Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/331

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. ROUANE, 22.

ec’h euz penaoz eo en em humiliet Akab dirazoun me ? Abalamour ma eo en em humiliet dirazoun, na lakain ket ar gwaleur ze en he amzer ; ze a vezo en deiziou he vab eo e lakain ar gwaleur ze da zont var he di.


22 Ha tri bloaz e oat choumet hep ma oe brevet entre ar Siri hag Israel. 2 Goude, an drived bloaz, Josafat, roue Juda, o veza diskennet da gaout roue Israel, 3 roue Israel a lavaraz d’he zervicherien : Anaout a rit-hu penaoz Ramoth-a-C’halaad a zo deomp ? Ha ni en em zalc’h zioul hep kemer anezhan euz daouarn roue ar Siri ! 4 Goude e lavaraz da Josafat : Dont a ri te ganen me d’ar brezel a enep Ramoth-a-C’halaad ? Ha Josafat a respountaz da roue Israel : En em zervich ouzin evel ac’hanout, euz ma fobl evel euz da bobl, hag euz va c’hezek evel euz da gezek. 5 Ha Josafat a lavaraz da roue Israel : Goulen da genta ali, me az pez, euz gir an Aotrou.

6 Neuze roue Israel a zastumaz ar brofeded, vardro pevar c’hant den, hag a lavaraz dezhei : Mont a rin me d’ar brezel a enep Ramoth-a-C’halaad, pe n’hen din ket ? Hag int a lavaraz dezhan : Pin ; hag an Aotrou he lakao entre daouarn ar roue. 7 Ha Josafat a lavaraz : N’euz ket ama profed all ebet d’an Aotrou pehini a helfemp kuzuli ? 8 Ha roue Israel a lavaraz da Josafat : Beza ez euz c’hoaz eun den dre behini heller kuzuli an Aotrou ; mes kasaat a ran anezhan ; rag ne brofetiz ket netra a vad, mes hepken an drouk  : Miche eo, mab Jimla. Ha Josafat a lavaraz : Ra na gomzo ket ar roue evel se. 9 Neuze roue Israel a c’halvaz eun ofiser da behini e lavaraz : Laka Miche, mab Jimla, da zont buhan.

10 Ha, roue Israel ha Josafat, roue Juda, a oa azezet, pep hini var he drôn, gwisket gant ho dillad, er blasen, entrezeg toull dor Samari ; hag an holl brofeded a brofetise dirazhei. 11 Neuze Tsidkidja, mab Kenaana, o veza lakeat ober kerniel houarn, a lavaraz : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : Gant ar c’herniel ze e vouti ar Siried beteg ho distruja. 12 Hag an holl brofeded a brofetise er memeuz doare, o lavarout : Pin da Rameth-a-C’halaad, hag e teui a benn ; hag an Aotrou a lekeo anezhi entre daouarn ar roue.

15 Hag ar c’hannad pehini a oa eet da c’hervel Miche a gomzaz outhan hag a lavaraz dezhan : Setu, brema ar brofeded a lavar holl euz a eur vouez mad d’ar roue ; me az ped, ra vezo da c’hir henvel da hini pep hini anezhei, ha diskleri vad. 14 Mes Miche a lavaraz : An Aotrou a zo beo, me a lavaro ar pez a lavaro an Aotrou d’in. 15 Dont a reaz eta da gaout ar roue, hag ar roue a lavaraz dezhan : Miche, mont a rafomp-ni d’ar brezel a enep Ramoth-a-C’halaad, pe n’ez afomp-ni het ? Hag hen a lavaraz dezhan : Pin ; hag e teui a benn ; hag an Aotrou he lakao entre daouarn ar roue. 16 Hag ar roue a lavaraz dezhan : Ped gwech e pedin ac’hanout da lavaret d’in nemert ar wirionez en hano an Aotrou ?

17 Hag e respountaz : Gwelet em euz holl Israel sklabezet var ar meneziou, evel eur vanden denved hep pastor ; hag an Aotrou Hen deuz lavaret : An dud ze n’ho deuz ken a Aotrou ; ra zistroio pep hini en peoc’h en he di ! 18 Ha roue Israel a lavaraz da Josafat : N’em boa ket lavaret d’id penaoz na brofetiz ket netra a vad divar va fenn, mes drouk ?

19 Ha Miche a lavaraz : Abalamour da ze, selaou gir an Aotrou : Me em euz gwelet an Aotrou azezet var he drôn, hag holl arme an envou en em dalc’he dirazhan, a zeou hag a gleiz dezhan. 20 Hag an Aotrou a lavaraz : Piou eo a dromplo Akab, evit ma pinio ha ma varvo en Ramoth-a-C’halaad ? Unan a respounte en eun doare hag egile en eun doare all. 21 Neuze eur spered a deuaz araog hag en em dalc’haz dirag an Aotrou, hag a lavaraz : Me a droumplo anezhan. Hag an Aotrou a lavaraz : Penaoz ? 22 Hag hen a respountaz : Mont a rin, hag e vezin eur spered a c’haou en genou he holl brofeded. Hag an Aotrou a lavaraz : He droumpla a ri, ha dont a ri zoken a benn outhan. Kea, ha gra evel se. 23 Brema eta, setu, an Aotrou hen deuz lakeat eur spered a c’haou en genou da holl brofeded pere a zo aze ; hag an Aotrou Hen deuz diskleriet drouk en da enep.

24 Neuze Tsidkija, mab Kenaana, a dostaaz hag a skoaz Miche var he jod, o lavarout : Dre belec’h hen deuz Spered an Aotrou dilezet ac’hanoun me evit komz ouzit ? 25 Ha Miche a respountaz : Setu, he welet a ri en deiz ma ez i euz a gampr en kampr evit en em guz !

321