Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/335

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. ROUANE, 4.

Israel eur gwir a gant mill oan ha kant mill maout, gant ho gloan. 5 Mes kerkent ha ma oe maro Akab, roue Moab, en em zavaz a enep roue Israel.

6 Abalamour da ze ar roue Joram a ieaz er meaz en deiz se euz a Samari, hag a reaz an niver euz a Israel holl. 7 Hag e kasaz da gaout Josafat, roue Juda, evit lavaret dezhan : Roue Moab a zo en em zavet a enep d’in. Dont a ri te ganen me d’ar brezel a enep Moab ? Hag hen a respountaz : Mont a rin ganez di ; gra ouzin evel ac’hanout, euz va fobl evel euz da bobl, euz va c’hezek evel euz da gezek. 8 Hag hen a lavaraz : Dre bez hent e pinfomp-ni ? Ha Joram a respountaz : Dre hent distro Edom. 9 Evel se roue Israel a ieaz, gant roue Juda ha roue Edom ; hag oc’h ober an dro, e valejont enpad seiz devez ; mes an dour a vankaz evit ar c’han hag evit al loened pere ho heulie.

10 Neuze roue Israel a lavaraz : Alaz ! An Aotrou Hen deuz a-dra sur galvet an tri roue ma evit ho lakaat entre daouarn Moab ! 11 Ha Josafat a lavaraz : Ha n’euz ket ama eur profed benag d’an Aotrou ma kuzulifomp an Aotrou dreizhan ? Unan a zervicherien roue Israel a respountaz, hag a lavaraz : Elize, mab Safat, pehini a skulie dour var daouarn Eli, a zo ama. 12 Ha Josafat a lavaraz : Gir an Aotrou a zo ganthan. Neuze roue Israel, Josafat ha roue Edom a ziskennaz d’he gaout.

13 Mes Elize a lavaraz da roue Israel : Petra a zo entre te ha me ? Kea entrezeg profed da dad hag entrezeg profed da vam ! Ha roue Israel a respountaz : Nan ! rag an Aotrou Hen deuz galvet an tri roue ma, evit ho lakaat entre daouarn Moab. 14 Neuze Elize a lavaraz : Aotrou an armeou, dirag pehini en em dalc’han, a zo beo : ma ne vije ket abalamour da Josafat, roue Juda, n’em bije groet evez ebet ouzit, ha n’em bije ket bet sellet ouzit. 15 Mes brema, digaset d’in eur c’hoarier telen. Hag evel ma c’hoarie c’hoarier an delen, dorn an Aotrou a oe var Elize. 16 Hag e lavaraz : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : Ra vezo groet toullou dre an holl blenen ma. 17 Rag evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : Na welfet nag avel, na glao, hag ar blenen ma en em leunio a zoureier hag ec’h evfet, c’hwi, ho tropellou hag ho loened. 18 Ha nebeut a dra eo ze da zaoulagad an Aotrou : Lakaat a raio c’hoaz Moab entre ho taouarn. 19 Hag e skofet an holl geariou krev hag an holl geariou brasa ; diskar a refet an holl gwez mad ; stoufa a refet an holl vammennou dour, hag e c’hollofet a vein an holl barkeier gwella.

20 Ar beure eta, en heur ma kinniger ar prof, e c’hoarvezaz ma oe gwelet dour o tond euz a hent Edom, hag ar vro a oe leuniet a zoureier. 21 Hag an holl Voabited o veza anavezet penaoz e oa piniet ar rouane da ober brezel dezhei, a oa en em dastumet gant kriaden publik, adaleg an oad ma c’hourizer ar c’hleze ha dreistoc’h ; hag en em dalc’hent var an harz. 22 Hag, euz ar mintin, pa savchont, evel ma save an heol var an doureier, ar Voabited a welaz dirazhei an doureier ruz evel goad. Hag e leverjont : Goad eo ! A-dra-zur, ar rouane a zo en em lazet, ha pep hini hen deuz skoet he gensort. Brema eta, Moabited, d’an diwisk ! 24 Evel se e teujont da gan Israel ; mes an Israelited en em savaz hag a bilaz ar Voabited, pere a dec’haz kwit dirazhei ; goude ez ejont dounoc’h er vro hag e skojont Moab. 25 Distruja a rejont ar c’heariou, teurel a rejont pep hini mein er parkeier gwella, hag e leunjont anezhei ; stoufa a rejont an holl vammennou dour, ha diskar an holl wez mad, ken ne lezchont en Kir-Hareseth nemert ar vein, pere a oe troiet ha pillet gant an dennerien dalmou.

26 Ha roue Moab, o welet ne oa ket ar c’hrenva, a gemeraz ganthan seiz kant den o tenna ar c’hleze, evit mont bete roue Edom ; mes ne hellez ket. 27 Neuze e kemeraz he vab ena, pehini a dleie ren en he blas, hag e kinnigaz anezhan en sakrifis-losk var ar voger. Hag e oe an Israelited gwal erezet a gement se. Evel se en em denjont outhan, hag e tristrojont d’ho bro.


4 HAG intanvez unan a vibien ar brofeded a griaz da Elize, o lavaret : Da zervicher va fried a zo maro ; hag anaout a rez penaoz e touje da zervicher an Aotrou ; hag he gredour a zo deuet da gemer ma daou vugel, evit esklaved. 2 Hag Elize a lavaraz dezhi : Petra a rin me evid-out ? Diskleri d’in ar pez ec’h euz en da di. Hag hi a lavaraz : Da zervicherez ne d’euz netra en ti nemert eur vuredad eol. 3 Neuze e lavaraz dezhi : Kea, hag amprest beselou

325