Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/334

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. ROUANE, 3.

dezhei : Hen anaout mad a ran ive : tavit c’hwi ! 4 Eli a lavaraz dezhan : Elize, da bedi a ran, choum ama ; rag an Aotrou a gas ac’hanoun da Jeriko. Mes hen a respountaz : An Aotrou a zo beo ha da ine a zo beo ! na gwitain ket ac’hanout. Evel se e teujont da Jeriko.

5 Ha mibien ar brofeded pere a oa en Jeriko a dostaez euz Elize, hag a lavaraz dezhan : Anaout a rez-te ez a an Aotrou hirie da lemel da vestr diganez ? Hag hen a respountaz Hen anaout mad a ran ive ; tavit c’hwi ! 6 Hag Eli a lavaraz dezhan : Da bedi a ran, choum aman ; rag an Aotrou a gas ac’hanoun bete ar Jourdan. Mes hen a respountaz : An Aotrou a zo beo ha da ine a zo beo ! na gwitain ket ac’hanout. Evel se ez ejont ho daou di.

7 Hag hanter kant den a douez mibien ar brofeded a zeuaz, hag en em dalc’haz eur pennad dirazhei, el lec’h int ho daou a choumaz en ho za dirag ar Jourdan. 8 Neuze Eli a gemeraz he vantel, a blegaz anezhi hag a skoaz ganthi an doureier, pere en em lodennaz aze hag ama ; hag e tremenjont ho daou er sec’h.

9 Pa ho doe tremenet, Eli a lavaraz da Elize : Goulen ar pez a fell d’id a rafen evidout, araog ma vezin savet diganez. Elize a respountaz : Ma em bezo, me az ped, eur muzur doubl euz da spered. 10 Hag Eli a lavaraz : Goulen a rez eun dra diez. Mar gwelez e vezin savet diganez, e c’hoarvezo evel se ; anez, kement se ne c’hoarvezo ket.

11 Hag evel ma kendalc’hent ho hent ha ma komzent en eur vale, setu, eur c’har tân, ha kezek tân a lamaz an eil digant egile. Hag Eli a biniaz en envou en eur gourventen. 12 Hag Elize, o sellet outhan, a grie : Va zad, va zad, kar Israel hag he varc’hegez ! Ha na welaz ken anezhan ; hag, o kregi en he zillad, ho rogaz en daou dam. 13 Goude e savaz ar vantel hen doa Eli lezet da gweza divarnezhan ; hag e tistroaz, hag e choumaz var bord ar Jourdan. 14 Hag e kemeraz ar vantel hen doa lezet Eli da gweza divarnezhan ; hag e skoaz ganthi an doureier hag e lavaraz : Pelec’h ema an Aotrou, Doue Eli ? Hen ive a skoaz an doureier, pere en em lodennaz ama hag ahont, hag Elize a dremenaz.

15 Pa welaz mibien ar brofeded pere a oa dirag Jeriko anezhan, e leverjont : Spered Eli a zo brema var Elize. 16 Hag e teujont araog dezhan, en em stoui a rejont dirazhan, hag e leverjont dezhan : Setu, ez euz entouez da zervicherien hanter kant den kalounek ; ni a bed ac’hanout eta ma ez efont da glask da vestr gant aoun n’Hen defe Spered an Aotrou, o veza e zavet, n’hen defe he daolet en eur menez pe en eun draounien benag. Hag hen a lavaraz dezhei : N’az it ket. 17 Mes kement e talc’hjont varnezhan beteg he luia, lavaret a reaz eta dezhei : Kaset eta ! Neuze e kaschont hanter kant den, pere a glaskaz enpad tri deiz ha ne gavchont ket anezhan. 18 Hag e tistrojont da gaout Elize, pehini a oa choumet en Jeriko ; hag e lavaraz dezhei : Ha n’em boa ket he lavaret deoc’h : N’az it ket ?

19 Ha tud kear a lavaraz da Elize : Setu, choumaj ar gear ma a zo mad, evel ma wel va aotrou ; mes an doureier a zo fall, hag an douar a zo dibrodu. 20 Hag hen a lavaraz : Digaset d’in eur besel nevez, ha lakeet hoalen ennhan. Hag hen digaschont dezhan. 21 Goude ez eaz entrezeg mammen an doureier, hag e taolaz hoalen ennhei hag e lavaraz : Evel-hen Hen deuz lavaret an Aotrou : Renta a ran iac’h an doureier ma ; ha ne vefont ken kiriek na da varo na da zibrodu. 22 Hag an doureier a zo bet iac’huz bete hirie, hervez ar gir hen doa Elize diskleriet.

23 Hag ac’hane e piniaz da Vethel. Hag evel ma pinie dre an hent, e teuaz paotred iaouank euz kear, pere a rea goab outhan, hag a lavare : Pîn, moal ; pîn, moal ! 24 Hag, o tistrei, e welaz anezhei hag o milligaz en hano an Aotrou. Neuze daou ours a deuaz euz ar c’hoad, hag a ziframmaz daou ha daou-ugent euz ar vugale ze.

25 Ac’hane ez eaz da venez Karmel, a belec’h e tistroaz da Samari.


3 JORAM, mab Akab, a zeuaz roue da Israel, en Samari, an driouec’hved bloaz euz a Josafat, roue Juda, hag e renaz daouzeg vloaz. 2 Ober a reaz ar pez a zo fall dirag daoulagad an Aotrou, nan koulskoude evel he dad hag he vam ; rag lemel a reaz kwit ar skeuden hen doa he dad groet da Vaal. 3 Mes choum a reaz en pec’hejou Jeroboam, mab Nebat, pehini hen doa lakeat Israel da bec‘hi. Ha na zistroaz ket euz se.

4 Ha Mesha, roue Moab, hen doa tropelou bras ; hag e paee da roue

324