naboth a respountaz da Akab : Ra ziwallo an Aotrou ac’hanoun da rei d’id heritach va zadou.

4 Hag Akab a zistroaz d’he di gwal c’hlac’haret ha koleret euz ar gomz hen doa Naboth ar Jizreelit lavaret dezhan : Na roin ket d’id heritach va zadou : hag e c’hourvezaz var he wele, he tistroaz he visach ha na zebraz netra. Neuze Jesabel, he vreg, a zeuaz d’he gaout, hag a lavaraz dezhan : A belec’h e teu ma eo glac’haret da spered, ha ma ne zebrez ket ? 6 Hag hen a respountaz : Abalamour ma em euz komzet da Naboth, ar Jizreelit, ha lavaret dezhan : Ro d’in da winien evit arc’hant, pe, mar fell d’id, me a roio d’id eur winien all el lec’h hounez ; ha ma hen deuz lavaret d’in : Na roin ket d’id va gwinien.

7 Neuze Jesabel, he vreg, a lavaraz dezhan : Ha te eo brema an hini a ren var Israel ? Sav-te, debr, ha ma en em laouenao da galoun ! Me a roio d’id gwinien Naboth, ar Jizreelit. 8 Hag e skrivaz lizerou en hano Akab, nag e siellaz anezhi gant he ziel, hag e kasaz al lizerou d’ar re ansien ha d’ar chefou a oa gant Naboth, en he gear. 9 Hag e skrivaz al lizerou ze, o lavarout : Embanet eur iun ha lekeat Naboth en penn ar bobl ; 10 ha lekeet derc’hel dirazhan daou lazer, ha ma testenifont a enep dezhan, o lavarout : Droukpedet ec’h euz a enep Doue hag ar roue ! Goude kaset anezhan er meaz, meinet anezhan, ha ma varvo. 11 Ha tud kear Naboth, ar re ansien hag ar renerien pere a choume en he gear, a reaz evel ma he doa Jesabel gourc’hemennet dezhei, hag hervez ma oa skrivet el lizerou he doa kaset dezhei. 12 Emban a rejont eur iun, hag e rejont derc’hel Naboth en penn ar bobl. 13 Neuze daou lazer a zeuaz hag en em dalc’haz dirazhan ; hag al lazerien ze a destenie a enep Naboth, dirag ar bobl, o lavarout : Naboth hen deuz droukpedet a enep Doue hag ar roue. Goude e kaschont anezhan er meaz a gear, meina a rejont anezhan, hag e varvaz. 14 Hag e kaschont da lavaret da Jesabel : Naboth a zo bet meinet hag eo maro.

15 Ha kerkent ha ma wezaz Jesabel e oa bet meinet Naboth hag e oa maro, e lavaraz da Akab : Sav-te, kemer peurz en gwinien Naboth, ar Jizreelit, pehini na felle ket rei d’id evit arc’hant, rag Naboth n’ema ken en buez, mes maro eo. 16 Evel se, adaleg ma klevaz Akab e oa maro, e savaz evit disken da winien Naboth, ar Jizreelit, evit kemer peurz ennhi.

17 Neuze gir Doue a oe diskleriet da Eli, an Thishbit, er c’homzou ma : 18 Sav-te, diskenn dirag Akab, roue Israel, pehini a zo en Samari. Setu ema en gwinien Naboth, el lec’h ma eo diskennet evit kemer peurz ennhi. 19 Hag e komzi outhan evelhen : Evel-hen Hen deuz lavaret an Aotrou : N’ec’h euz-te ket lazet, ha n’out-te ket zoken en peurz ? Ha te a lavaro dezhan : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : Evel ma ho deuz ar chas liped goad Naboth, ar chas a lipo ive da oad da unan.

20 Hag Akab a lavaraz da Eli : Kavet ec’h euz-te, va enebour ? Hag hen a respountaz dezhan : Kavet em euz d’id ; abalamour ma out en em werzet evit ober ar pez a zisplij d’an Aotrou. 21 Setu, ez an da lakaat ar gwal heur da zont varnout, hag e skubin ac’hanout, hag e lamin digant Akab beteg eun den hepken, hag ar pez a zo zerret hag ar pez a zo dilezet en Israel ; 22 ha me a lakao da di evel ti Jeroboam, mab Nebat, hag ti Baesha, mab Akija ; abalamour d’ar pec’hejou ec’h euz groet em enep, ha ma ec’h euz lakeat Israel da bec’hi. 23 An Aotrou a gomzaz ive a enep Jesabel, o lavarout : Ar chas a zebro Jesabel tost da harz Jizreel. 24 An hini a varvo da Akab en kear, ar chas hen debro ; hag an hini a varvo er parkeier a vezo debret gant evned an envou.

25 A-dra-zur, ne oe bet den ebet evel Akab, pehini a oe en em werzet da ober ar pez a zo fall dirag daoulagad an Aotrou, hervez ma voute Jesabel he vreg anezhan ; 26 en hevelep doare ma en em lekeaz gwal euzuz, o vont varlerc’h an idolou, evel ma ho doa groet an Amoreed Hen doa an Aotrou kaset kwit dirag bugale Israel.

27 Hag e c’hoarvezaz, ragtal evel ma hen doa Akab klevet ar c’homzou ze, e rogaz he zillad, e lekeaz eur sac’h var he gorf, hag e iunaz ; hag e c’hourveze paket en eur sac’h, hag en em skleje o vale. 28 Neuze gir an Aotrou a oe diskleriet da Eli, an Thishbit, er c’homzou ma : 29 Gwelet

320